Ar Vleuñvenn ruz

Dediet da F. Danno, rener kalonek ha bepred seder
Beilhadegoù Treger

I
Er-maez a c’hwezh avel diroll,
Avel diroll ar mizioù du.
En oaled tomm flamm a goroll,
Splann o skediñ ‘us d’ar glaou ruz.
II
Pa strak ar grizilh hag ar glav
War ar prenestr er goañv du ;
Flamm en oaled uhel a sav,
Pa vleugn en ti ar vleuñvenn ruz
III
En nozvezhioù hir ar goañv
Bodet holl en-dro d’an Oaled
Kozh ha yaouank bepred a gan
Gwerzennoù ken dous ar Gelted.
IV
Eürus neb en deus un ti kozh.
En oaled un tantad glaou ruz ;
En e gichen ur gwele kloz
Da repoz ‘hed an nozioù du.
V
Ha daoust da vezañ hir an noz :
Nozioù teñval ar mizioù du.
Kalon an derv ‘vez, antronoz,
Kavet ruz-bev c’hoazh el ludu.
VI
Tra ‘vo koad e bro ar Gelted
Ha gwez derv gwenn ha gwez derv du
Ra vleunio bepred en Oaled
Splann ha skedus ar Vleuñvenn ruz.
Pe
Tra ‘vo kleuzioù ‘n hor Bro-ni
O tougen derv gwenn ha derv du
Ra vleunio en Oaled pep ti
Splann ha skedus ar Vleuñvenn ruz !…

27 a viz Here 1964