I
Me zo ganet en un ti plouz
‘Kreiz ar maezioù glas ha didrouz
E koantañ traonienn zo ‘n Treger
Ma red enni sioul al Leger
Kan an avel er gwez uhel
‘Deus va luskellet em c’havell
II
Me zo ganet diouzh ar mintin
Pa darzh an Heol war Runivin
Pa gan ar mesaer er prad
Pa gan ar pinterig er c’hoad
Pa sav en aer an alc’hweder
Da ganañ e gantik seder.
III
Me zo ganet d’an nevez-hañv
Pa ‘mañ ‘r goukoug krog da ganañ
Pa ‘mañ distro ar gwennili
Neizhoù dre-holl ha kaniri
Kentañ muzik am eus klevet :
Kan ha richan al laboused !
IV
Me zo ganet da goulz ar bleuñv
Pa vez ul liorzh war bep kleuz
Trompilhoù aour er prajeier
Ha bleuñv spern-gwenn ‘leizh ar girzhier
Kentañ mousc’hoarzh am boa-me graet
A oa d’un tro-heol arc’hantet.
V
Pa rankin kuitaat ar Bed-mañ
Marteze ‘vo d’un nevez-hañv
Marteze ‘vo en va zi-plouz
E maezioù Breizh sioul ha didrouz
Pa guzho ‘n Heol a-dreñv ar roz
Ha pa gano an eostig noz.
VI
Klaskit er prad trompilhoù aour
D’ober ur boked d’ar barzh paour
Klaskit er c’harzh bleunioù spern-gwenn
D’ober d’ar barzh ur gurunenn
Hag en ivinenn ‘us d’am bez
An eostig ‘gano d’abardaez.
Meurzh 1964