E-touez dielloù bet kaset deomp gant Ivona Martin goude ma oa aet Anjela Duval da Anaon e oa ur c’haierig skol Jean Bart, e follennoù melenet gant an amzer hag ennañ ar gontadenn bobl-mañ. Ar gontadenn a Vro-Dreger-se a oa bet klevet ganti gwechall gant ur paotr kozh anvet Yves Menou. Adskrivet eo bet gant Anjela Duval d’an 12 a viz C’hwevrer 1962. Termet hon eus un disterig a-raok embann ar gontadennig-mañ avat. Pet koumananterez feal a zigoumananto goude ma vo bet lennet ganto? Meur a c’houlenn a sav: perak eo bet adskrivet gant Anjela Duval ar gontadenn-man o tisme- gansiñ ar merc’hed ? Ha sot-nay e oa ar merc’hed d’ar mare-se ? Soñjet hon eus e oa un dra vat hec’h embann rak e brezhoneg yac’h eo skrivet hag anat e vo d’an holl eo kement-mañ ur vojenn ha netra ken… (Al Liamm)
Yannig a oa mevel e ti Janedig, un tammig plac’h dizrouk e oa, mat da labourat met ne oa ket bet ganet al Lun beure, siwazh dezhi. Yannig, daoust ma ne lamme ket re vuan war al labour, a oa ur mevel mat ; onest ha fur, den a feson echu ha dastu- met en doa un toullad gwenneien e-benn ma voe erru en oad da glask botez diouzh e droad. Mamm Janedig ne glaske ket kaout gwelloc’h mab-kaer eget Yannig hag hen reiñ a rae dezhañ da santout. Plijet a-walc’h e vije da Yannig ober lamm a vevel da vestr ‘n ur eurediñ da Janedig, panevet e kave homañ un tamm berr a spered ha Janedig ne gare ket gwelloc’h ivez eget kaout Yannig da bried hag ober a rae he seizh gwellañ evit plijout dezhañ. Ur sulvezh e oa aet ar vamm hag ar mevel d’an oferenn-bred. Janedig e oa lavaret dezhi ober soubenn da lein. Graet ganti he labour-veure ha hi da gerc’hat dour fresk d’ar feunteun d’ober soubenn. He fenn a oa gant Yannig ha krog da hunvreal en amzer da zont. Setu ma teuas ar soñj-mañ dezhi : « M’am bez Yannig, (‘vel am bo) ; ma timezan (‘vel ma rin) ; m’am bez bugale (‘vel m’am bo), petore anvioù a lakain dezho ? An holl anvioù a zo kemeret. N’ouzon ket pegeit amzer e oa chomet eno da dreiñ ar mennozh-se en he c’hokenn, met erru e oa an dud er gêr eus an oferenn hag e oa eno bepred gant he c’helornioù goullo, p’erruas ar vamm d’he c’hlask nec’het-bras :
« Oc’h ober petra’r c’hurun eman homañ amañ ? » Ha Janedig da gontañ d’he mamm :
« M’am bez Yannig (‘vel am bo), ma timezan (‘vel a rin), m’am bez bugale (‘vel am bo), petore anvioù a lakain dezho, an holl anvioù a zo kemeret.
— Ma feiz. Ya ‘vat, eme ar vamm, sell aze n’am boa ket soñjet se ! »
Erfin ec’h echuas Yannig ivez da glask an div all.
« Oc’h ober petra’r foeltr, emezañ, emañ an div gomer-mañ ? Na tamm prest ebet ma lein ! »
Ha setu ma oa kontet ar gaoz adarre da Yannig.
« Echu, emezañ, kenavo ! Ez an da vale bro, ‘vit gant ar seurt-mañ na n’eus moaien d’ober pater ebet. » Ha Yannig en hent.
Un dro bennak ec’h erruas e-kichen un ti-soul war ribl an hent hag e welas ur plac’h yaouank o sachañ herrañ ma c’helle war un doare tortis staget ouzh un organell pe ur ruilhenn chouket er voger. Sachañ ‘rae ken na derme.
« Oc’holla ! eme Yannig. Oc’h ober petra oc’h aze evel-se, plac’hig koant ?
