En ec’honder. E-mesk an ASTROÙ
Tan ma ‘c’h eus jedet o c’herzhed
Ha gouarnet o c’hoari neñvel,
Da glask a ran e dañs-tro ar stered.
Ken uhel, ken pell ma ne c’hell ket va spered gwelout da skeudenn en Diventelezh.
Garm a Anken ! Daoust hag o gwelout a rez, eus splannderioù da Ouel nozel
Ar re-se a vale war an Hentoù o klask ac’hanout ?
Hag o c’hlevout a rez ar re a venn gouzout
Hag a glask ac’hanout, Aotrou, e-barzh kened an noz ?
Diwar Marguerite Henry-Rosier.