Bleuñv Balan

P’edo ar balan en o c’haer
‘Oa deuet mignoned.
Sebezet gant kement a aour
Serret o doa bokidi
Samm o c’hirri
Lavaret d’al lanneg kenavo
Da vloaz an distro.
Ar balan o deus koun : kalonoł kizidik
— Setu ni e bleuñv !
Emezo din disul,
Pegoulz e teuy ho mignon ar barzh ?
Pegoulz e teuy an div zimezellig
O mouezhig sklintin
O zreidigoł mibin
O doa dañset ‘n hor metoł
War leurenn al lanneg
Ouzh sonerezh ar skrilhed ?
Hag an hini a anvit e kevrin ho kalon
Santezig Breizh. Pegoulz e teuy ?
— O ! dizale va bleunioł koant
Disul emaon ouzh o gortoz.
Gortoz aner. Den n’eo deuet !
Unan zo klañv. Unan zo skuizh
Re arall n’o deus graet van
Ha ret anzav ouzh ar bleuñv — aet skuizh o c’hortoz —
Kemmet o deus o liv.
Stouet o fenn
Ur gridienn o redek hed-ha-hed al lanneg
(Marteze n’oa nemet an aezhenn ?)
Koulskoude holl a-gevret
Sioul ha goustad
O deus gouelet
… Daeroł aour.

11 a viz Mezheven 1965