Tantad Yann

… Ya, ‘n em dromplan ket, henozh emañ noz an Tantad… sañset… sañset !
Adlakaat a ra ar vaouez kozh an almanak en e blas war ur boentenn e-tal ar pre- nestr. Darbet eo dezhi kouezhañ o tont en-dro. Mezevelliñ ‘ra. N’eo ket mat he yec’hed tamm ebet ur pennad zo. Skuizh eo. Re galet eo bet ar vuhez eviti, brevet eo ha kozh a-raok an oad…
Tennañ ‘ra un toullad keuneudennoù eus ar c’houign keuneud, o lakaat bod ha bod dindan an trebez ma zo warnañ dour en ur gastelodenn vihan botin.
Neuze ec’h azez er gador-vrec’h houarn livet e liv koaven, hag a oa hini he mamm en he c’hozhni, hag e krog da raskañ un toullad patatez nevez evit he lein.
Ar vicher-mañ na c’houlenn nemet un tammig ampartiz-dorn. Dieub a chom ar spered ha, ma n’emeur ket re brederiet, gouest da nijal du-mañ du-hont e gweno- dennoù an eñvor pe an hunvre.
Gwechall p’edo he buhez dirazi, he spered a gantree en ur bed faltazius, en un dazont ijinet ganti hervez he c’hoant hag hec’h anien : kestell er Spagn. Kestell el loar… arc’hant, enor, plijadur. Diskanet he deus ar vaouez kozh ha hiziv an deiz p’emañ al lodenn vrasañ eus he buhez ‘drek he c’hein, p’emañ pell amzer zo hec’h- unan-penn eo en tremened eo ez a da glask un elfenn dudi. En eñvorennoù he buga- leaj dreist-holl, an amzer binniget-se nemetañ disoursi er vuhez.
Derc’hent Gouel Yann eo. Ken levezonet eo bet en he bugaleaj hag he yaouankiz gant marzh an tantadoù ma n’eo ket gouest da dremen hep soñjal bep bloaz d’ar mare-mañ en amzer evurus-se aet e-biou ken diseblant. Ar boazioù nevez o tont tamm-ha-tamm da gemer lec’h ar boazioù kozh. Boazioù nevez hiziv hag a vo kozh d’o zro warc’hoazh. Netra peurbadus er vuhez.
Techet eo ar re gozh da gaout si e doareoù ar re yaouank. Ar pezh a dremene en o yaouankiz-int a oa kaer, ha mat, ha fur, ha dereat ha dudius memes tra. Peogwir int ‘oa yaouank, int ‘oa nevez, int a wele e diabarzh an traoù ar pezh a oa en o dia- barzh int : levenez ha gred.
Unan eus darvoudoù plijusañ ar bloaz ‘oa ‘velkent an tantad, pe kentoc’h an tan- tadoù, rak da nebeutañ e veze daou, a-wechoù tri, tantad Yann an hini muiañ darempredet. Tantad Pêr ha tantad Gwir Sikour, an daou-mañ a degouezhe alies er memes deiz.
Niverus ‘oa ar vugale er c’hontre ha niverus an tiegezhioù. Ur blasenn ‘oa e-kreiz ar gêriadenn, honnezh ‘oa lec’h an abadennoù, un doare park sportoù, pe liorzh boutin, liorzh hep bleuñv avat, met disheoliet ken brav gant derv, tilh ha faou.
Gwez kozh-Noe hag a roe ur freskadurezh dispar en hañv. Digompez ‘oa ar blasenn, un hent-karr he zreuze a-skizh a grec’h d’an traoñ, neuze ‘rae ur gildroenn verr evel ur spilhenn-vlev a hede al lezenn izelañ ‘vit tizhout an hentig don a gas d’an ti pellañ hag ivez d’ar stank ha d’ar feunteun. E lodenn an tu-traoñ ‘oa un dervenn vras-divent, he c’horf ‘oa berr ma taped aezet ar skourroù izelañ gant ar vrec’h astennet, ar brankoù ‘oa hir ha tev, kamm-digamm e-giz gwezigoù japanat bet mac’hagnet a-ratozh evit o harz da greskiñ.
