War « hent » Anjela – Ivona Martin

Peut-être qu’un jour cela surviendra pour vous que tout ce qui fut fatigue,
décevance ou blessure sera créateur.

L’Exode, Jean Sulivan

 

Lakaet on gwall nec’het evit komz eus Anjela. Darempredoù ingal ha stank hon eus bet e-pad ugent vloaz, eskemmet hon eus kantadoù a lizhiri, hag en holl, tremenet em eus mizvezhioù e Traoñ-an-Dour. Penaos avat, nemet chom « war-c’horre » a rafen, lavarout piv e oa, pa chom-hi c’hoazh ur c’hevrin evidon e meur a geñver, ha marteze eo re abred klask hen ober ?

Planedenn pep den a zo raktreset, d’am soñj, daoust da se avat libr e chom. Kroazhentoù a gavo Anjela, hi ivez, war he hent, ha ret ’vo dezhi dibab. Na kriz dibaboù zo : bresañ ur galon o wadañ — div — ha kenderc’hel hep ur sell war he c’hiz, divizet ar choaz, kousto-pe-gousto, da vat ha da viken. Pa grogas pennhêrez Traoñ-an-Dour da vont gant he mignonezed d’ar pardonioù, gouelioù yaouankiz, ivez d’ar frikoioù, diouzhtu e voe fred en-dro dezhi. An daoulagad du-se, regezennoù-heñvel a danflammas meur a galon. A-vec’h m’he doa triwec’h vloaz, ma teue lizhiri stank o c’houlenn, doujus-tre, « aotre da zaremprediñ ». Lizhiri fentus, teneraus ivez, skrivet gant poan er yezh na gomzent morse, skrivet gant bizied boazetoc’h da zerc’hel krog en ostilhoù eget en ur bluenn. Ur wech e skrivent, div, pas muioc’h ma ne veze ket mat ar respont. Hini ne blije, dreist-holl d’ar vamm

Nemet unan. Unan a voe aotreet da skrivañ ha da zont. Anjela he doa neuze naontek vloaz. Ar paotr, is-ofiser yaouank er morlu a veze alies en diavaezvro. Al lizhiri a zeue eus Aljer, Oran, Toulon, Brest, lizhiri tanflammet, gwrezus, o rebech a-wechoù d’ar respontoù bezañ « re glouar » ! Daou vloaz e padas an eskemm-lizhiri. Anv a veze gantañ alies eus o dazont. Nann, ne oa ket ennañ danvez ur c’houer. Chom er morlu ? Gouzout a rae e c’helle pignat uhel (hag e raio) met bevañ pell eus ar gêr n’eo ket ur vuhez. Arc’hant en doa, ha ma kemerfent ur c’henwerzh ?

Setu ur c’hroazhent, Anjela. Eur an dibab.

« Nann » ’vo ar respont. Da vat. Da vat, met ne vo ket hep glac’har, ha pa savo barzhonegoù, seizh vloaz ha tregont goude ec’h anzavo :

E korn va c’halon zo ur gleizenn
’Baoe va yaouankiz he dougan
Rak siwazh, an hini a garen
Ne gare ket ’pezh a garan.
Eñ na gare nemet ar c’hêrioù
Ar morioù don, ar broioù pell
Ha ne garen ’met ar maezioù
Maezioù ken kaer va Breizh-Izel.

Koulskoude, ne voen ket kendrec’het, ne gredis morse avat ober ur goulenn. Perak, e gwirionez an « nann »-se, a soñjen ? Truez ouzh he zud aet war an oad, ar vamm bepred dinerzh, ha klañvidik an tad, torret e gorf dioutañ dre forzh labourat, bec’h bevañ-bevaik. D’ar mare-se, surentez ebet, retred ebet evit al labourer-douar. Marteze ivez, memestra, al liamm don-se etrezi hag an douar ? « An douar a zo ’vel un eil korf din », a lavare alies.

Chom a raen diskredik. Ha setu, p’edon e Traoñ-an-Dour goude he marv, o renkañ hag o klenkañ he holl baperoù, hervez e oa bet erbedet ouzhin ganti, hep straniñ, aes kompren, er c’hrignol yen-sklas, setu ma kouezh va daoulagad war ur brouilhed, war tu-gin ur golo-lizher. Ar respont marteze ?

Pell ouzhin ar garantez divuzul, rak evel ma frailh ar fustoù gant ar gwin o virviñ, redek a ra ar garantez-se raktal d’an argoll.
Degas din ar Garantez fresk ha glan evel ar glav a vennig an douar sec’hedik hag a leugn podizi pri an tiegezh.
Degas din ar Garantez-se a glask ’n em goll betek strad ar Boud hag ac’hane tarzhañ ’n ur sev diwelus a-hed skourroù gwezenn ar Vuhez.
Degas din ar Garantez a dalc’h ar galon en ul leunder a beoc’h.

Diwezhatoc’h e lavare : « Serrit un nor, dek a zigor. » Eviti e vefe ret skrivañ : kant da nebeutañ.

An tad a varvo e 1941. Anjela ’oa en he c’hwec’h vloaz ha tregont. An holl vec’h warni. Ar vamm d’he zro a yelo da Anaon e 1951. Ha setu ar maread teñval o tont da vat. Dorojoù a zigor koulskoude e kroazhentoù zo. Ur voereb a ginnigas dezhi ur plas ’vel merourez en un ti-repoz evit tud skuizh e Perroz. « Nann ! » E 1953 hag e 1958, daou lizher a zeu digant daou labourer-douar. Brud ar plac’h zo aet betek enno, ha goulenn a reont bezañ degemeret evit ober anaoudegezh. Unan a lavar war don an dizesper :

Klevet em eus emaoc’h hoc’h-unan o terc’hel menaj, heñvel eo evidon amañ, hag aet on skuizh gant ar vuhez-ifern-se. Ma ne resevan respont mat ebet a-raok miz Mae e werzhin tout pep tra, feurm hag all.

