Skrivañ

Merc’hed er Sened-Meur… Un nevezenti. Ha souezhus emichañs evit kalz. Un neve- zenti eo ivez, a gredan gwelout rener ur gelaouenn vrezhonek o sevel ur pennad- skrid a-zivout ar merc’hed e Breizh. Daoust ma n’en deus ket gortozet Emsav Breizh skouer ar Sened-Meur da reiñ renk d’ar merc’hed a volontez vat d’ober o lodennig war an dachenn.

Met fentus eo klevout Ao. Rener Barr Heol o c’houlenn : perak ez eus ken nebeut a verc’hed e Breizh o skrivañ en o yezh ? Fentus endeo, dre ma lavar e-unan, teir linenn izeloc’h : e Breizh evel e lec’h all, peogwir eo gwelloc’h latennet ar merc’hed eget ar baotred e vez lavaret an tri-c’hard eus ar brezhoneg gant ar merc’hed. Ac’hanta ! sede dres ar respont eno d’ar perag. Mar komz ar merc’hed an tri c’hard eus ar yezh, ne van nemet ar c’hard gant ar baotred. Neuze evel-just, evit tapout ar c’hempouez (peogwir eo renet ar bed gant lezennoù ar c’hempouez) eo ret mat dezho lakaat dre skrid an tri c’hard all se n’o devez ket bet lec’h da lavarout dre gomz. Ha bepred, dre efed lezenn ar c’hempouez, ar merc’hed na chom ganto nemet ur c’hard da skrivañ. Sklaer eo.

Bremañ, a-raok tamall netra dezho, e vefe ret gouzout dre sur, ha skrivañ a reont  e gwirionez ar c’hard eus pezh a vrezhoneg a vez skrivet en holl ? Marteze a-walc’h ne dapont ket ar gont. Neuze avat, ‘vo ret dezho troñsañ o milginoù, tufañ e palv  o dorn ha kregiñ ‘n o benveg skrivañ… C’hoazh eo ret gouzout war betore tachenn e tleont dougen o striv.

Lavarout a ra c’hoazh an Ao. Rener : e pep kelaouenn evit ar bobl, ez eus ur c’horn miret evit ar merc’hed. Sed aze kaozioù drol avat ! Ur c’horn ? Ur c’horn ! Met petore korn ‘vo hennezh e kelaouennoù an Emsav ? Ar c’horn ma vez lakaet ar vugale e pinijenn ? Pe ar c’horn-se eus ar porzh ma vez savet e-barzh ur siklud evit ar yer, dezho da ragachat ha da c’hragailhat etrezo, evel ma intentont ? Pe marte- ze ‘velkent (ya, kentoc’h) ar c’horn-se eus ar park nesañ d’an ti a vez miret a- ratozh evit ober ul liorzh. Ul liorzhig koant e-lec’h ma teuer da ziskuizhañ, da guntuilh bleuñv ha da brederiañ un nebeud (dreist-holl ma ‘z eus e-barzh ur bra- tellig gant un azezenn).

Ha piv a vo al liorzhourez ? Ha petore louzaouennoù gonit e-barzh ? Petore bleuñv ? Mat eo kaout, sur, sekredoù keginerezh, doareoù aozañ boued. Gant avat ma ne vo ket traoù re goustus d’an amzer ha d’ar yalc’h. Meuzioù tu d’ober anezho ar muiañ ma c’heller gant traoù ar vro : frouezh an douar hag ar mor, amanenn ha laezhaj. Arabat komz dimp eus re a orañjez ha bananez ha margarin ha planta ha me ‘oar. Se zo isañ an dud da gas o arc’hant er-maez eus ar vro ; hogen n’omp ket re binvi- dik en holl… Evit pezh a sell ouzh labourioù-dorn : broderezh, dantelezh, stamme- rezh, rouedoù hag all, ret ‘vefe kaout tresadennoù da heul evit bezañ komprenus, ha re vihan eo ar plas.

 

Betek amañ, n’am eus komzet nemet eus traoù danvezel. Ha koulskoude karout a rafen gwelout al lodenn vrasañ eus hol liorzh gouestlet d’ar speredel. Pennadoù e- giz ma ra lod eus ar c’helaouennoù gallek katolik, evel da skouer, re Geneviève Lainé, pe Marie-Louise Liselotte gwechall. Pennadigoù pe « bilhedoù » skrivet buhe- zek ha kentelius. Sur on, pe dost, ez eus ouzhpenn unan eus skrivagnerezed an Emsav barrek da voueta lennerion pe lennerezed ar c’helaouennoù brezhonek gant magadurezh nerzhus d’ar spered, barrek da zeskiñ dimp an tu da gemer ar vuhez dre he zu gwellañ, ha lakaat donezonoù pep hini da dalvezout evit mad ar vro : koulz danvezel ‘vel speredel.

En diavaez eus Kudenn ar Merc’hed e kemeran aotre da gomz eus un dra hag a garfen gwelout alies ‘n ur gelaouenn vrezhonek : ur pennad bennak a vezegiezh. A- viskoazh on bet dedennet gant an arz-se, hogen morse ne gavan pennad ebet a- zivout yec’hedouriezh, en tu all d’an alkoolegezh. Bez’ ez eus koulskoude ‘michañs mezeged vrudet en Emsav. Neuze *… Ma vije bet un nebeud muioc’h a gouerion o lenn ar c’helaouennoù brezhonek, am bije goulennet ivez pennadoù war al labour- douar. Siwazh ! Ar c’hoad, a gredan, a zo o vont da gemer kalz a lec’h e Breizh, dre ma ranker dilezel mui-ouzh-mui an douaroù-labour re grin, re arblaen, re ziaes da labourat gant mekanikoù. Tonket eo ar seurt douaroù da vezañ lakaet dindan goad. Prizius e vefe eta kaout studiadennoù diwar-benn a bep seurt plant-koadañ. Ur Remont Jestin bennak marteze ‘vefe barrek war an dachenn-se ?

Ret eo ober gant hor yezh war gement tachenn zo. Re bell amzer eo bet lezet a- gostez. Poent eo he diverglañ.

 

23 a viz Genver 1965

 * Bennozh da Anjela evit ar mennad-se. Goulennet ez eus bet dija seurt pennadoù gant rener B.H. digant medesined akuit war o micher ha war ar yezh, met betek-henn n’en deus ket tizhet kaout e vennad.