E-kreiz ar blasenn ‘oa un alez voulloù kompezet ha traezhet, ‘n ur penn ‘oa un der- venn ivez met hiroc’h he fust, warni ‘oa bet staget ur planken gant ur bern toulloù bihan hag ibilioù. Bez’ ‘oa an talbenn a servije da zerc’hel kont eus poentoù ar c’hoarierien voulloù. E tu ar c’hreisteiz ‘oa div dervenn all, unan vras kaer, eben un nebeud bihanoc’h. Hag e penn an traoñ ur faouenn gaer meurdezus. Ur faouenn all, hi brasoc’h c’hoazh ‘oa e traoñ ar blasenn. Homañ he doa un istor. Homañ ‘oa un doare monumant-hengoun. War he fust ‘oa kizellet un niver bras a anvioù gravet er bluskenn gant kontilli. Bugale o c’hoari alies, met ivez dreist-holl gant paotred yaouank. Paotred yaouank ar c’hontre o doa kemeret ar c’hiz da engraviñ o anv pe da vihanañ pennlizherenn o anv ha sifr o ganedigezh war ar wezenn gozh kent mont d’ober o servij soudard. Lod eus an anvioù ‘oa skrivet brav, lod a-boan lennapl, lod graet e-kreiz ur c’helc’h pe ur penn-marc’h. Ar re ‘oa graet pell zo ‘oa deut ledan ar merk, ar bluskenn a greske da heul ar wezenn.
Doujañs o doa tud ar c’hontre evit ar faouenn-se, un tamm ‘oa evito ur wezenn sakr. Un doare maen-eñvor ivez rak meur a baotr yaouank ‘oa bet chomet du-hont war dachennoù brezel Bro-C’hall tra ma vane o anv gravet er wezenn. Bez’ ‘oa ivez tilh, ar re-mañ war a seblant a dlee bezañ yaouankoc’h, hogen kozh memes tra ha kostezet darn anezho gant an avel a c’hwezhe da vat war ar blasenn. Neizhioù piged ha brini ‘veze bep bloaz war ar gwez bras. Met ar grennarded troet-kenañ war an neizhioù a ranke mont hogozik hep gouzout d’o dilojañ. ‘Oa ket mat a lavare ar re gozh dispenn an neizhioù piged war an tilh a wareze al lojeiz eus an avelioù foll.
Hag ar vaouez kozh a soñje e c’hoarioù he bugaleaj war ar blasenn. Azezet ouzh troad an dervenn vras, gant he zamm kontellig troad ruz, e kalfiche kleierigoù- skouarn er mez kouezhet puilh war an douar, e tastume skudilli bihan koant d’ober asiedoù poupig, hag ar pionoù koad ken lufr ha ken skañv a c’hodelladoù pa veze darv an avaloù-derv.
Dindan ar faou e tastume kilvij da zebriñ. Arabat avat debriñ re a gilvij, se a ra poan-benn. Ya, gwelout a rae an dachenn evel pa vefe dec’h. Ha bevañ ‘rae hunvre he yaouankiz aet pell zo e-biou.
Pa dostae da Ouel Yann e save gred e bugale ar c’hontre, kaoz all ebet nemet kaoz an tantad, ha marc’h etrezo piv en dije serret ar muiañ a zanvez tan. Prizius ‘oa d’ar mare an danvez tan, arabat ‘oa kemer keuneud na koad eus ar bern da gas d’an tantad. Ur fagodenn lann pe valan da lakaat an tan da gregiñ ha goude se drez ha spern a forc’hadoù deut gant ar wazed.
Ar vugale o dije klasket a bep seurt traoù hag o berniet en a-raok war al lec’h : dic’harzhadur troc’het eus ar gwenodennoù, kozh stouvioù, spern kozh sec’h, drez, gargel, treuzoù kaol, krann raden, skourroù gwez bet torret gant an avelaj, hag all.
Kement den a deue d’an tantad a ranke degas kalz pe nebeut a danvez, zoken ar vugale yaouank a ranke dougen un tamm bod en o dorn, pe ‘veze graet sin da voutañ dezho o biz en tan…
Nag e oa plijus bezañ erru eus ar rumm kentañ, hag arvestiñ eus pep rumm o tegouezhout : paotred kozh un tamm re sammet a boze troad o forc’h en douar da ziskuizhañ o skoaz, krennarded, re hir troad o forc’h diouzh o ment hag o lakae da deukañ pa grogent da sevel ar blasenn, bugaligoù un dorn krog e dorn o mamm, o zamm bod ‘n o dorn all, ar vamm o tougen ur choukad balan sec’h.