Sur mat, glac’haret ’voe Anjela, ar respont avat a voe « nann ». Egile a gomze eus e atant kaer, eus e gezeg- koñkour, eus e ostilhoù modern, a lavare e oa anezhañ un den speredek ha labourer… oc’h ouzhpennañ : « Taol evezh ouzh da gozhni ! » Brabañser ! « Nann », ’vel-just.

D’ar mare-se, koulskoude, e oa krog-mat dija an dispac’h bras war ar maez. E-doug dek vloaz ’vo skubet an doareoù kozh. Ret kreskiñ pe mont da get. A dra sur, harpet hag oc’h harpañ, danvez ’oa en Anjela evit ober kenkoulz ha forzh piv, ha gwelloc’h eget meur a hini. Desket he doa ar vicher « war ar bern » gant he zad, ha heuliet tri bloaz-pad ar skol dre lizher aozet gant « Unvaniezh Sindikadoù Labour-douar Penn-ar-Bed hag Aodoù an-Hanternoz ». Da gentañ e voe div wech, da eil ur wech.

Spiswel a-walc’h e oa evit gouzout ne c’hellfe, gant m’he defe c’hoant, kemer perzh ebet er reveulzi vras o tont ’vel ul liñvadenn, o skubañ ar re vihan hag ar re wan. Gouzout a rae n’helle gedal netra digant den : kredad ebet evit ur vaouez deuet war an oad, dezhi un tammig atant gant douaroù treut hag ostilhoù fall diamzeret.

Sed an dibab koulskoude. Graet, digor bras he daoulagad, hep touellerezh. Test e vo eta. Gouzout a ra ez eo ret kemmañ kalz traoù : met, buan, gant he santerezh lemm e kompren emeur o trailhañ, o tis- pennañ talvoudegezhioù dibriz e korf hag e ene he bro. Gant heug e wel un idolenn : an arc’hant gwisket gantañ maskl an araokaat, d’e heul, ar redi da greskiñ, da vont pelloc’h muioc’h-mui, ha siwazh da vezañ muioc’h-mui sklav ivez.

Petra ’c’helle avat, nemet drailhañ he brid dirak an disoc’h : ar maezioù o c’houllonderiñ, o treiñ da c’houez, pe da blaenenn diboell, pe o vont etre daouarn an estren. Ar yezh disprizet, o vont da netra. Drailhañ ’rae he brid, sur, rak n’eo ket un dañvadez sentus ha nay a oa war an hent merket dezhi, un ebeulez ouez ne lavaran ket, prest bepred d’ober ul lamm-treuz pa sante un dorn o klask tos- taat evit kregiñ en he moue. Poent eo din kontañ penaos e ris anaoudegezh gant Anjela Duval ha poent lezel anezhi da gomz. E 1958, an Ao. Dubourg, beleg-skolaer er C’hozh-Varc’had, a oa teñzorier ar gelaouenn viziek Ar Bed Keltiek, Roparz Hemon o vezañ penn-skrivagner, ha me, sekretourez. E miz Gwengolo e kasas din ur ger :

An Dim. A. Duval a c’houlenn degemer A.B.K. Troet eo gant ar brezhoneg, ha lennet he deus Gwalarn gwechall. Koumanantet eo da Barr-Heol. Iskis eo un tammig, ne guita Traoñ-an-Dour war zigarez ebet, hogen, skoazellañ a ra ur studier yaouank evit deskiñ lenn ha skrivañ brezhoneg.

Mat ! D’an 13 a viz Genver 1961 e resevis ul lizher digant an dimezell. E galleg, ur galleg glan, mistr, diamzeret, divoas, anat. Un niverenn a vanke dezhi, dianket. Respont a ris e brezhoneg. Echu etrezomp gant ar galleg.

D’an 20 a viz Gouere 1961 e skrive din :

Kas a ran deoc’h priz va c’houmanant, hag un nebeud ouzhpenn, ma vije ho polontez degas din ur baperenn-vruderezh bennak. Amañ war ribl ar stêr Leger e vez kalzik a-walc’h a douristed, zoken aotrounez vras eus o gwelout. Atav e komzan brezhoneg oute, hag al lodenn vrasañ anezhe a respont er memes yezh. Pa doullan kaoz gante en em gavan un tamm dibourvez war gudenn Breizh hag ar yezh. Ma ’m bije ur paper bennak war an traoù-se e vije marteze talvoudus evit an Emsav.

Marteze pa’m bezo dastumet va zamm eost en em lakain da skrivañ deoc’h diwar-benn stad ar brezhoneg en-dro da vro Plouared, nemet dall ha mezv e ven gant va labour rak va-unanik on o terc’hel menaj. Mil boan am eus o skrivañ e brezhoneg, moarvat e ran e-leizh a fazioù ?

Al lizher a voe embannet war A.B.K., un notenn digant Roparz Hemon da heul : « Nann, an Dim. Duval ne ra ket e-leizh a fazioù. Dibaot eo lenn brezhoneg ken brav hag he hini. »

Santout a ris aman un dra bennak espar, ha me da respont : « Alies e rakprenan, evit sikour, div niverenn eus pep levr brezhonek, koumanantet on da ziv niverenn eus Al Liamm, abaoe ar penn-kentañ. Sed amañ roll al levrioù a c’hellan dioueriñ evidoc’h, lavarit din pere n’anavezit ket hag e kasin anezho deoc’h. » Ouzhpenn, aet ’oan betek ti Ronan Huon, gant va roll o lavarout : « Mar plij, gwelit ma c’hellit ober un astenn, me gred e talv ar boan. » Ha Ronan da reiñ din un nebeud all, en o zouesk Lennegezh Abeozen.

Respont (14 a viz Gwengolo 1961) :

Ret mat eo din plegañ da lavarout deoc’h n’em eus ket lennet nikun eus al levrioù zo war ar roll hoc’h eus lakaet ’n ho lizher. En gwirionez, nebeut a-walc’h a levrioù brezhonek am eus lennet dre n’am bije ket aez da brenañ. N’eus forzh pere ’ta a raio kalz a blijadur din. Degasit din mar plij traoù fentus dreist-holl, rak e soñj on da brestiñ anezho en-dro amañ da dud yaouank hag a ran ma holl bosupl evit c’hwezhañ ’n o c’hreiz un tamm brogarantez evit hon Breizh.