— Gwelout a-walc’h a rit, moarvat, emezi. Ar vuoc’h a zo tremenet a-rez toull an nor ha lezet ur pezh pailhasenn war he lerc’h. N’hellan ket lezel an ti amañ e-kichen ar beuzel-se, ret eo din hen sachañ pelloc’h. Sikourit ac’hanon eta pa’z oc’h ur paotr kreñv.
« Sot-mat oc’h memestra, eme Yannig. Biken ne cheñchoc’h plas d’ho ti e giz-se ! » Sachañ a rejont o-daou bepred. « Dont a ra ganimp, emezi. » Ya, an tortis hag e oa e gloan eo a astenne un nebeud.
« Ma, eme Yannig, ‘vije ket bet gwelloc’h deoc’h kemer ur balikell da zastum ar beuzel alese ?
— Marteze ‘vat, emezi, sell aze n’am boa ket soñjet se.
— Eomp pelloc’h, eme Yannig, rak homañ ‘zo sotoc’h c’hoazh eget Janedig. » A-benn ur pennad goude e tremenas Yannig e-kichen un tamm ti ruz. Digor e oa an nor, ez-eeun d’an nor e welas ur goantenn o lammat d’an traoñ eus hanter ar viñs. Chom a reas a-sav dirak toull an nor da deurel pled ur pennad. Derc’hel a rae ar plac’h d’ober ar memes arvezioù, mont da hanter ar viñs d’an daoulamm ha lammat d’an traoñ.
« Oc’h ober petra oc’h aze ? a c’houlennas Yannig a-benn ar fin.
— Feiz avat, eme ar plac’h yaouank, oc’h eseañ ober ul lamm em loeroù sur ! Prez’ zo warnon da vont d’an oferenn ha m’am bije gellet lammat e-barzh va loeroù em bije graet prim. Met ne chomont ket sonn ganin hag e skoan kostez bep taol.
— Biskoazh kemend-all, eme Yannig, kalz primoc’h a gredan ho pije graet ‘n ur azezañ war bazenn gentañ ar viñs aze d’o gwiskiñ a bep eil !
— Marteze ‘vat, emezi, sell aze n’am boa ket soñjet se c’hoazh.
— Eomp adarre, eme Yannig, evit n’eo ket homañ ‘vo va gwreg bepred. »
War-lerc’h-se e tremenas a-drek un ti bihan glas (ya, glas gant ar geot war lein an doenn) pa glevas un dra bennak o vlêjal trist-trist, ken e oa un druez. Pa sellas en- dro dezhañ e welas ur plac’hig yaouank (ne wele nemet merc’hed war e hent) stouet a-us d’un dañvad, penn he glin war e c’houzoug, ur pezh kontell ganti en he dorn.
« Oc’h ober petra ‘n daonet oc’h d’al loen paour-se, eme Yannig.
— Taoe sur, emezi, esaet am eus sevel anezhañ war an doenn aze da beuriñ ar geot druz a zo war al lein, met re bonner eo hag em eus soñjet troc’hañ e benn dezhañ, ‘vel-se hen savin aesoc’h ha peuriñ ray bepred.
— A gav deoc’h e peuro gant e benn troc’het, eme Yannig. Inosantez a zo ac’ha- noc’h ? ‘Vefe ket bet aesoc’h deoc’h mont oc’h-unan er skeul ha troc’hañ ar geot gant ho kontell da reiñ d’ar maout da zebriñ ?
— Marteze ‘vat emezi . Sell aze n’em boa ket soñjet se c’hoazh !
— Arsa ! eme Yannig, war a welan er vro-mañ n’eus ‘met merc’hed sot, ‘dalvez ket ar boan din foetañ hent, retornomp da gaout Janedig. » Pa zeuas Yannig en-dro ‘oa stad vras er verc’h hag er vamm avat, dres ‘oa an hini gozh o tanzen mont d’an ofe- renn, setu ma lavaras da Janedig :
« Gra ur banne soubenn vat da lein bepred pa’z eo retornet Yannig dimp.
