Job ha Yann ‘oa amezeien. N’helled ket lavarout ‘oa o douaroù stok-ha-stok, rak an hent bras ‘oa etrezo. N’oa ket a-walc’h dezho bezañ amezeien, pe marteze end- eeun eo dre vezañ amezeien o doa paket o-daou ar memes tech : o-daou e oant eve- rien fall a zour. Ne lavaran ket e oant lonkerien touet, met evel ma veze atav kras o genoù, ret ‘oa dezho evañ. Hag e-skeud evañ pep a chopinad e konte an eil d’egi- le e drubuilhoù. Met komprenapl eo, evañ, zoken pa vez sec’hed, ne gas ket ar paour da binvidig. Rak n’eo ket gant dour feunteun eo e torre Job ha Yann o sec’hed. Dour ? Se zo mat evit ar pesked, pe ar gleskered !
Un deiz ez ejont o-daou d’ar foar. Ur pennad brav a hent o doa d’ober, ha saludiñ ‘rejont war o roud kement bod-iliav a oa etre Toull al Lakez ha Kerfouled, rak poultr an hent a washae d’o c’hleñved. ‘Oant ket eta eus ar re abretañ o tegouezhout er plas foar, ha tost ‘oa da vezañ goullo. Chom a rae evelkent un azen da werzhañ. N’em eus ket lavaret end-eeun eo gant sorc’henn un azen ‘oa aet an daou babor d’ar foar. Evel-se ‘oa kont koulskoude.
« Un tamm loen mat, eme Yann ‘n ur cheñch tu d’e chekenn, hemañ ‘rafe va afer.
— Pe va hini, eme Job, ma n’eo ket re uhel e briz eus va yalc’h. »
Treiñ ha distreiñ ‘rejont en-dro d’an azen, an dour en o genoù, ha siwazh plat o yalc’h.
« Un tamm eo re hir e zivhar, eme Job.
— Pennek e seblant bezañ, eme Yann.
— O ! Te ‘oar, evit an ezen eo evel evit ar merc’hed, n’eus hini disi ! » eme Yann gant un aer faeüs.
Ha sede a-daol-trumm ur mennozh o tiwan en o spered, ar speredoù kaer !
« Ha ma prenfemp al loen-mañ war hanter ? ! »
E gwirionez n’oa diskoulm all ebet d’ar gudenn. Prim-ha-prim ‘oa graet akord gant ar perc’henn. Job ha Yann a zivizas neuze etrezo bevañ, lojañ hag en em servijout eus an azen evit o labourioù a bep eil sizhun. Tennet neuze plouz-berr da c’houzout da biv ‘vije er sizhun gentañ. Job en doa tennet ar blouzenn verr. N’en devoa ket bet meur a chañs. Glav ‘rae e-pad ar sizhun. N’en doa gallet ober tamm labour ebet gant e loen.
Neuze e teuas tro Yann hag an amzer vat da heul. Mont a rejont ‘ta d’an dachenn an eil o sachañ war egile. Mourriko o sachañ war e damm karrad teil ha Yann o sachañ war an azen. Tra ma’z ae war-draoñ ez ae mat an traoù, rak da vont war- draoñ, an holl hen goar, n’eo ket ret ober sin ar groaz ! Met echu an dinaou, ret eo kregiñ da sevel ar c’hrav, ha se ‘oa un afer all, aze ‘vije bet ezhomm un tamm sikour. Mourriko ne blije ket dezhañ kaout e lost war-draoñ. A-boan erru e hanter ar c’hrav e plant e bevar droad en douar ha… paz ebet ken. Na dre gaer, na dre heg, na dre vount, na dre sach, n’oa ket Yann ‘vit ober dezhañ cheñch plas d’un troad.
« Biskoazh kemend-all gant ar penn koad-mañ ! Ret eo gourdañ ! »
Ha Yann da droc’hañ ur wialenn da herlinkat e gostezennoù d’an azen. Poan gollet… Mourriko a reuta e zivskouarn, a ra un hej d’e benn, a blant e revr er c’hulier hag a souz a-dreñv. Darev eo da vont en touflez gant e garr. « Hola ! eme Yann, ret ‘vo skeiñ didruez ‘m eus aon ! » Met, evel d’ober goap diouzh e berc’henn, Mourriko ‘n em laka d’ober hi-hañ-hi-hañ ‘n ur zigeriñ ur pezh mell genoù.
Neuze ez eas droug davat er paotr Yann : « Gortoz ! En dro-mañ ‘out o vont da gaout ur pred avat. Sed amañ un ardoù gant al loen-mañ ! » Ya, met sede ur soñj o treu- ziñ e spered. N’eo dezhañ nemet un hanter eus an azen, ha n’oar ket petore hanter. Emichañs ‘oa bet divizet etre Job hag eñ deiz ar foar, met tommet-mat ‘oa dezho o-daou… Huchal ‘ra neuze d’e wreg : « Naig ! Tosta amañ ! » Naig a zered.
« Kerzh prim betek ti Job. Goulenn digantañ petore hanter eus an azen eo e hini, m’en deus soñj !
— Va den paour ! eme Naig, sede ur siklezon aze avat. Troet eo da leue ennout ?
— Atoe sur ! Gwelout a rez zo ezhomm da reiñ fest ar vazh d’an azen pennek-mañ. Met n’em eus ket c’hoant da skeiñ war va hanter va-unan gant doan d’hen breviñ. Gwell eo ganin skeiñ war hanter Job sur. Kompren a rez ? »
An istor ne lavar ket petra he devoa komprenet Naig.
Meurzh 1966