Ha war an hevelep lizher :

Me ’soñj penaos ur gwir Vreizhad ne c’hell ket bevañ hep e yezh. Mougañ ’rafe abred. Unnek eur hanter noz eo ha skuizh-marv on, daoubennet e-pad an deiz gant teir gwech re a labour. Koulskoude em bije kalz traoù da gontañ deoc’h diwar-benn ar brezhoneg en-dro din. Erru eo kont gantañ ’vel gant ar gwinizh e kostez Lannuon : erru eo leun a «velgerc’h » (folle avoine) da lâret eo leun a c’herioù gallek pe drefoet dre ziouer a studi war ar yezh.

Ha c’hoazh :

Me ’garfe ’n em gaout un deiz ivez war leur ar rod evit gellout sikour eus ar reuz. Met siwazh, re gozh on, na welin morse Breizh dishual… er bed-mañ da vihanañ.

Chom a raen skodeget. Penaos e c’helle ur vaouez en oad, o vevañ en digenvezded, war ar maez, pell a bep lec’h, kaout menozioù ken resis diwar-benn ar yezh hag ar vro ? N’anaveze eus an traoù skrivet nemet un nebeudig niverennoù eus Breizh, Barr-Heol, Ar Bed Keltiek. Al lizher kentañ bet skrivet e brezhoneg ganti a oa ar respont d’am hini ! C’hoarzhin a reas pa lavaris kement-mañ diwezhatoc’h. « Ar ouenn a ra tenn », emezi. « Pa voe distrujet Monumant ar Vezh e Roazhon e 1932, ma zad a voe mil laouen, ha zoken, goude, bez’ e veze o klask war ar c’helaouennoù petra o dije graet c’hoazh. » Va Doue !

Kas a ris eta daou vell pakad levrioù. Gwelout a ris, goude, ne oa e gwirionez en he ser nemet Geriadur Vallee, Buhez ar Sent hag un nebeud pajennoù louedet eus Ar Pevar mab Emon.

Respont evit ar pakad kentañ, 23 a viz Gwengolo 1961 :

Resevet em eus ar bakadenn levrioù dimerc’her. Mil bennozh dac’h. Un dudi eo bet eviton gwelet poltredoù pennoù-bras ar brezhoneg, rak, evel-just eo levr Lennegezh ar brezhoneg eo am eus digoret da gentañ, mall bras ganin ober anaoudegezh gant hon skrivagnerien. Pell e oan eus soñjal ’oa ken niverus hon barzhed hag hon skrivagnerien, ha ken puilh o oberoù. Un tamm muioc’h a lorc’h a zo ennon dija o vezañ breizhadez…

Respont evit an eil pakad, 4 a viz Here 1961 :

Daleet em eus d’ho trugarekaat eus ar bakadenn levrioù am eus resevet hanter ar sizhun dremenet. Me a lavar deoc’h ne oa ket al lorc’h holl e Pariz en deiz-se, ha ’n em gavet ’oa skrap war al levrioù raktal ma voent dispaket.

Tud a oa ganin an deiz-se o tennañ patatez, deuet d’am sikour en askont ma prestan dezho va c’hazeg ur wech an amzer. Prestik a-walc’h e vije manet ar pred da zebriñ pa erruas ar pakad. Paotr al lizheroù en deus kemeret an Istor Breizh,ur paotrig, Marvailhoù al loened, ur paotr yaouank, La langue bretonne et ses combatshag ar romant bihan godell. Ar paotr kozh, tapet gantañ va lunedoù diwar gorn an daol, a gomañsas gant An Tornaod. Dont a rae madik a-walc’h ar brezhoneg gantañ, hag eñ poan dezhañ o lenn galleg. Bennozh Doue deoc’h… h.a. Kroget em eus da lenn Evidon va-unan. Dedennus ha kaer-spontus e kavan ar varzhegezh-se. An Ao. Ronan Huon a zo d’am meno ur barzh awenet dreist, tener, flour hag er memes amzer, don ha nerzhus. Alanig an tri Rouea gavan koant-tre.

He lizhiri ’oa bet embannet war A.B.K., hag Anjela da souezhiñ. Lizher eus ar 7 a viz Du 1961 :

Manet ’oan batet, evel ’ve lâret amañ, m’am bije gouveet peseurt tonkadur en dije bet va lizher diwezhañ em bije treset anezhañ un tamm gwelloc’h.
Mar don ken troet gant ar brezhoneg avat, n’eo ket evit klask brud, rak gouzout ervat a ran pegen dister ez on, met dre garantez evit va Bro.
Unan eus ar baotred yaouank a roan dezho traoù brezhonek da lenn a zo bremañ e strollad ar Beilhadegoù hag en deus degaset ar rener d’am c’haout. Stad zo em c’halon o vezañ ’m eus gellet sikour anezho.

War niverenn C’hwevrer 62 A.B.K. e voe embannet he barzhoneg kentañ, « Hiziv ez eus 100 vloaz », e koun he zad. Hag Anjela da skrivañ, d’ar 7 a viz C’hwevrer 1962 :

Esmaet on bet gant ho lizher ’vit ar beure. Biken n’am bije me kredet kinnig ur seurt skrid d’un den ken uhel ha ken pouezus hag an Ao. Roparz Hemon ! Met, ma kav dezhañ ez eo mat, gwell a se ’ta va Doue !
Ur pennad amzer zo e lâren ouzhin va-unan a-wechoù  ha daoust hag ez eo tra onest din derc’hel da beuriñ e park ar brezhoneg hep ober taol labour ebet e- barzh kammed ?
Karout a rafen a dra sur arat va zamm erv war dachenn ar yezh met siwazh, re nebeut a deskamant am eus ha re nebeut a amzer vak…

Fellout a rae din diskouez kammedoù kentañ Anjela, met bez’ e c’hellfen kenderc’hel, panevet eo ret krennañ, koulskoude.

