Kinniget gant doujañs hag anaoudegezh da Roparz Hemon hanter-kant vloaz zo war ar stern evel ur marc’h-labour difaezhus. Yec’hed ha buhez hir dezhañ digant Doue evit brasañ mad hon bro Breizh.
« Mamm ! En abardaez-mañ o tistreiñ d’ar gêriadenn em eus kavet stered war va Hent.
Diwallet am eus d’o flastrañ gant va zreid. Graet am eus un tamm distro.
Gwelet am eus e goueled didermen ar rannoùigoù kannder da vlev.
Hag am eus merzet ez eus ulmennoù eus va soñj gwenn hañval ouzh santadurioù war wenodennoù an douar
I
Da garout a ran, Mamm, evel ma kar ar Park an trouz ken kalet-se eus ar c’harr bleinet gant ur c’houer.
N’hoc’h eus ket e welet morse, o vont en-dro, gant e dren bepred ingal, dre an douaroù lodennet, o vont, hag o tont, rust, oberiant, brokus ?
Gouzañv a ra ar glav, ar yenien. C’hwezh an avelioù, an Heol ponner.
Er sioulder. Gant habaskter. Evel un embleustrer o c’houzañv amzer an arnod.
Met pa stag warnañ ar vuhez pe ar marc’h, ar c’harr a advev. Seblantout a ra dont da vezañ kizidik.
Evel pa vije bet un arc’houere hegarat eus ar menez, bet strobinellet e koad pe en houarn gant ar bloavezhioù.
Neuze ar c’harr a grog da hiboudiñ e gan a vuhez. Kan al Labour hag an Douar. Se eo istor an Den.
E anavezet en deus. Dougen ‘ra etre e c’horzioù c’hwezenn ar c’hantvedoù, abaoe ma teraouas an Den labourat an andred-se gant e ivinoù. Dougen a ra d’e rodoù grigoñs an eskern bruzunet er parkoù-se gant al luc’hed hag ar reier. Dougen a ra en e goad levenez ha poan-bev ar sklavourien hag an dud hanter dieub o deus digoret betek hiziv
hon Douar.
Dre-se, hiziv p’emañ ar sklavelezh o vont da steuziañ, ar c’hirri ivez a varv. Bez’ e kred dezho o deus ar gwir da baouez a vezañ. Me ‘gred int laouen, zoken ma seblant mantret o dremmoù.
Bez’ int evel kozhidi gouzañvet ganto re…
Ha ruilhal a reont c’hoazh, ruilhal a raint betek an deiz diwezhañ o treinañ striv ur Bobl a labour hag a stourm.
Mamm ! Pa’m eus o gwelet o tremen em eus santet e save diouzh an douar un dasson don eus o grigoñs.
Ne oa ket skiltr, na lemm ha poanius evel kantik ar c’harr.
Bez’ e oa mouezh didermen ar Frankiz emeur o teraouiñ da veizout. Ar Spi-se en deus mouskanet an Douar a-hed kement a Gantvedoù.
Pa’z kwelan o vale, Mamm, gant da gig flastret ha pa glevan klemm lemm da eskern e sonjan, â Mamm ! e treinez Poan va Fobl a-bezh.
Ha mont a rez o vale trema ‘r pellder. Un deiz an dremmwel az lonko. An dremmwel o splannañ, an Heol o vervel. Met neuze e vennin klevout em Douar tarzh meurdezus un Allelouia.
Allelouia un adginivelezh didrec’hus…
20 a viz Here 1970,
diwar Ramon Soley Ceto.