Anjela Duval eo ar plac’h-se a laboure douar he feurm vihan – Traoñ-an-Dour – diouzh an deiz hag a gemere he c’haieroù diouzh an noz evit skrivañ barzhonegoù deuet da vezañ e-mesk ar re muian-karet e brezhoneg. He yezh pemdez ‘oa ar brezhoneg ha desket he doa ar yezh lennegel, he doa pinvidikaet gant he gerioù, he c’hizidigezh. Diskouez a ra he barzhonegoù he c’harantez spiswel evit an natur, he c’hounnar a-enep da ziskar ar brezhoneg, hec’h ankenioù, he fent…