Hiziv pemaņ ho kouel
Sant Padrig benniget
Eo aotreet me gred
Goulenn diganeoch skoazell
Ar mor-se anvet mor Breizh
Mhoch eus warnaņ bageet
Graet ken lies a dreizh
Gwelit e zour kousiet,
Ket o treizhaņ kristenien
Gant tonennoų eoul-maen.
Choar eo Breizh da Iwerzhon
Moch dezhi sant Patron
Hi fenoz e levenez
Daoust dhe chudennoų kriz
Met Breizh a zo en enkrez.
Padrig sikourit-ni
Dazont ar besketaerien
Zo lakaet en argoll
Dindan ar gwiskad eoul-maen
Ar pesked varvo holl
Sant Padrig ho pet truez
Eus al labourerien-vor
Grit ma techo al lastez
Trema kein an donvor.
Un dra choazh o sant doujet
Breizh a-bezh zo nechet
Gant an dibab zo dober
Vit gelvel kannaded :
Padrig patron Iwerzhon
Iwerzhon choar da Vreizh
Breizh hiziv klaņv he chalon
Hag en teņvalded he meiz
Gant Bro-Chall bet lubanet
Trelatet dezhi he spered
Oar mui war be tu mont.