Lizher eus an 12 a viz Meurzh 1962 :

Bennozh d’an Ao. Ronan Huon evit bezañ prizet va zamm labour, eñ eo e gwirionez an hini en deus digoret din dor ar gwerzennoù dieub, n’am boa gwelet biskoazh netra e brezhoneg er stumm-se a-raok ’m eus lennet Evidon va-unan.
Me avat n’em eus gellet ober nemet an tammoù houarn gwenn-mañ : « Suilh-raden » ha « Rosa Canina ». Traoù dister. Sentet em eus avat eus an Ao. Roparz Hemon : skrivet em eus lizheroù brezhonek bep tro p’am eus kavet va zu.

Amañ e c’hoarvez ur chañs dispar gant Anjela. Ul lizher o reiñ gourc’hemennoù kaset ganti da Varr-Heol a zo embannet war niverenn Kerzu 62. Echuiñ a ra evel-hen :

Met… daoust ha c’hwi ne vezot gwelet biken war an tu-mañ ivez, amañ em c’hichen ez eus daou baotr yaouank hag a zo sorc’hennet pell zo da gomz ganeoc’h. Jan-Pol ha Gustav Bourdonnec…

Ma ’z eus unan mailh war ar brezhoneg eo sur-mat person Bulien, an Ao. Klerg, rener Barr-Heol, e-keñver ar yezh, pismigus, figus, chaseour didruez kement bomm-lavar kamm, kement fazi zo… Dont a reas da Draoñ-an-Dour, gant kenitervezed Anjela eus Bulien. Saveteet ! Pebezh kelenner ha pebezh skoliadez !

D’ar 5 a viz Du 1962, Anjela a skriv din :

Domaj eo na voe ket deuet kentoc’h an Ao. Klerg, e gentelioù a zo bet talvoudus din. Stank-stank avat eo e sil. Na dremen nemet ar greun fin drezañ, ha me lavar deoc’h va skridoù brezhonek zo aet kalz anezho da bailhoroù. Met ar pezh ’n deus roet kalon din eo ’n deus prometet retorn.
An Ao. Fanch Danno zo bet ivez e Traoñ-an-Dour en deizioù all. Emañ oc’h aozañ ul levr kanaouennoù. Eñ a ra ar muzik. Un den leal a seblant bezañ.

Hiviziken, ha betek an niverenn diwezhañ, pennadoù ha barzhonegoù digant Anjela a vo bewech war Barr-Heol. Deskiñ ’ra buan ar skoliadez, d’ar 14 a viz Here 1963 e skriv :

Kas a ran deoc’h teir barzhoneg bet o reizhañ e Bulien. N’int ket reizhet evit gwir, rak an Ao. Klerg a respont : ar barzhonegoù a zo mat-tre. Desket hoc’h eus ho micher an dro-mañ. Daoust ha bez’ e vefe gwir ar gaou-se mutu ?

Ya, ’vel-just !

Ar pennadoù a lakaan amañ zo holl diwar-benn ar yezh, met al lizhiri a gonte dreist-holl he buhez pemdeziek reuzeudik, ha karet koulskoude. Goude un aridennad traoù o treiñ da fall, loened pe trevadoù, div linenn : « Ne vern. Evit ankouaz va zrubuilh me a skriv brezhoneg bep noz. » Ha pelloc’h : « Amañ emañ ar vizer war varc’h evel a lâre mamm. Paour ar c’horn kenañ, ha me ar paourañ e-barzh… »

D’an 19 a viz Mae 1963, mignoned din, daou bried yaouank, Maggy ha Rojer Guillou a ginnigas mont da gas da Anjela an dekvet niverenn ha tri-ugent eus Al Liamm hag un nebeud niverennoù eus Gwalarn am boa prientet eviti, ha kinnig dezhi dont da bardonañ da Landreger ganeomp. Goude, deuet mat da Anjela, ’pad seitek vloaz e voent ingal va blenierien ’trezek Traoñ-an-Dour.

Respont fall avat (17 a viz Mae 63) :

Karet em bije mont da S. Erwan avat, met allas ! N’eo ket va loened am harzfe na va foan-gein ivez daoust m’on erru un tamm nec’het gantañ. Met va « moteur » zo fall adarre. Gwan eo chomet abaoe marv va mamm garet, Doue d’he fardono. Kreñvaet eo bet koulskoude gras d’ar brezhoneg.

Ma ! tremen a rejomp un devezh plijus-kenañ ganti, pebezh degemer laouen, graet he doa krampouezh ha poazhet ul lapin gant prunaoz. Na brav e kaven an ti, naet, urzhiet, prenn an arrebeuri hag o c’houevr o lufrañ, an daol hag ar bankoù hir puret a-zoare hag ar mell boked e traoñ an diri, al leur skubet pizh. Mont a rejomp d’ober tro ar parkeier, d’ober ur valeadenn a-hed al Leger. Maggy a reas un dro war gein Cybèle ar gazeg. Evit ober enor deomp, Anjela he doa lakaet he c’hoef, ha kemeret e voe un nebeud luc’hskeudennoù.

D’ar 26 a viz Mae 1963 e skrive :

Krog on evel just da lenn Al Liamm. Kont eo ganin avat evel gant ar saout pa dichañs dezho mont da laerezh : galloupat a reont ar park a-dreuz hag a-hed o klask pelec’h ’vefe ar gwellañ. Gant va spered bugel (Mamm a lâre din n’am bije ket ar c’hras da gouezhañ em eil bugaleaj, p’eo gwir n’ajen kammed er-maez eus va hini kentañ) on dedennet kenañ gant Veig Trebern ha « Paotr tev ». Ar pennad diwar-benn Sohier am eus lennet war e hed. En-dro da Vari Sent Abanna zo un tamm « hermétique », a gavan. Lennet em eus e istor gant ar skoliata e vugale e brezhoneg… Feiz, n’o deus ket da « vlagiñ » sur, paotred skritur ar Skol-veur [islinennet gant Anjela], ma n’o deus ket gellet c’hoazh stummañ un ensellour gouest da gontrolliñ labour brezhonek bugale an oad-se !

(An abeg roet d’an Dr Etienne evit nac’h outañ skoliata e vugale e brezhoneg ’oa ne vefe enseller ebet gouest da wiriañ e labour !)

