Gwinienn an Aotrou

Niverus ar re zo aet da winienn Doue
Hep termal na bout ret o fediñ
Pouezatet o deus ar blokad. Azezet int.
Debret o deus ar vouedenn hag ar splus.

Lakaet o deus o dorn war ar skourroù
Torret ar briñsoù ha sunet ar rezin
Savet int hag int mezv, evit ruilhal er skoasell
Troc’het o deus an troad-gwini a stouve an hent

Astennet o deus c’hoazh o daouarn
Naon o doa bepred, ha peg oa o muzelloù gant ar sec’hed war ur vabouzenn c’hwerv.
Hag ar sec’hed a dache dezho ivez o c’horzailhenn gant drein lemm.

Ya, niverus oa ar re zo deut da winienn an Aotrou.
Met piv en deus plantet an troad ?
Piv en deus gedet ar broñs ?
Ha pehini en deus beilhet war ar c’harenn vresk ?
Bevet ar wrizienn ha harpet ar vleuñvenn ?

Pe te ‘gousk. Pe te ‘veilh ar gwiniennour a ra war-dro d’ar momed a zo ezhomm.
Eñ eo a imboud, hag a ven d’ar sezon wellañ.
Neuze an Neñv a abeur hag an Heol a darev.

Dont a ray d’e winienn un abardaez kaer a Wengolo.
Klask a ray ar vendemerien a zo kousket en doufez evel saout mezv.
Klask a ray ar blokad glas dindan revenn wenn ar goell.
Gwelout a ray an dismantr, ar skod-gwini drailhet.
Klevout a ray ronkell ha breugeuz ar re vezv, ha klemm o muñsunoù skalfet.

Ha kavout a ray ur c’hreunenn da gas d’e chenoù ?…

13 a viz Mae 1976,
diwar Marcelle Delpastre.