« Ur barzhoneg e vogerioù gwenn » – Jelvestr Jardin

Ne vo kavet amañ da heul nemet un nebeud soñjoù am eus maget e-serr labourat war al levr-mañ. E keit-se em eus bet tro da gompren gwelloc’h degouezhioù buhez Anjela Duval, pa n’em boa ket anavezet anezhi. Kement-se avat ne vir ket outon da vourrañ lod deus he barzhonegoù, e-giz n’eus forzh piv (hag an dibab ne vefe ket graet heñvel gant pep hini moarvat), dre ma talvezont drezo o-unan. Gant ar skridoù ampartañ-se emañ talvoudegezh Anjela Duval, a gav din, forzh pegen kentelius e vefe anavezout he buhez : ar bed he deus bevet ennañ zo aet da get (ha hi o c’hoût hag o rentañ testeni), ha diaes e vije tapout ur skouer bennak diwar he buhez end-eeun.

Ma vefe c’hoant memestra da harpañ war he buhez a-benn kompren he skridoù, e vo dav degas da soñj da gentañ e oa-hi ur « bennhêrez ». Ganet e oa en ur familh peizanted tost deus an Iliz, na oant ket pinvidik, sur, met na oant ket deus ar re baourañ ivez. Perc’henn e vefe-hi war he douaroù a-hed he buhez da nebeutañ. Chomet e oa dizimez eta. War a ouzer e oa bet prest da zimeziñ ur wech da vihanañ. Taolenniñ an darvoudoù he doa graet e-barzh « Karantez-vro » daou-ugent vloaz bennak war-lerc’h. Sur a-walc’h  n’o  doa  ket  bountet  he  zud warni evit ma kuitafe an tiegezh, rak kollet o doa daou grouadur araozi, ur verc’h marvet e Breizh-Izel e-keit ma oant-int e Pariz. Ouzhpenn e oa bet gwall ziyac’h Marie-Angèle vihan. Dalc’het he doa ar menaj, asambles ganto da zigentañ ha neuze hec’h-unan-penn, o labourat e-giz ur gwaz, tost betek fin he buhez (betek 1978 pa vo lâret mat). Ur vuhez vrevus a dra sur. Diwar se ar boan a vez klevet e-barzh kalz barzhonegoù : dindan ar bec’h e veze dalc’hmat.

Marteze e veze merc’hed yaouank kozh heñvel outi e maezioù Breizh-Izel, ha n’int ket bet anavezet peogwir int chomet divrud. Egisto he doa Anjela Duval doareoù a vez a-wechoù gant ar re chomet da goshaat o-unan. Ne oa ket gwall droet d’en em fichañ deus ar c’hiz (ral a wech e veze e koef koulskoude, war a seblant), roet he doa kalz karantez d’al loened (d’ar chas evel-just, ha d’ar c’hezeg ivez, a gare-hi e-giz a rae ar baotred war ar maez gwechall, ‘hervez). Hag e-giz lod all ivez e chomas hep cheñch un dra bennak en tiegezh ma oa-hi bet bugel. Cheñch an disterañ tra a vefe bet skarzhañ he zud kuit deus o zi, a gave dezhi.

Gant kement-se e komprener penaos e oa he buhez pemdez peurleun gant eñvorennoù ar familh, ha hi paket alies gant sorc’hienn he re varv. An dud bet o welet anezhi er bloavezhioù 60 o doa merzet pegen kozh e oa an traoù ganti, diamzeriet koulz lâret [2]. N’eus bet morse dour-red, na mekanikoù modern da dommañ, da boazhañ, da walc’hiñ. Dibabet he doa en ur mod, rak tu a vije da vezañ bevet e mod all, ha n’eus ket bet kalz tud ken dibleg all d’ar mare-se moarvat. Boazioù strizh avat a oa o kas anezhi war he c’hement-all, ha hi diskredik hag aonik ‘michañs rak ar pezh cheñchamant o c’hoarvezout er bed tro-dro [3]. Rak goût a rae e oa ar bed o cheñch, diwar lenn, selaou an dud pe ar post bihan. Setu e veze-hi o vevañ en un doare tost deus ar pezh a oa bet buhez an dud e maezioù Breizh-Izel a-viskoazh. Kalz souezhusoc’h eo c’hoazh penaos e oa kresket ur varzhez diwar an dachenn-se, ha dre-se roet ur ster nevez d’he amzer-vremañ ha d’he amzer-dremenet.