Kaset e voe dezhi al luc’hskeudennoù. Tremenet e oamp bet dre zindan ur pont a zo a-us d’an hent-houarn, dre ur riboul teñval. Tapet ’oamp bet Anjela ha me e genou ar riboul, hi, gwisket e du, me e gwenn. Fromet e voen o lenn he lizher 2 a viz Eost 1963.

An hini a garan ar muiañ eo e toull ar pont bras, aze hoc’h eus an aer da vezañ bet ouzh va c’herc’hat en deñvalijenn. An hini a zegas soñj eus sant Erwan a garan kemend-all, rak c’hwi, e filhorez hoc’h eus graet em andred un tammig burzhud ivez…

E gwirionez, a-hed hent teñval Anjela edo ar Ragevezh-Meur o lakaat ul lutig bep a vare da sklêrijennañ evit ur pennad, dezhi da vont pelloc’h… E miz Kerzu 1963, kouezhañ ’ra klañv-bras ha nouet eo ar Gwener kentañ a viz Genver 64 (pezh a roio deomp ar barzhoneg kaer « Beaj e bro ar brum »). Azalek neuze, a vareadoù stank he do gwall frapadoù.

’N em c’houlenn a ran penaos he deus gellet derc’hel da vont…

Er bloavezhioù-se, ouzhpenn teir buoc’h, daou bemoc’h, ur gazeg, he doa lapined, yer. Ostilhoù ’veze feurmet evit dornañ ha falc’hat. Evit ar peurrest n’oa nemet Anjela, gwech an amzer un devezhour kozh hag ivez kerentiezh Tonkedeg. Neb a anavez al labour-douar a gompren peseurt trevell eo evit ur vaouez he-unan. D’an noz hepken, goude koan, goude graet war-dro al loened, goude poazhet ar podad, e teu eur venniget al levrioù, ar studi, ar skrivañ, al lizhiri. Ur ret eo eviti skrivañ.

Dija, un nebeud tud a zeu, lennet ganto he barzhonegoù, klevet an Dregeriz o kanañ anezho er beilhadegoù. Paotred Breuriezh Sant Erwan a grog da zont ingal.

D’ar 15 a viz Kerzu 1964 e skriv :

Ya, e-sell on da gontañ deoc’h va devezh disul. O ! lous-gagn ’oa an amzer avat, glav kasaus dibaouez a-hed an deiz, teñval an amzer evel ur serr-noz. Ac’hanta, daoust da se ’oa bet heol e-leizh an ti hag e-leizh va ene… An heol diabarzh-se a skin ar yaouankiz kristen, ken laouen ha ken bagol, ar re-se hag a doug Breizh en o c’hreiz.
A-greiz-holl, ur c’harr er porzh. Piv, emezon, a gred lakat e relegoù er-maez gant seurt amzer ? Ma ! bez’ e oa an Ao. Kalvez ha tri baotr eus Breuriezh Sant Erwan : Yann ar C’horr, Yann ar Minouz ha niz an Ao. Kalvez. Ha c’hoarzh, ha teodoù en-dro, ha cholori. Bepred em boa plijadur, sur.
’N em ginniget ’oant da zont da fagodiñ keuneud. Gwelet ’vo diwezhatoc’h. An Ao. Kalvez ivez, emezañ, en deus desket amarriñ keuneud. N’eo ket labour ur beleg, a gavan.   Efedusoc’h labour e c’hellfe ober war dachennoù zo. Ma ! dont a reas koulskoude, ha n’eo ket ur wech.

Eus ospital Lannuon e skrive d’ar 1 a viz Here 1966 : « An Ao. Kalvez ha tri eus ar Vreuriezh ’oa bet disadorn o tennañ patatez… » D’ar 6 a viz Mae 1965 e skrive dija :

Chomet klañv (alies ’vez an diskan-mañ ganin ur pennad zo), manet labourioù preset a-dreuz. Kaset em eus ur ger d’ar Vreuriezh, ha deut zo pevar da zisac’hañ ac’hanon. Ha me lavar n’eo ket ober seblant a reont. Eston int akuit, labour peurvat. Ouzhpenn, n’o doa ket an aer da labourat en desped dezho rak seder ha laouen edont evel pemp gwenneg. Un drugar bezañ d’o heul. Trugarez a c’hellan lâret da Yann ar Minouz, Yann-Erwan ar C’horr, Mikael Bothorel ha dreist-holl d’an Ao. Kalvez.

Hag evel-se e voe e-pad meur a vloaz.

Gwazed yaouank a zeue ivez, gwech da reiñ un tamm skoazell, gwech, pe d’ar Sul, pe goude koan evit toullañ kaoz, divizoù a bade alies diwezhat, betek hanternoz, un eur… Tro ha tro e veze Rojer Laouenan, Servat, Loik Kervoas, Y.-B. Piriou, Queinnec ha me ’oar pet all, oc’h ober reuziadoù c’hwennat, pe o sikour war-dro ar foenn, paeet mat gant breutaennoù joaus, ha… taer a-wechoù, en-dro d’an daol. Ouzhpenn ur miz-pad e roas bod d’ur studier iwerzhonat, Fiac’h o Broim, hag ivez d’ur studier breizhat Marsel Saudreau, tud seven ha plijus ha ne vouzhent ket dirak al labour. Mareadoù eürus eviti.

War niverenn 121 (1967) Al Liamm, Y.-B. Piriou a skrivas ur pennad hir ha plijus-tre : « Kan ar skrilhed e Traoñ-an-Dour ».

Diwar neuze, stankoc’h e teuio ar weladennourien a bep seurt, a bep renk.

Ur medisin eus Montroulez a zeuas un deiz gant ur mignon, prezidant lez-varn e Naoned, c’hoant gantañ e lakaat d’ober anaoudegezh gant ar varzhez brudet. Sed degemer ar varzhez, sec’h ha reut : « Ret eo bezañ diaviz evit dont war ar sizhun da strobañ ur paourkaezh labourer-douar, beuzet gant re a labour. » Ar prezidant eo a gontas se, o lavarout : « Ar gwir ’oa ganti ha mat he deus graet reiñ ur gentel deomp. »

Hag evit reiñ da gompren, sed ur skeudenn eus buhez Anjela, a-vil-vern ez eus eus ar seurt-se en he lizhiri :

Lun da noz, 16/9/68.

