Tamalloù an Heol

— A ! Eme an Heol
Petra zo c’hoarvezet
Gant Douariz
Abaoe pevar miz
Zo astennet ‘us d’o boull
Ur vantell a gañv ?
— Plijus ‘oa d’am lagad
Arlivioù marzhus ar mizioù-mañ
Pa droe pep delienn war var mervel
Da aour ha limestra roueel.
Ha ne welan mui netra
Nemet pallenn louet
Ar c’houmoul glav
Bemdez. Bemdez. Atav.
An douar :
Petra ‘c’hoarvez d’an Heol ?
Aet eo ivez e grève illimitée
‘Vel ma lavar ar C’hallaoued,
Pe ‘mañ war e dremenvan,
Dinerzhet e skinoù
N’hellont mui toullañ ar goabrenn
Na trist ha teñval ha yen
Planedenn an douar
Pa vez mouzhet an Heol…
Disliv ha disked
Perlez ar Bed.
Ha bemdez glav
Ha seblant c’hlav !
Bemdez. Atav
Ar c’houmoul : (diechu)