1965
Heuget en deus an holl gant glav
Bremañ war an diwezhadoù
A ra an hañv e baotr brav
Michañs evit un nebeud deizioù
Marteze mañ o klask terriñ o fulor
Dar re en deus laket e gwall-imor
Sale temps ! a dufe un tourist gall
Été pourri ! a fuche unan all
Keuz am eus, eme hemañ
O vezañ deuet dar vro-mañ
Da gaout seurt amzer chagn
Da vloaz, sur, me yelo da Vro-Spagn
Hommes-Grenouilles ! a huche ar gañfarded
Glav hardizh dar gleskered !
Ar peizant, eñ, gwasket gant an anken
A soñje n ur skrabañ kostez e benn
O, Doue va Ene ! Kollet-holl eo an ed
Mont a ray Fañch Kouer da glask e voued,
Ma ! Du-hont, e beg ar ru
Staliet unan a bep tu
Ur marchadour disglavieroù
Hag ur marchadour mantilli-glav
N o sav war o zreuzoù
Ur mouschoarzh e korn o genoù
A soñje : Pebezh amzer vrav
Vit hon aferoù ! ! !
22 a viz Gwengolo 1965