N’am eus ket kousket kalz abaoe digwener, soñjit ’ta : Morgan zo chomet klañv betek disadorn da hanternoz… ’Oa ket mat he jeu tamm ebet. N’he doa ket gwentloù bras hag al leue ’oa prest da vervel pa oa deut war an douar, un hanter eur bet o similhañ anezhañ e pep seurt stumm. Chomet eo ’benn ar fin, met n’eo ket kreñv-kaer c’hoazh. Ur mell annoar wenn, hag hi dilokez avat. Morgan a rankin arc’hoazh lârout d’ar vutuner [mezeg-al-loened] dont da dennañ he gwele dezhi… Pebezh abadenn gant halañ ar vuoc’h. ’Oa den er gêr ti Savidan [he amezeg tostañ], aet da goaniañ tu bennak ? Aet on neuze da di Ifig [ur c’houer a oad ganti o chom ur c’hilometr pelloc’h]. Ifig ’oa kousket pell a oa ; aet eo da Geriel [2 gil. pelloc’h] war e chaosonoù. Re Geriel zo deut tri (hag Ifig) gant an trakteur ’vit dont primoc’h. Ha sede ni un trouin ! Div blac’h, daou grennard hag ur paotr kozh, hag ur vuoc’h ne’m sikoure tamm ebet. Va Doue, nag a drubuilh war an tamm-pri-mañ. Hiziv emaint tout ’n o c’hraou, ha dec’h memes tra, gant ar glav yen-mañ. Udine ’deus kavet an tu da ’n em zistagañ, ha drailhet ganti ur bern boetrabez e Park-al-Leur tra m’edon o troc’hañ geot.

Miz Mae dispac’hel 1968 a dremenis gant Anjela, dre ret dre ma ne oa tren ebet evit an distro, ha, e gwirionez, ne zifreten ket re evit klask fred, ken kaer e oa ar Mae-se du-hont. Ne lojen ket avat e Traoñ-an-Dour : ar gwele-kloz ’oa bet kailharet gant ur foeter-hent, mezv moarvat, bet degemeret dre druez ! Bod e kavis e Milin ar Sant. ’Pad miz ne gomzis nemet brezhoneg, ha Doue ’oar em boe tro da zaremprediñ forzh tud, kaset ma vezen da « serriñ an ode pellañ », zoken da interamantoù ar gerentiezh…

Nemet gant unan : Van der Erch, un Nederlandad, gwiraour er Parlamant europat, perc’henn da vilin ar Pont-Kozh. Pa zeue er vro ne vanke gwech ebet da zont raktal da saludiñ Anjela ha da zivizout ganti.

Ar wech-mañ, deut e oa evit ober ur brezegenn da « Rotary Club » Lannuon diwar-benn an « Europ dibarfet » ! Den ne zeuas, ne oa na tren nag eoul-douar. Ni avat, a voe pedet gantañ da zont da goaniañ, treuz tri fark, n’eo ket un afer. Anjela a seblantas laouen, daoust ma ne respontas ger. War-dro eizh eur noz, o welout edo bepred o furgutañ er c’hrevier e lavaris : « Anjela, poent eo marteze en em wiskañ evit mont d’ar Pont-Kozh ? » Hag hi gant un aer truezus : « O ! met, me n’in ket, ne welit ket pegen skuizh on ? » Ha, buan, o c’houzout e ouien e oa ur falz-digarez :
« Me, n’on ket eus an dud-se.
– Ha, ma ! emezon, fent ennon, o c’houzout e vefe ret din plegañ. Neuze, n’in ket kennebeut, abalamour deoc’h eo ez omp pedet !
– Ret eo deoc’h mont, re ziseven ’ve… ! »

Ma ! un tamm rendael c’hoazh, evit ar blijadur, ha, dao en hent… Met en ur lavarout : « Dont a reot memestra ! Kas a ran ganin “Kan ar skrilhed e Traoñ-an-Dour” a droin dezho e galleg ! » Pa welas Van der Erch e oan va-unan e c’hoarzhas :

« Ne zeuio ket ?
– Nann, emezon, hervez, n’eo ket eus ho tud.
– Se a lavar bepred pa vez pedet ganeomp, met un tamm mat ez eo a-us deomp e meur a geñver, ha va mibien a vo merket don gant ar vaouez-se ! »
Goude koan eta, dirak ur mell tantad tan e klevjont betek div eur beure, Y.-B. Piriou o kontañ Anjela, hep na ve savet c’hoant kousket gant hini.

Tro am boe e-pad ar miz Mae-se, dre forzh mont da « serriñ an ode pellañ », da gomz gant kalz tud, chom a raent da gon-tañ kaozioù gant plijadur, anat. Kaozioù a gaven iskis a-wechoù. Ma lavaris un deiz : « Me zo souezhet, Anjela, nag a dud a’n em zistruj, o vont ouzh ar groug, dre amañ ! » Chom a reas dilavar, o sellout ouzhin, ha :

« Ret bezañ kalonek…
– Hañ ! emeve. Kalonek, ret bezañ gwan kentoc’h… »
Izel ha gorrek ec’h adlavaras : « Ret bezañ kalonek ! » Grik ken. Met ennon e save : « Va Doue ! An temptadur-se ivez, Anjela gaezh, ret marteze, evit kompren ar re-mañ ?… »

Dre ma tremene an amzer, al lanv a greske ivez. D’an 3 a viz Gwengolo 1968 : « Tremen tri c’hant den a zo tremenet abaoe an hañv… » Ha d’an 18 a viz Genver 1971 : « Ouzhpenn 250 a dud en 3 sizhun. Ur vuoc’h klañv, e-pad 9 devezh hep diwiskañ va dilhad. 132 lizher betek-henn ! Amañ eo gwashoc’h eget un ifern. Me ne c’hellan mui. »

Ne c’hell mui, met bale a ra bepred, ha skrivañ, ha respont d’an holl lizhiri. Krediñ ’rafen evel ma lavar Rojer Laouenan ez eo en he lizhiri emañ ar pep gwellañ eus he skridoù. Ne veze mui souezhet na nec’het gant den. Gwelet ’m eus a bep seurt en ti-se. Kelenner Skol- veur, alvokad, kouer, medisin, skiantour, chaloni, micherour, den a lezenn, petra ’rae… Kinniget ’veze heñvel dezho, sistr pe gafe, ha mat… Iskis ’oa gwelout tud desket bras, barrek-dreist, pep hini war e dachenn, o tivizout eus kudennoù bras ar bed gant ar goueriadez kozh, hag o selaou gant evezh he soñj.

