Trugarez Aotrou

Trugarez Aotrou evit an holl c’hrasoù degemeret ganin eus ho perzh e-pad ar bloaz
79-mañ a zo o vont d’ar Beurbadelezh.
Distaolit din va mankoù en ho keñver hag e-keñver va nesañ ha roit din grasoù a-leizh
evit ar bloaz 80 a zo e toull an nor. Roit din un tammig yec’hed ha kalz a gouraj, roit
din un tamm sklêrijenn ma ne strebotin ket re war an hent a gas davedoc’h. Roit din
poell ha muzul ma ne foranin ket ho krasoù na madoù an Douar. Roit din muioc’h eget
‘m eus ezhomm evidon va-unan ma vo tu din da lodenniñ gant kalz a re yaouank hag a
re gozh pasianted ha douster ma ne
c’hloazin ket kalon va nesañ.
Roit m’ho ped Aotrou d’am Bro Breizh ar c’hras da c’hellout magañ he bugale korf ha
spered kalon hag ene ma ne vint ket rediet da astenn o dorn d’ur Vro fallakr.
Roit deomp tud fur ha kadarn d’hor ren e doujañs ho lezenn hag hengounioù hor
Hendadoù hag hor Sent.
Kargit kalon ar mammoù a (c’hras ?) hag a emroüsted ma tegemerint ar grouadurien
vihan-se a zo bet a-viskoazh ken tost d’ho kalon.
Roit furnez d’ar yaouankizoù da ren ur vuhez divlam, da garout al labour ha da doujañ
o zud.
Roit beleien d’hoc’h Iliz, Aotrou, int eo holen an douar.
Aotrou na lezit ket ar Broioù da ‘n em zrailhañ dre gasoni pe wallc’hoantegezh da
vadoù an douar.
Na lezit ket Aotrou ar paour ar bihan dindan dreid ar gallouduz, C’hwi hag hoc’h eus
krouet an den dieub.
Ha na lezit ket ivez an dud da vizeriñ, da voufoniñ hor breudeur al loened hag ar plant,
C’hwi hoc’h eus ivez o c’hrouet Aotrou.
Aotrou, roit d’an holl ar bara pemdeziek-se ha diwallit an douar hag ar pezh a doug
eus an droug.
Klod deoc’h da viken e lein an Neñvoù.

31 a viz Kerzu 1979