Sklêrijenn, va sklêrijenn, sklêrijenn a leugn ar Bed
sklêrijenn allazig a lagadoù, douster ar galon
sklêrijenn.
A ! ar sklêrijenn a goroll e-kreiz va Buhez !
Muiañ-karet, va c’harantez a dasson dindan frap ar sklêrijenn. An neñv a zigor. An avel
a lamm, ur c’hoarzh a red dre ar Bed.
War meurvor ar sklêrijenn, va muiañ-karet ar valafenn a zispleg he divaskell. Kribenn
ar gwagennoù sklêrijenn a lintr a lili hag a jesami.
Ar sklêrijenn, va muiañ-karet, a vruzhun an aour war ar gwabrennoù, hi a stlabez
a-fonn ar mein prizius.
Ul levenez veur en em led a zelienn da zelienn, o va c’harantez ! un hevoud divuzul.
Meurstêr an neñv he deus beuzet he ribloù. Al levenez a zo holl dic’hlannet !