D’an 20 a viz Genver 1969 e skriv :

’Michañs hoc’h eus gwelet war ar c’helaouennoù skeudenn Wolfgang Dressler, « Maître de Conférences à l’Université de Vienne » ? Ma ! div wech eo bet e Traoñ-an-Dour. Da gentañ gant Gwenole ar Menn ha daou vagnetofon, mar plij. An daou boezon-se o doa lakaet ac’hanon da gomz dirak o binvioù ! Kaeroc’h, me n’am boa ket bet va lein en deiz-se, ha va saout skuizh o vlejal ’n o c’hraou o doa troc’het o c’herdin ha ’n em vrochet vil ! Sed amañ ur vuhez ! Ma distroet eo an Aotrou bras (1,93 m) disul, gant va c’henitervezed Bulien. Tri rumm a dud all ’oa amañ, ha me ‘lavar deoc’h, ‘oa bras o eston o klevout an Dressler o parlantiñ e brezhoneg mat ha sklaer !

Kement-mañ betek 1971.

Er bloavezh-se, Rojer Laouenan a heñchas André Voisin, arbennigour brudet, gant gwir abeg, er skinwel gall, etrezek Traoñ-an-Dour. Anjela, goude termal, a asantas kemer perzh en ur film ha respont da c’houlennoù A. Voisin. Souezhus ’voe berzh an abadenn, bannet d’an 28 a viz Kerzu 1971, hag an dasson he devoe dre Vro-C’hall a-bezh. M’en dije gouezet Rojer peseurt bec’h a sache war e vignonez kozh, kilet en dije sur-mat. Met, nann, petra ’dalv… ’pezh a zlee bezañ zo bet, se, moarvat ’oa merket dezhi ivez !

Diouzhtu e krogas al liñvadenn, hag Anjela da souezhiñ : « Met petra ’vank dezho ? Petra ’c’hedont diganin-me, paour e-touez ar re baourañ ! » Lizhiri a gantadoù, hag ur « brosesion » hep ehan. Padout a reas, o vont war greskiñ zoken ; e miz Gouere 1979 e skrive : « Ouzhpenn 5 000 den zo tremenet amañ abaoe penn-kentañ ar bloaz ! » Ken ne gredemp mui dont ken alies eus Brest. Hi koulskoude a glaske harpañ kalonek, ha degemer a rae, o reiñ hec’h amzer, he buhez, o kinnig brokus « boued ar c’horf hag an ene ». Ha pa soñjan er predoù treut a aoze eviti goude, d’ar c’haloup : soub pe batatez, patatez pe soub…

Me ’gred he doa asantet d’ar reuz, gant mareadoù kounnar memestra, met ne gase mui — pe nebeut — an dud da stoupañ. Rouez eo — daoust hag ez eus — ar re o deus komprenet pegen poanius eo bet he buhez er mare-se, laouenaet, memes tra a bell da bell gant frankizennoù sklaer a levenez. Lizher eus ar 6 a viz C’hwevrer 1972 :

Amañ eo kont memes tra bepred, tud bemdez-Doue ha ’pad an deiz, n’eus ket tu da bad’. Disadorn oa bet 7 (5 paotr ha 2 blac’h) gant 3 c’helenner eus Bear — 2 vagnetofon. Da noz, R. Laouenan, e vreur, e c’hoar-gaer hag ur beleg (Bivig) eus S.-Brieg gant ur magnetofon adarre. Ar varkizez diouzh ar beure ha Mark.
Penaos e ran va labour ? Ma feiz, e chom d’ober. Ar saout o vlejal gant an naon hag ar sec’hed, lous brein dindane, ar c’hog o kanañ da hanternoz gant ar fulor, hep tamm abaoe ar beure ! Ne greden ket, ken eo bremañ, pegement a inosanted ’oa war ar bed-mañ. Rak, ret eo bezañ diskiant-tre : dont d’ar menajoù war ar pemdez da laerezh o amzer d’ar beizanted, pa n’int ket gouest da hanteriñ gant o labour dija, goude bezañ ’pad an deiz war o zont !
Dont a rin sot-nay, ma ne varvan ket un deiz gant ar gounnar. Kement a ezhomm am eus a sioulded d’ober c’hoazh un draig bennak war va nañ.
Ma ! kenavo, Ivona gaezh, ret ’vo mervel evit Breizh, deiz pe zeiz, stumm pe stumm. Stourmomp bepred ha pedomp.

Alies al lizhiri a gloze gant : « O ! Beata Solitudo ! »

Lizher eus an 28 a viz Here 1972 :

Sul da noz
Emañ ar post war Iwerzhon !
Chomet eo al listri da walc’hiñ. Chomet eo podad ar saout da boazhañ, emaon ken heug ma kouskfen amañ eus an daol… Pebezh devezh adarre ! 7 karr-tan asambles er porzh ! leun an ti. Ha me, dall ha mezv…
Tud eus Combourg, eus Pederneg, eus Brelevenez, eus Lannuon, eus Plouared, eus ar C’houerc’had, eus Caulnes, eus an Normandi, eus Tregrom, ha me ’oar… Met petra am eus graet d’an Aotrou Doue ’velkent, ma tegas war va choug seurt pratikoù ?
Bêtan re ’zo memes tra ar vistri-skol ! Che ! pebezh kouezh o deus ezhomm ar re-se.
Ma ! ’vel-se ’mañ !

