Sulioù binniget va bugaleaj
Sul ar Beuz binniget :
Sul ar vugaligoù. Paskig an û.
Gant pep den pep a voked
Damvannet da eur ar vennizion
Da resev e lod a zour binniget
Da resev e lod a ezañs
Frond ar beuz ha frond an ezañs !
Trouz ar c’hadorioù a-dou-douch
Pa boke an dud d’an douar.
Garm ha babilh ar babigoù
O vont da dal ar c’heur da avieliñ
Kan an dimezell Yvonna er chantele
Sonerezh sakr an armoniom
Dindan bizied mibin seur Remondine
Boaz kristen ar bokedig beuz er Vered
Pep familh war vez he re varv.
Chomet int enlouc’het em spered.
Ha troiad pep tieg en e holl barkoù
Goude merenn. Ur bodig e pep tachenn !
« Nag a bark, en hon amzer, a chom intañv
Eus e vod beuz binniget »
30 a viz Meurzh 1980