Peizant

A. Peizant va Breur
P’emaout oc’h arat da bark
E c’hellez bout lorc’h ennout
Gant da anv : Peizant !

Dougen a rez anv an Douar,
A anavez evel ur Pried :
Un devezh bagol. Un devezh all garv.
Eus da Garantez bepred e gwarizi.

Pa stag douar ouzh da votoù
Da Vuhez zo ur genunvaniezh
Eus Park-an-Nec’h da Draoñ-ar-Wazh,
E gousperoù ar Pevar-Amzer.

Meulgan a Garantez da labour
Ha da selloù war ar maezioù
Zo kanennoù d’ar C’hrouer
O kanañ an Douar da geneilez.

Ar reg a dresez
E mintin an Douar
Eo da akt a Drugarez
Peizant va Breur…

23 a viz Genver 1973,
diwar A. Lalycan.