Keuz am bo deoc’h, tantadoù kaer va bugaleaj : kefioù derv, bezv, kistin kozh a uze
ho koad e gwrez frondus, e sklêrijenn.
Bez’ zo ifernioù ma vez enaouet tantadoù meur, gant ar re daonet e-giz skilhoù, gant
o c’halonoù e-giz glaou, o izili e-giz keuneud, o c’hofoù hag o ludu…
Sent ar baradoz a ra en-dro dezho ur c’helc’h. Tommañ ‘reont o daouarn pe o zreid
ouzh an tantad, ha lod a ra ul lamm-juntr dreist ar flamm.
Keuz am bo deoc’h, oaledoù va yaouankiz, tantadoù kaer a goad : heolioù, tommder ar
gwele, keuz am bo d’ar sklêrijenn.
Bez’ zo Paradozioù ma vez graet tantadoù meur gant ar sent peurc’hlan, ar gwerc’hizi,
ar verzherien, ar bec’herien pardonet, ar re devot, kalonoù entanet, druzoni ludu.
Tro-dro re daonet an ifern a ra ur c’helc’h, treiñ a reont ouzh ar flamm o daouarn hag o
zreid, ha krediñ ‘raed ‘vefent o klask en em dommañ.
A-dra-sur keuz am bo deoc’h, tantadoù an douar kozh ha na zevit nemet koad sec’h,
ne vern pelec’h ez in. Keuz am bo deoc’h, tommder an tan, sklêrijenn douarel.
Diwar Marcela Delpastre.