E penn-kentañ ar bloavezhioù tri-ugent he doa en em lakaet da lenn forzh levrioù ha kelaouennoù brezhonek, ha neuze da skrivañ barzhonegoù ha pennadoù-skrid. E-giz un « eil bugaleaj » he doa bevet ar mare-se, diwar ur seurt burzhud hag a vefe bet o kas anezhi tre e-barzh liorzh al lennegezh vrezhonek, ha hi brezhonegerez dizesk a-walc’h. E gwirionez e oa bet douget a-viskoazh da sevel skridoù. Seurezed a oa er familh hag a save barzhonegoù, e galleg koulz hag e brezhoneg. Pa oa krennardez he doa klasket sevel ul levr-deiz mes ar vamm ne oa ket bet pell o harzañ. Ar brezhoneg skrivet a oa bet darempredet ganti c’hoazh a-raok an Eil Brezel bed dre lenn ar gelaouenn Breizh. War-lerc’h he doa koumanantet d’Ar Bed Keltiek. Gant sekretourez ar gelaouenn-se, Ivona Martin, e oa bet kaset dezhi ur wech ur bern levrioù ha kelaouennoù da lenn. Sur a-walc’h e oa bet broudet don da gemer penn hent ar skrivañ. Araok e vefe ret dezhi peurzeskiñ he yezh a-benn ober kammedoù nevez ganti. Sur e oa aketus hag e oa bet buan : pa oa yaouankoc’h he doa heuliet ur skol labour-douar dre lizher, hag atav notennoù mat ganti.

Gant al lennegezh vrezhonek he doa kavet ur bed nevez, disheñvel war un dro deus ar sevenadur he doa kavet er skol ha deus soñjoù pemdez ar bobl vrezhonek distudi. Setu kemeret ganti war he choug preder ha palioù an Emsav, hag en em lakaet da sevel skridoù : bemdez koulz lâret, goude an devezh trevell, e teue « eur varzhus » ar skrivañ. Goude bezañ difaziet he zaolioù-esae kentañ en doa Klerg lezet anezhi d’ober hec’h-unan. Embannet e vefe barzhonegoù ha pennadoù ganti ingal. Setu penaos e oa deut da vezañ ur « skrivagnerez vrezhonek », e-giz he doa anzavet ur wech d’ar seurez he doa eskemmet lizhiri ganti e-pad ouzhpenn daou-ugent vloaz. Hag un tamm lorc’h enni moarvat, a c’haller kompren. Da varr he brud he oa deut gant un abadenn dele e fin ar bloavezh 1971. Diwar neuze he doa bet kantadoù a lizhiri, ha tud o tont da welet anezhi bemdez-Doue, a-viliadoù. E gwirionez o doa kalz Bretoned kavet ur seurt mammgozh en-dro o sellet deus o skramm bihan. Direnket e oa bet ar vaouez kozh gant ar reuz-se, a dra sur.

Ugent vloaz bennak goude he marv, petra zo chomet war he lerc’h ? Un toullad mat a skridoù a c’hall pep hini mont ganto war-zu Traoñ-an-Dour. Kalz skridoù plaen he doa savet, anezho danevelloù darvoudoù bihan c’hoarvezet ganti. Evit he barzhonegoù avat eo anavezet kentoc’h, gant gwir abeg. Savet he doa ouzhpenn tri c’hant, ha tost d’ur c’hant all he doa lakaet e brezhoneg. Meur a zoare he doa klasket, skrivagnerien liesseurt o doa levezonet anezhi. Diwar an dastumadeg anezho e c’hallor klask didoueziañ peseurt hentoù eo-hi aet ganto davet ar c’hrouiñ. Berr e vez he barzhonegoù, war-bouez unan bennak (« Douar Breizh » eo an hirañ). Ur wech he doa lâret da R. Laouenan ne vefe ket gouest da chom o skrivañ e-doug ur penn-devezh zoken [4]. Ar stumm berr-se a glot gant danvez al lennerien : evit an holl dud e skrive Anjela Duval, da lâret eo dreist-holl evit tud n’o devez ket kalz amzer da dremen o lenn.

Deus an douar e vez kaoz ganti da gentañ-penn. An douar, mammenn ar vuhez ha sichenn ar vro. « An douar zo evel un eil korf din » a ouie-hi lâret. Anjela Duval a oa teuzet he c’halon en douar. En em santout a rae liammet gant kement tra vev, hag e oa techet da soñjal el loened hag er plant e-giz m’o defe santadurioù heñvel deus re an dud. « Panik » koulz lâret e oa ar skiant he doa deus an natur [5]. Ennañ e veve kentoc’h evit e-barzh bed an dud. Setu e oa prederiet don gant amzer-da-zont ar voull-zouar (soñjomp e « Bac’hañ »), muioc’h evit kalz tud deus he rummad o pennfolliñ gant an araokaat. Rak-se e c’hallfer lakaat Anjela Duval da « ekolo » a-raok ar mare.

