— M’ho ped arc’houereoù bihan
Ha c’hwi ar re vras, m’ho ped
Teurvezet eus lein ar menez
Diskenn, da ‘n em laouenaat.
Enaouiñ ‘ran ur gantol
Hag he lakan war an aoter
Hag e pedan an arc’houereoù da zont
Da ‘n em laouenaat.
Ra deuy bepred Arc’houere ar Garantez
An denerded, ar Garantez
Ra deurvezo dont prim
Ra ne c’houlennint ket sellout ouzh ar wezeg
Na chom d’arvestiñ ouzh skeud
Ur wezenn.
O fediñ a ran da zont
Ha kemer furmoù denel
An arek a zo rouez ha rouez ar Betel
Pediñ ‘ran an Arc’houereoù da ‘n em ziskouez
Tal-ouzh-tal ganeomp.
Ho stagañ a reer gant ur gordenn ? He zroc’hit
Gant ur gordenn kole-gouez ? He distagit.
Ar c’hleñved a baouezo
Adalek an deiz-se.
3 a viz Genver 1969