Frankiz

Dieub servijour ar frankiz, met nann an amrenadur
Dieub an neb a gehel ar Frankiz, ar Wirionez. Ar Wirionez zoken ma tle en gloazañ,
zoken ma tle en lazhañ. Dreist-holl ma tle en dasorc’hiñ.
Dieub an neb a gasa kement stumm gaou zo.
Dieub an neb a veiz, a gomz, a skriv, a oberi, en kenglotadur klok gantañ e-unan,
pehini mestr d’e wallc’hoantegezhioù a oar plegañ d’ur reizhadur diabarzh, asantet,
evezhiet, endalc’hus.
Dieub ar pinvidig n’eo ket sklavour d’e gapital hag ar paour a oar bezañ pinvidik eus e
baourentez (kalz a vousc’hoarzho amañ ha ne veizint ket).
Dieub an arzour brokus eus e zonezonoù, met na saotra ket anezho.
Dieub an hini a adsav goude m’eo bet diskaret ur predig gant an arnev.
Hag a adkrog gant e hent.
Dieub an neb a gar an dud o c’houzout koulskoude petra int.
Dieub an neb a oar bezañ gour hep krizder, tener hep gwander, reizh hep diforc’h,
denel hep kenwallerezh, hollsperedour hep bezañ rambreer, kalet evitañ met evel ur
breur evit e nesañ, balc’h hep fouge, meur hep rogentez, dreist hep paouez da vevañ a
live gant an dud vunut, harozel gant eeunded.
Dieub an neb a gred en preveudi ar spered war an danvez.
Dieub an neb a zo den.

[Du 1964 ?]