Arabat krediñ e veze lakaet an holl vistri-skol er memes sac’h ganti, pell ac’hane ! War bet ha pet lizher e teu anv Erwan Libouban — brezhoneger ampart hag oberiant — o vont en tu-hont d’e nerzh… ha meur a hini all. Ar vuhez-se a bado betek 1978 ! Neuze e kouezho klañv-fall, ret vo lakaat ur « pil » ha harpañ ar paourkaezh kalon. Gwerzhet ’vo al loened ha ne viro ken nemet un nebeud yer. Met, e-pad ar bloavezhioù poanius, nag a drevell : arbennigourien ar BBC a zeuio dre ziv wech, hag ar film, gwerzhet ganto diwezhatoc’h, a dremeno ivez dre ar Stadoù-Unanet a-bezh. Ivez Skinwel Bro-Velgia ; Skinwel Bro-Suomi a zeuio war-dro hanter miz Gwengolo 81. Sizhun goude, Anjela a yelo d’an ospital evit ar wech diwezhañ. Joa ’voe eviti an abadenn diwezhañ-mañ. Tra souezhus, skipailh ar Finlandiz a oa renet gant un Dregeriadez yaouank (a gomze finneg, ar yezh nemeti etrezo !). Tud sioul anezho, o labourat gorrek, war o nañ ; goulennet e voe diganin ha digant Gwion Kloareg kemer perzh, ha divizout gant Anjela. Fellout a rae dezho e vefe ur film « komzet brezhoneg hag istitlet e finneg ». Pezh a voe graet.

Kerseet e oa Anjela o soñjal ne vefe den o kregiñ en arar e Traoñ-an-Dour war he lerc’h. Ar barzhoneg « Piv ? » a echu gant :

Feal on bet atav d’ am ger-stur
— STOURM A RAN WAR BEP TACHENN
Va buhez a zo bet ur stourm. Hag e dibenn va amzer
E dibenn va nerzh E huanadan !
Piv a gemero va ger-stur
War va lerc’h ?
Piv a gemero va armoù
Pa gouezhint eus etre va daouarn Pa n’am eus ganet mab ebet… ?

(10 a viz Here 1978)

Geo Anjela ! Mibien zo bet roet deoc’h, ken tost d’ho kalon. Ar bagadoù feal-se a wazed yaouank a zeue da skoazellañ, met ivez, er goañv, goude koan, da zivizout, eurvezhioù, e-keit ma poazhe ar podad er siminal. Mibien bagol, leun a vuhez, met ivez reoù all, mibien ar glac’har, an doan hag an dizesper.

P’edo war an « daol » un deiz, en ospital, ar surjian a lavaras dezhi : « Arabat bezañ stignet evel-se, en em lezit da vont, soñjit en un dra bennak all, en ho chas… » Hag hi : « Soñjal a ran em bugale, du-hont e Fresnes. » Hag o kinnig sur-mat he holl boanioù evito. Nag int bet bepred war he spered ! Ingal he deus kendalc’het da skrivañ dezho. Bremañ, ra veilho warno, ra zesko dezho ez eus doareoù efedusoc’h, kaletoc’h ivez eget an distruj hag ar feulster, doareoù a c’houlenn dalc’husted, emaberzh, labour kalet ha diehan, dic’hopr alies, pe gentoc’h evit gopr a-wechoù : diseblanted, goaperezh, kasoni, ha deskiñ bale daoust da bep tra.

N’hon eus ket echu, sur mat, da zizoleiñ hor mignonez ha da c’houlenn : « Met perak, Anjela ? » Perak da skouer he doa dibabet bevañ er baourentez-rik. Rak un dibab eo bet, dreist-holl er bloavezhioù diwezhañ. An tammig retred o tont ingal, un nebeud arc’hant eus ar Sacem, se ’oa pinvidigezh eviti ha n’anavezas morse nemet ur yalc’h c’houllo. Resev a rae brokus neb a zeue, buan war an daol : krampouezh, bara, amann, pastez, gwestell, sistr, kafe. Eviti, koulskoude, ez ae bepred ar geusteurenn war dreutaat : dour, soubenn an tri-zraig, pato, boued kafe, a-vec’h livet, peder gwech bemdez, ha mat ! Sañset, se ’oa « rejim » !

Koun a zegase din a-wechoù eus Aotrounien vras zo e Bro-Indez. Savet o bugale, renket o zraoù, goulennet aotre digant o gwreg ma oa anezhi, e tilezent pep tra. Un tamm lien en-dro d’o dargreiz, ur skudell goad evit goulenn o boued, mont a raent eeun dirazo, dieubet, pe, da nebeutañ, distaget, en hent davet an « diharz ». Marteze Anjela n’he doa ket ezhomm da guitaat Traoñ-an-Dour evit kemer an hent-se ?

Pezh zo sur, piv bennak ne wel enni nemet ur goueriadez romantel, dezhi ur santidigezh vlizidik pe, washoc’h, ur fals teneridigezh evit ar bleunioù, ar plant, al loened, hep mui, n’en deus komprenet seurt. Kizidik a dra sur, tener ha madelezhus, digor da bep enkrez ha da bep anken, met prest ivez da vont en egar dirak gevier, falsentez, trubarderezh, laeroñsi, klakennerezh toull, sotoni c’hwezhet, diseblanted marvus… ha prest da stourm outo. War ar c’horf-se, bepred labouret gant ur boan bennak, ur youl dir a rene. Bezet pe vezet, ar Spered eo a c’hourc’hemenne : ret bale etrezek pezh a oa da lavarout pe da ober.

Meneget ’m eus ur barzhoneg skrivet war tu gin ur golo-lizher, bez’ e oa warnañ ouzhpenn, troet ivez diwar Rabindranath Tagore, al linennoù-mañ :

Ma pedan, n’eo ket evit bezañ diwallet eus an dañjeroù
Met evit gellout sellout outo rag-eeun.
Ha ne c’houlennan ket ma vo koazhet va foan,
Met ma vo roet din kalon d’he gouzañv.