Pok ar Sadorn vintin

Divorfilañ ‘rit eus ho hun pounner
Gant klemmoù en-dro deoc’h en amc’houlou
E damskleur ur c’hleuzeurig
Ur skeud a zeu tre sioul, doujus
Gant un dorn prim ha skañv
E reizh pep tra direizh.
Goude ur sell d’he faperennig
E sil deoc’h e pleg ho skouarn
Bezit war evezh, emañ an Aotrou o tont
Ul luc’hedenn, enaou eo ar c’hleuzeuroù
Daou furm gwenn a zeu er gamprig
Unan a zoug ar goulou, an eil ar c’hustod.
Ar from ho lak da ‘n em luziañ ‘n ho pedenn
N’ouzoc’h pe goulenn pe ginnig
O va Aotrou ! Teuziñ ‘ra va Ene !
C’hwi mestr ar Vuhez a zeu ‘vel ul laer
Kent an deiz, ken sioul, da reiñ
d’am Ene pok ar mintin !