Ar C’hreñj kozh

Gant doujañs ur pirc’hirin
E porched ur santual
On chomet d’arvestiñ
Ouzh an daolenn ; mantret.
… Tro-dro war gement ibil
Akipajoù a-‘stribilh
Harnez poultrennet, kevnidet
— Dremmoù trist ar re zilezet —
… ‘N ur c’horn : ar bilerez-lann
Ha binvioù all dic’hizet
Mirdi pe Relegouer ?
Digor d’ar pevar avel
Ezhomm ebet a zor
Den na zeufe da skrapañ
Da betra ? — N’eo ket gant lêr
‘Vez sterniet marc’hoù dir
Ha n’eo ket gant lann-pil
E vezont-i maget…

29 a viz Mae 1967

E galleg