An div dervenn gozh

Gweet hag adweet o skourroù
Hañval ouzh kozhidi seizet o izili
gant ar remm. Kramennet ha roufennet
don o dremm. Tarvoal eo o fennoù
Kozh int. Kozh-Noe.
Nouspet gwech o deus bet kant vloaz.
Nouspet gwiskad gwignenn a wisk
o c’halon derv.
Istor ur bloaz gwriziet war bep gwiskad
Istor rummadoù ha rummadoù
A vugale, a yaouankiz, a gozhidi
Rak buhez ha birvilh a zo bet en o brizhheol
… O-unan emaint-i bremañ — Vandaled
O deus roet lamm d’o c’hoarezed —
Ha goullondoret eo ar c’hontre…
Gwech un tremener — pa’z eus anezhañ
Ur arzour pe ur Barzh — a ra un arsav
O c’hevarc’h gant doujañs,
Souezhet gant meurded o Gened
Ha hiraezh o digenvez.

9 a viz Gouere 1967