Aotrou, va lezit c’hoazh…

Tad ar grouadelezh
Dasprener ar grouadurien
Sklêrijenn ar Bed holl
Treinded santel hollc’halloudek
Gwerc’hez Vari Mamm Jezuz
Holl sent va Breizh-Izel
Ha va ael gardian
M’ho ped gant fiziañs
Ha gant doujañs
Pardonit din an holl vankoù
Am eus graet e-keñver
Ho Lezenn fur ha santel
A-hed ar bloaz-mañ
A zo o vont da astenn
Chadenn va buhez
Dindan un nebeud eurioù
M’ho ped da reiñ din
Ar grasoù ret evit
Ho servijiñ gant karantez
Er bloaz nevez zo o vont
Da ‘n em stagañ ouzh
Va chadenn gozh dizale
Mard eo ho polontez
Ned on mui nemet ur
C’hozh tra, ur c’hwezhadennig
Buhez a c’hellit lazhañ
Gant an disterañ avelig-enep
Ho polontez ra vezo graet
C’hwi ‘oar mat Aotrou
Pere eo ar Palioù a glaskan
Tizhout peogwir eo c’hwi
hoc’h eus o diskouezet din
Ar Feiz. Ar Vro. Douar ar Vro.
An tri a zo en arvar
Ha n’eus nemedoc’h a roio
deomp an trec’h.
Ni stourmerien Breizh
Ha gwelout a rit Aotrou
Pelec’h emañ hor stourmerien
e toulloù-bac’h Bro-C’hall
Ar vro-se a gred c’hoazh
Tremen evit ho merc’h henañ
Hag a ra ken vil d’an holl
Vroioù sujet ganti
Aotrou va lezit c’hoazh
pell war an dachenn
Ken laouen ‘vefe va ene
O tegas deoc’h Yaouankiz
Kristen, leun a feiz
Breizhiz kreñv o c’harantez
evit o yezh ha douar sakr
O Bro. Labourerien-douar doujus
d’an danvezioù sakr-se
fiziet enno da vagañ an Denelezh
Amen

[2 a viz Ebrel 1981 ?]