— Mall az poa d’am c’hutuilh, hañ ?
Ha plantet ac’h eus da viz em drein !
Un netraig ruz a zo chintret
War va mantell alaouret
Ha lavaret ac’h eus : mat eo an dra-se !
Ha va c’hlozet ez lizher…
Az pije lezet ganin ur sanig er golo
Am bije gwelet em beaj.
Riezoł Keltia tramor
Ha saludet am bije
Askolenn ar Skosed
Hag o brugoł roz
Melchonenn Iwerzhon ha va c’hoarezed melen
Respontet o dije din gant o frond
Am bije douget du-hont
D’ar Gelted en Harlu
E penn pellañ ar Bed :
— Ennout eo kemmesket holl frondoł Keltia
Dous evel ar mel eo da galon e garvder an drein
30 a viz Genver 1971