Tadig

Daoust hag en Neñv
‘Vez lidet ivez deiz-ha-bloaz
Ganedigezh pep kristen salvet ?
Triwec’h bloavezh ha kant
Va zadig paour abaoe ‘oas deut er bed
Pevar-ugent vloaz out chomet
War an douar a drubuilh-mañ
Eizh vloaz ha tregont zo emañ
Da gorf e bered Plouared.
Met da eñvor zo ken bev ha biskoazh
E kalon da verc’h ha hi kozh d’he zro
Chomet eo da skeudenn e kement park,
War gement kleuz, war gement lec’h
Ac’h eus uzet da nerzh ha da yec’hed
O c’hounit bara en onestiz vrasañ.
Hep damant ebet d’az poan, da-unan
E klaskes atav divec’hiañ da nesañ
Eus al labourioù startañ.
‘Oa ket stank ar re eveldout
Met bremañ, siwazh, eo marv
ha marv-mat ar ouenn-se
Panem et circenses… Setu. Troet
Eo ar Gelted e Romaned,
A-drugarez d’ar Gall daonet
D’ar Gall trevadenner
D’ar Gall suner gwad,
D’ar Gall goapaer ha muntrer.
Un nebeud bloavezhioù az poa
Tremenet e servij ar Gall
O anavezout a raes. Hag un tamm
Spered dispac’her ‘oa savet dit.
Met ‘oa ket deut an eur
Kant vloaz re abred ‘oas-te bet ganet.
Wazh a se evit stourmerien an deiz.
Bet ‘vijes unan a re galonekañ.
Eus lein an Neñv, tadig,
Daoust ha ne c’hellez tra ?

25 a viz Here 1979