— Feiz, klevet hon eus alies Yannig o lavaret eo soubenn ar brignenn ar gwellañ meuz a gav. »
Hag an hini gozh a-raok…
Janedig ‘oa manet nec’het. N’he doa ket komprenet mat : soubenn ar brini, ar brennik, ar brilli ? Petra ‘ta felle da mamm lavarout ? O ma Doue ! Brinik, ar c’hi du ! O ! sur a-walc’h eo ar c’hi zo da lakaat d’ober soubenn ! Feiz, plijout ‘ra va zamm ki din, met Yannig a blij din c’hoazh muioc’h. Paourkaezh Brinik, ret eo dit mont er soubenn p’eo d’ober plijadur da Yannig. Ha Janedig da dostaat d’ar c’hi du. Yannig ‘oa o vlañsonenniñ foenn d’ober soukennoù pa glevas ar c’hi o tirandouiñ hag o valañ groz. Dont ‘reas prim da welet. Pa lavaras Janedig ‘oa ‘vont da vountañ Brinik er soubenn.
« O pennsodez ! eme Yannig. Paouez eus al loen paour-se evelkent.
— Ha gant petra ‘rin soubenn ‘ta neuze, emezi ?
— Gant ar seurt a gari, gant lart mar karez ! Ne ran forzh. Sell ! »
Pa voe lâret dezhi ober gant lart ha Janedig da dapout boest al lard-karr avat ha da vountañ ur foñsad er soubenn. Darbet ‘voe da Yannig bout ampoezonet naet gant soubenn Janedig. ‘Vel-just, prest ‘oa da zislonkañ e vouzelloù a-benn m’en devoe lipet div pe deir loaiad. Klañv-bras Yannig, ranket kas ar medisin war e dro ha nec’het bras Janedig avat.
« Petra, eme houmañ da Yannig pa voe aet an aotrou a-raok, petra a rankan ober ‘vit da bareañ Yannig kaezh ?
— Feiz, eme Yannig ‘n ur glemm spontus. Tri dra hag an tri dra-se hepken eo ret kaout prim pe ‘z eo echu ganin : mergl sil, krost ribot, gwiad kevnid eus tiretenn ar bara !
— O ma Doue, Yannig kaezh, eme Janedig, neuze ‘ta ranki mervel ! rak amañ n’eus hini eus an tri dra-se avat. Nann sur n’eus ket a vergl eus ar sil nag a grost eus ar ribot ivez nag a wiad kevnid e tiretenn ar bara kennebeut.
— Ma, eme Yannig, n’ oulan ket mervel, memes tra ha dre da ratozh c’hoazh. Ret eo kas keloù neuze buan d’an teir flac’h yaouank am eus graet anaoudegezh ganto oc’h ober va zro. »
Degemennet voe d’an teir goantenn ha dont ‘rejont prim da gaout Yannig. Ha Yannig da c’houlenn diganto an tri dra burzhudus adarre. « Ha ma ne vank ‘met se dit ‘vat Yannig kaezh… emezo, ne vezi ket pell klañv ken. Rak du-mañ avat ne vank na mergl, na krost, na gwiad kevnid. Hag o-zeir edont barrek da zegas da Yannig ar pezh a c’houlenne. « Mat eo, eme Yannig, it buan d’am c’herc’hat neuze avat. »
Janedig ‘oa an dour n’he daoulagad o lavaret da Yannig : « Ma ! Yannig kaezh, ‘vit eus va ferzh-me az pije renket mervel a welan rak me ‘ve dalc’hmat o torchañ, o skubañ, o puriñ, o frotañ. Amañ avat n’eus ket a vergl eus ar sil, na krost eus ar ribot, na gwiad kevnid en tiretennoù.
— Tav, tav, Janedig kaezh, eme Yannig, yac’h ‘oa da c’hras Doue ha pa gari ‘vezi va gwreg. Gouve’et am eus ar pezh ‘oan o klask gouzout. Gwelet a raen na gaven nemet merc’hed sot met da vihanañ am boa c’hoant da gaout unan teurgn. Hogen an teir all-se ne dint ‘met teir loudourenn, anat eo din bremañ. »
Ha dimeziñ ‘reas Yannig da Janedig.