Gouel Berc’hed (1-2)
Hanter ar plouz, hanter ‘n ed
Un areval poazh hag un’ malet
Hag an hanter brasañ
War ho solier, mar gallet.
Ya. Tremen hanter ar plouz e kalz a blasoù, hanter ar foenn ivez.
Eus Arevalioù ne vez mui komzet, na hini poazh na hini malet.
Aet eo en traoñ forn ha milin war ar maez.
Hag an hanter brasañ war ho solier ? Ha bez ‘zo c’hoazh solieroù hanter leun a winizh ?
Gwinizh ? Gwinizh ! N’ouzon peseurt nerzh hud a zo bet evidon er ger-se abaoe va
bugaleaj tenerañ. Gwinizh ! Ed-bara gouez d’ar re gozh. Nag a resped o doa an dud em
yaouankiz evit an ed-bara. Nag a breder ‘veze kemeret gant an trevad-se. Ha pa
degouezhe d’ar gwinizh mont da fall, pebezh koll ! Ur bloavezh a vizer, hag ouzhpenn
ar c’holl ‘oa ivez ar vezh, mezh evit an tieg a dremene evit bout ur menajer fall, ul
lazh menaj evit ar wreg a ranke mont d’an ti-forn gant toaz du ar segal-winizh pa ne
veze ket segal rik ha kaout nemet bara segal pe bara an teir c’hreunenn e-pad ar
bloaz.