Ma skrivan ouzh skeud va c’hleuzeur
Gwerzennoù digampost ha goullo
Gant an ibil munut-mañ diasur em dorn skuizh
Ma skrivan da noz war gein goleier lizhiri
Barzhonegoù dister : brizhvarc’hadourezh
Na gaver enno nemet bleunioù gouez…
Hag ur vruzhunenn karantez.
Rak kement-mañ a ran evit ar re a garan.
Skrivañ ‘ran, avat, barzhonegoù all
N’eo ket ouzh skeud ar c’hleuzeur
Met ouzh sked an heol
N’eo ket war gein goleier lizhiri
Hogen war vruched noazh an Hini a garan
War groc’henn noazh ar Vro a garan
N’eo ket gant un ibil o skrivañ
Hogen gant binvioù-dir
— Arabat soñjal e goaf pe gleze
Va binvioù zo binvioù a beoc’h hag a stuz
Ne skrivan ket gwerzennoù a zaouzek troad
‘N ur gontañ war va bizied
Met a zaouzek-ugent troatad… hag ouzhpenn.
Va gwerzennoù, m’o skriv gant dir lemm va falc’h
Andell hag andell e blev melen va Bro
An Heol a ra ganto barzhonegoù frondus
A zaskagn din va buoc’hed en nozioù-goañv
Va gwerzennoù m’o skriv gant soc’h va alar
War gig bev va Bro-Vreizh, erv goude erv
— Enno e kuzhan greunennoù aour —
An Nevez-hañv ‘ra ganto barzhonegoù :
Morioù emrodez o wagenniñ en aezhenn
An hañv ‘ra ganto lennoù kenedus a doc’hed
Avel Eost a laka warno sonerezh
Ha bangor an dornerez o c’han din
D’an devezhioù gwrez an eizhvet miz
D’an devezhioù poan ha poultr ha dour sall.
Va Barzhonegoù sakr ha… disprizet !
Genver 1966