Ar stourmad elfennel

An tan ‘michañs ‘n deus dilezet e wenn ruz
An dour e sae liv d’an amzer
O ‘n em vriata dindan an douar kalet
Ez int en em speriet o ‘n em gannañ
‘Vit ma tarzho eus ar goulaou disked
Un avoultrenn en oabl an nevez-hañv
Korf koabrennet mellek ‘vel ur menez
Torr ma toull an evn ma tigor an aezhenn
An hañv a zianal en e skevent divent
An heol meur a vildorr e mil noz
Follez a loarioù glas, a sterennoù teñval
En hec’h istradoù, e zremm a zaouhanter
Glas an oabl e hun al lenn
Ma c’hoari ur stivell hag he hiboud
E groc’hier-se a vuhez a astarzhoù didrouz
Gant un hunvre dourel a zasorc’h ar barroù.
Eñ kurunet a beoc’h hag a c’hlazur
Eñ, levenezenn a laboused eñ gwenn a vleuñv
Eñ maget a zroukrañs ha kreñv a horos
Ma pad ennañ ar stourmad elfennel
Ar c’hef garv e pikern e dourell
A steu e skoulmoù, e firc’hier, e weadoù
Hag o ‘n em vountañ a dorr da dorr
A zalc’h trec’hus, en ijin, savadur
‘Vit kousket e razarc’h e liv
An tan m’eo graet ‘vel ‘n o hini
An den o tiwadañ, hag an heol o vervel.

E galleg