Na ken kasaus all bezañ tapet war-lerc’h ma veze dija bodet an dud ha krog an tan, an holl selloù war an dilerc’het. Koshañ ozhac’h ar vilajenn a enaoue an tan. Ar peurliesañ ne deue nemet pa veze degouezhet al lodenn vrasañ eus an dud.
Un torchad plouz sec’h en e zorn hag e gorn bihan pri en e c’henoù e tiskenne war e nañ. Neuze ‘n ur deurel pled eus a belec’h e c’hwezhe an avel e tenne eus e c’ho- dell e voestad « chimik ». Pennglinañ ‘rae, enaouiñ e dorchad plouz, e lakaat dindan ur fagodenn lann pe valan e kostez ar c’houstell. An avel a c’hwezhe prim ar flamm, strakal ha strinkañ ‘rae ful : krog ‘oa an tantad.
Un doare lid solanel edo, sioul e chome an dud ar momed kentañ, nemet ar vuga- ligoù ne vezent ket gouest da devel war o levenez dirak ar flammoù hir hag ar ful o strinkañ eus ar spern, youc’hal a rankent gant ar blijadur. Unan eus paotred an ti bras en doa kemeret ar boaz da saludiñ an tantadoù all, rak meur a dantad a veze gwelet diwar ar grec’henn, war veg e forc’h a lakae ar paotr ur fagodenn struj da gregiñ, neuze e save en aer hag a rae ganti un doare « rigodon ». Paotred eus an tan- tadoù pell a responte a-wechoù gant ar memes arvezioù. Ar vugale o dije mall da gontañ an tantadoù, sevel a raent war ar c’hleuz e penn uhelañ ar blasenn ma veze gwelet ac’hane teir pe beder barrouz pe da vihanañ lod anezho.
Goude ‘veze lakaet dre voder ar struj en tan. Neuze e kroge an dud gant o c’haoz. Ar baotred gant kaoz ar c’hezeg, al labourioù, an amzer, ar marc’hadoù, ar foarioù. Brabañsiñ gant o ebeulien pe ebeulezed…
Ar merc’hed a gomze eus an darvoudoù, bev, marv, eured, badeziant, berzh mat ar vugale en arnodennoù. Ar vugale a c’hoarie, a cholorie, ar re vihanañ a c’hwerouze gant ar c’hoant kousket. Goude an tamm tremen prim-ha-prim war ar prederi pem- deziek, setu mare ar c’han ! Bugale a gane a-wechoù kanaouennoù skol. Neuze an dud yaouank sonioù eus ar c’hiz, sonioù « à succès » an ton hag ar pardon gante er bloaz-se, sonioù gallek ‘vel-just. Dont a ra e spered ar vaouez kozh tonioù brudet he yaouankiz : « Mon Paris », « Dolorosa » ha «L’Alhambra »… Bez’ ‘oa ‘velkent yaouankiz hag a dalc’he da ganañ brezhoneg, sonioù fentus evel « Gwilhaouig » ar mevel fin ‘oa deut a-benn da doganiñ e aotrou ha da dennañ pemp kant skoed leve digant an itron evit tevel war an dro.
Mouskanañ sioul a ra end-eeun ar plac’h kozh dezhi hec’h-unan :
P’en deus an aotrou doganet Krial ha gouelañ ‘ra bepred Arsa, eme ‘n itron
Petra ‘c’hoarvez de’z kalon ? O, Itron, ‘mezañ ma kredfen Lârout d’an aotrou e rafen O ‘me ‘n Itron ne ra ket se
Me ‘ray dit pemp kant skoed leve.

Bez’ ‘oa ivez Mai hag a blije dezhi kanañ, ur vouezh raouliet ‘devoa hag ur stumm nay da ganañ, ar grennarded a rae goap a-drek he c’hein. Atav e kane ar memes son : « Pipi chevel ».
Neuze, Gab kozh a groge gant gwerzioù keit hag un deiz hep bara. Gwerzioù amzer Napoleon. Lod a gave kaer, lod a gave oant kalz re hir. Darn a dec’he sioul- sibouron, darn a lâre ‘oa poent lâret ar pateroù abalamour da gas ar re vihan d’o gwele. Ya, pateroù ‘veze lâret, ar peurliesañ gant merc’h henañ an ti bras, gwezh ivez gant Anna ‘r C’hromm. Pa dichañse dezhi lezel da ziflipañ ur ger latin a-dreuz en De profundis, ar re yaouank a sac’he war ar respont gant a vougañ ‘raent o harz da c’hoarzhin, pe c’hoazh gant hennezh ne ouie koulz lâret respont ebet ‘met
« skula skulorum ».
