E Barr-Heol, niv. 40, p. 20, em eus lennet ur frazenn skrivet gant Youenn Olier, hag he deus va lakaet gwall estonet. Skrivañ a ra en e notennoù : « O vale dre Vreizh en hañv-mañ n’em eus klevet e nep lec’h bugale o komz ar yezh. » Pelloc’h e lavar :
« Petra a c’hoarvezo a-benn 15, 20 pe 30 vloaz… peogwir n’hor bo “ brezhonegva ” ebet d’en em harpañ warnañ… » Kalz a vri a zougan da Youenn Olivier, a sellan evel unan eus hor c’halonekañ brogarourien hag unan eus hor gwellañ skrivagnerien. Desped a ra din n’eo ket dichañset dezhañ tremen dre va c’hornig-bro en e droiad Vreizh. Klevet en divije holl vugale ar maezioù ha lod eus re ar bourkioù bihan o komz brezhoneg. Ar vugale-se (gant goulakaat ne vo ket goullonderet holl maezioù Breizh d’ar mare), a-benn 15, 20 ha 30 vloaz amañ, a vo tud e-kreiz o oad gwellañ, ha me ‘gred e vo c’hoazh, da c’hras Doue, ur brezhonegva bennak.
O, kompren a ran en deus Youenn Olier, evel ma lavared, « fent, mezh ha truez » o klevout trefoedach ar Bobl. N’eo ket ar Bobl glanyezhour e bro ebet, a gredfen. Ma’z eus e pep bro ur yezh c’hlan, ur yezh lennegel, ofisiel, n’on ket techet da soñjal e vez komzet bemdez gant tud ar Bobl en hevelep stumm m’eo skrivet. Ha kaer a vezo sevel ur yezh vreizhat glan ha peurc’hlan ha pinvidik-mor, ne gredan ket e servijfe nemeur evit divizoù pemdeziek an dud vunut — pe soñjal a ran e trofe adarre da rannyezhoù buan a-walc’h. N’emaon ket o lavarout n’eo ket gouest ar Bobl da zeskiñ ar yezh lennek : bez’ em eus skouerioù niverus en-dro din, hag ennon va-unan da gentañ-holl. Bremañ, piv a zo kiriek mar deo ken paour ha ken trefoet ar yezh pemdeziek ? Disprizet gant an noblañs, ar vourc’hizieñ, an dud « desket » sañset. Harluet eus ar skolioù, dilezet tamm-ha-tamm en ilizoù, ne servije mui nemet d’ar peizant er gêr en-dro d’e labour ha d’e loened, « ce n’est plus qu’une langue animale », a lavare din un itron n’he doa biskoazh prizet komz ur ger brez- honeg. He disvanket em boa avat, en un doare un tammig taer, ‘m eus aon ! N’he gwelan mui…
Ur burzhud eo end-eeun he devez treuzvevet yezh ar Bobl a-hed ar c’hantvedoù, kantvedoù a zilez, a enebiezh hag a c’hoapaerezh evel m’he deus bet da c’houzañv. Ret eo lavarout eo divarvel ar brezhoneg ! Al labour pennek ha poellek emañ krog gantañ un nebeud bloavezhioù ‘zo strolladoù ar Beilhadegoù ha Festoù-Noz a zis- kouez bezañ efedus-tre. An abadennoù brezhonek skignet gant ar radio koulz all. Ret e vefe da Youenn Olier bezañ en un tiegezh peizanted da eur an abadenn vrezhonek : Sul 13 e 20, evit meizout pegement e karont c’hoazh ar brezhoneg. Memes tra evit ar Beihadegoù hag a dizh milieroù a dud, kozh ha yaouank, bep goañv. Ha bep bloaz ez a war uhelaat live sevenadurel danvez an abadennoù : pezhioù-c’hoari, kanaouennoù, unangomzioù, h.a.
N’eo ket evit dastum brud koulskoude, na dastum arc’hant nebeutoc’h c’hoazh ez a strollad Beilhadegoù Treger (da skouer) en hent bep Sadorn da noz, koulz lavaret, e-pad ar mizioù goañv. Evit seveniñ o uhelvennad, ret eo hen lavarout… ha feiz o deus en efedusted o skriv. Lod anezhe, ar renerien da vihanañ, o dije sur a-walc’h muioc’h a zudi gant gwir lennegezh eget m’o deus o verat danvezioù a seurt ma rankont ober gante evit dedennañ ar Bobl. N’o deus nemet muioc’h a se a zellid. Ret ha ret-mat eo evel-just kaout ur yezh lennek, ha ret eo ivez e oufe tud ar Bobl emeur o prientiñ dezhe ha d’o bugale ul lennegezh dispar, par ha trec’hpar * da ne vern pe lennegezh estren. Neuze e savo lorc’h ha gred enne da zeskiñ brezhoneg d’o bugale. Me, paourkaezh merc’h ar Bobl, diouiziek ha tougn a spered, n’ouzon ket displegañ gwall sklaer va menozioù. Met, gouzout a ran, ur Youenn Olier n’eo ket ret lakaat dezhañ ar poent war an i. Kompren a ra diwar hanter c’her ez eus c’hoazh brogarourien e-touez an dud vunut.
[1964 ?]
* Ar ger trec’hpar (= dreistpar). Nebeut implijet eo. Klevet e vez koulskoude c’hoazh. Me a gred e tle bezañ skrivet en ur ger, rak n’emañ ket ar pouez-mouezh war par.