War gement tachenn neuze e klaske mirout deus ar bed tro-dro dezhi da vont da get, gant ar soñj e oa bet a-viskoazh e-giz e anaveze-hi anezhañ. Setu perak e kave dinatur an dud o tilezel yezh ha feiz o zadoù. Eviti e oa eeun an traoù : ar brezhoneg a oa d’ar Vretoned o mod « naturel » da gomz, e-giz m’o devez an holl ouennoù loened o hini, hag e oa un torfed ober gant ur yezh all. Aze e weler splann penaos e oa-hi douget da sellet deus fedoù ar gevredigezh e-giz deus traoù an natur. An dro-spered-se he doa lakaet anezhi da gaout doñjer e vefe laket « gwad gall » en he gwazhied pa oa-hi en ospital. Mantret e veze ivez o welet an dud o troiñ kein d’ar relijion. Kalz barzhonegoù ganti zo pedennoù skrivet. Pedennoù d’an Aotrou Doue, da sent zo, hag ivez d’he re varv. En he feiz e oa mesket kredennoù kozh pe goshoc’h gant pennaennoù an aviel. Katolik mod maezioù Breizh gwechall e oa-hi penn-da-benn.

Ur varzhez « emouestlet » eo bet, dre ret, ken dic’hortoz ma oa en em lakfe ur beizantez da sevel barzhonegoù, hag e brezhoneg ouzhpenn. Aet e oa Anjela Duval betek sevel a-du krenn gant implijout ar feulster da lakaat mennozhioù an Emsav da drec’hiñ. Un dever e oa eviti rentañ testeni d’he Breizh disprizet. Diwar se n’eus nemeur a blas evit an traoù « diabeg » en he skridoù. Anv a gaver kentoc’h deus ar boan, ur bannig a esperañs ur wech an amzer, kalz fulor ha melkoni alies. Arabat klask ur sistem mennozhioù ganti : he c’halon a vez o prezeg peurvuiañ, kentoc’h evit ar penn. Arabat ivez soñjal e vefe ar vouezh o komz en he skridoù Anjela Duval hec’h- unan bewech. Rak deut eo a-benn da grouiñ dre he barzhoniezh ur bed drezañ e-unan, ur bed dibar, leun a santadurioù don hag a fromadennoù trumm, hag e vez diaes chom diseblant outo [6]. Dre se he deus he barzhoniezh un dalvoudegezh hollvedel, hag e-touesk he barzhonegoù zo un toullad a vefe brav lakaat e yezhoù all, e galleg paneveken, da gentañ penn evit an holl Vreizhiz divrezhonek. Evit ar re zo o teskiñ brezhoneg avat zo deus skridoù Anjela Duval un hent deus ar bravañ peogwir e rae atav gant ur yezh eeun ha resis war un dro : ma zo ur perzh a c’haller lakaat da Anjela Duval eo bezañ gwirion [7]. Kement-se ne vire ket outi da vont pell o klask bravaat he lavar, betek en em gavout gant gwerzennoù ken rikamardet ha reolennoù al lennegezh vrezhonek kozh  [8].

En ur respont d’he c’hoant skrivañ he deus tizhet Anjela Duval krouiñ ur bed dibar, mesket ennañ gwirionez ha faltazi, a-istribilh etre ar marv hag ar vuhez. Diwar ur vuhez renet e-kichenik he amzer hag ar bed zo savet evit mad an holl ur prenestr war diabarzh kalon mabden. Ra zigoro neb a garo.

 

 

Notennoù

[1] Titl : troet gant Anjela Duval diwar Gérard Le Gouic.
[2] Ar pezh a oa ur souezh all ‘oa gwelet e talc’he he zi e mod gwechall, gant tan-keuneud war an oaled, an dorzh-vara war ar planken uhel, ha kement tra evel ma oant e ti va mamm-gozh hanter-kant vloaz a-raok. » Fañch Danno, Al Liamm 210, Genver-C’hwevrer 1982, p. 74. « Ti Anjela (…) a oa e ziabarzh heñvel ouzh ti ma Mamm-Gozh 36 vloaz kent. » Soaz an Tieg, Al Liamm 210, Genver-C’hwevrer 1982, p. 79.
[3] Ar pezh zo c’hoarvezet e maezioù Breizh-Izel zo en em gavet e broioù all en Europ, ha testoù heñvel deus Anjela Duval zo bet. Evit an okitaneg he deus Marcela Delpastre meur a dra boutin gant Anjela Duval, he doa troet skridoù ganti ivez.
[4] Laouenan, Anjela Duval, 1974 (embannadur kentañ), p. 105.
[5] P.-J. Helias, rakskrid da Gant ar mareoù-bloaz/Au fil des saisons, 1995, p. 9.
[6] « … des effusions d’une redoutable simplicité qui confinent parfois au vertige métaphysique sans y verser jamais. À quoi bon. Il lui suffit de faire soupçonner au lecteur l’état où elle s’est mise et dont elle sait toujours s’évader à temps. La prochaine inspiration l’y fera retomber », P.-J. Helias, rakskrid da Gant ar mareoù-bloaz/Au fil des  saisons, 1995, p.9
[7] « L’une des rares voix dont nous soyons absolument sûrs, nous autres bretonnants, qu’elle est indiscutablement authentique. » P.-J. Helias, rakskrid da Gant ar mareoù-bloaz/Au fil des saisons, 1995, p. 11.
[8] Da skouer : « Safron ar sardon e kalon ar bleuñv » e-barzh « Sumfonienn veureel ».