Echu ar grasoù, pep tieg a zibabe un etev da gas gantañ, ur pennadig spern du o tivogediñ c’hoazh hag o fic’hañ evel un naer. Hennezh ‘veze lakaet en tan pa rae kurunoù start. Neuze pep hini a glaske e forc’h an eil o lavarout d’egile : « Ken arc’hoazh ha noz vat ! Echu ar pardon… »
Siwazh ! Echu eo pell zo d’an tantadoù war ar blasenn gozh. Evit biken emichañs. E-pad ar brezel ‘oa bet difennet ober sklêrijenn ebet en noz. Ret ‘oa bet dilezel lid an tantadoù. E-pad ar brezel ivez ‘oa cheñchet tud en ti bras ar blasenn ‘oa lod eus ar feurm. An dud all n’hellent ket, hep asant ar feurmier mont d’ober tan war e goust. Ha neuze, ar blasenn, baradoz bugale ar vilajenn, ‘oa kemmet ivez. Diskaret ‘oa bet ar c’haerañ gwez gant ar perc’henn war zigarez diouer a c’hlaou. ‘Vel p’en divije ket kavet eñ a-walc’h a dorgosoù derv sec’h war e ugent, pe ouzhpenn, a feurmioù. Vandalerezh, ya, vandalerezh ‘oa diskar seurt gwez. Ken kozh ha ken kaer, testoù eus kement a zarvoudoù e-pad nouspet rummad tud.
Memes tra ! a soñje ar vaouez kozh gant he daeroù tost da darzhañ. Memes tra ! Mont betek diskar gwezenn an eñvor ! Soñj he deus pegen mantret ‘oa bet ur vamm, kollet ganti he mab er brezel pa voe deut ar goaderien da ziskar ha da faoutiñ ar wezenn-faou ma oa kizellet enni ken brav anv he mab karet.
Echu eo dezhi da beilhat he fatatez. Chom a ra he c’hontell en he dorn. Kollet en he soñjoù… Karout a rafe gwelout c’hoazh o tasorc’hiñ boazioù he yaouankiz ma ouie an dud ‘n em ziduañ onest ha fur hep foraniñ o gwenneien, hag a veze ken just ha dre se ken prizius.
Ijinañ ‘raent ‘bep seurt c’hoarioù dedennus ha digoust d’o yalc’h… Bremañ ? Bremañ ! Nemet redek bro gant kirri-tan da derriñ o gouzoug, hag e fell dezho arc’hant bras ha butun ha lapaj. Ha galleg ha saozneg a-leizh o c’horzailhenn, ha korolloù gouezidi. Ha kaoz all n’intentont nemet ar pezh a dishilh dezho o boest sonerezh… Ar bed, emezi, o vont war he genoù. Darbet ‘oa dezhi ivez kouezhañ war he genoù pa savas diwar he c’hador da lakaat lein war an tan. A-dal ma paouez da vale eo morzet raktal gant ar remm.
« Prest eo lein ? a c’houlenn ur paotrig o tont en ti.
— A, te zo aze Herve ?
— Ya, gwelet am boa Alan ha Pêr dec’h da noz. Akord int ‘vefe graet un tantad emberr, ma teufec’h ?
— Ya, met pelec’h ‘ta ?
— E traoñ an hent kozh zo ur bern struz troc’het, war ar blaenenn vihan a hont e- kichen ho park ez eus ur plas brav ha didañjur.
— Itronezed ar vilin zo aze an deizioù-mañ, laouen e vint sur o kaout un tantad en o c’hontre nevez. Ret ‘vo dit Herve mont da lavarout dezho… »
Daoust, a soñje ar vaouez kozh, hag-eñ ne bec’han ket o tegemer estrenien ‘n hor c’helc’h. Nann, goude tout n’int ket eus gouenn ar mac’her. Ha neuze gant ‘bep seurt koad eo ret ober tan, pa vez c’hoant da zasorc’hiñ un tantad.
21 a viz Mezheven 1965