Kanaouennoù evit ar vugale
Kanaouennig ar c’hadig
Ur c’hadig, div c’hadig, teir c’hadig rouz
Lojet en noz-mañ er bern plouz
Warc’hoazh da noz ‘refont ‘darre
Ma gallan, ma gallan, me ‘dapo ‘nê
Ur c’hadig, div c’hadig, teir c’hadig wenn
Lojet en noz-mañ er bern foenn
Warc’hoazh da noz ‘refont ‘darre
Ma gallan, ma gallan, me ‘dapo ‘nê
Ar butun
Ar butun zo ur mignon d’an den ‘vez e-unan
Pried ur wreg direzon a gonsol en e boan
Pa sant mañch ar skubellenn prest da vont war e choug
E laka ur brizennig hag ec’h a en e roud
Ar minored
Ni ‘oa manet hon-daou minored
‘Barzh ar bed-mañ war-lerc’h hon zud
Me a vale dre ar proviñsoù
Ha hi a vev en solitud } 2 wech
Kanañ ‘ra ar martolod
‘Vit ma klevo ma c’hoar Perrinañ
Gant ar mare e yel ma mouezh
Zo ‘barzh en kouent Santez-Annañ
Tri bloaz so pañsionerez.
Marzhin
Marzhin, Marzhin, pelec’h ‘c’h it-hu
Ken beure-mañ gant ho ki du ?
Da huneta, ma mabig, ma mabig
Da huneta, toutoui la la
An « Tour de France », gant Thomas Camlez
‘C’h an da guitaat Treger
Ma mestrez, ma lignez
Ma mamm ken familier
Ha leun a garantez
Ha ‘c’h an da vale bro
D’ober ma zour-da-Frañs
Adieu ‘ta, kenavo !
D’an holl, boneur ha chañs
Me ‘dremen kêr ar Roc’h
Ma c’holier dibrennet
Ma lak en em sac’h broc’h
Galleg na ouien ket
Amañ ‘m eus kollet naet ar soñj eus ar son. Bepred eo bet ur c’hrogad er Charañt. Erru e Bourdel e lâr evel-hen :
Ar gwin hag ar merc’hed
Zo fentus dre eno
Neb deu re d’o c’haret
Gwall rafe chom ‘n e vro
Tremenet en Toulouz ‘n deus gwelet feunteun vras ar Perou ?, skol ar vedisined a renk uhe- lañ zo.
Da Varseilh ac’hane
E teuis prontamant
Ar ger gaer a C’hreisteiz
Pinvik ha kenwerzhant
C’hwezh ar gleurc’h war an tan
Doue na santan mui
Ha merc’hed Perwenan
Zo tri c’hant lev ouzhin
Met evit tostaat dê
Me ‘dro war ma zalon
Joaus, kontant ha gê
Dre Eks hag Avignon
Er gêr-mañ ‘m eus gwelet
Palez an Tad Santel
Ur pont kozh ha flaouiet
War e greiz ur chapel
Ha da Nim ac’hane
Neuze ‘c’h on diskennet
E-lec’h ma habite
Gwechall ar Romaned
Gwelet an arenoù
‘Lec’h ma ‘c’h eer da c’houren
Un tour plaset eno
Uhel war an dosenn
A templ a Dianez
An Ti-karrez ouzhpenn
A zo graet gant adres
Imposupl da gompren
Salud Lyon-sur-Rhône !
Er gêr-mañ ‘n deus brilhet
Fleurenn ma yaouankiz
‘Mesk an ebenisted
Daou vloaz en onestiz
War dregont artizan
‘Oa deus ma dirijan
Ha dindan ha war-benn
Partout on ar c’hentañ
Adieu, Lyon-sur-Rhône
Poent eo din soñjal par
Partiañ da Vacon
Adieu ‘ta, bro jakar
Dre Dijon, dre Aukserr
Dre Droy, Melun, hep keuñ
Lutes, ma c’hozh komer
‘Mañ ‘r Seltik war da gleuñ
Setu me en Pariz
Babilon diouzh ar c’hiz
O tibitañ ar c’hoad
En giz d’an enizi
Adieu kapital ar Frañs
Diaes, koant ha treitour
Dre Chart hag Orleañ
Dre Vloa me ‘ya da Dour
Dre ‘r Mañs, Añje, Poitie
Me ‘retorn d’ar Charañt
Fidel d’am fromes
Ma mestrez zo kontant
Doue, Tad Eternel
M’ho ped, diwar ho tron
Plijit diskenn ur sell
War ma humbl union
Neuze e retorn d’ar gêr, d’e vro Breizh.
Salud lec’h ma c’havell !
Te, ma mamm, a welan
Arru eo ho pugel
Joaus ‘vel fleur an hañv
Pebezh joa d’ur Breton
Gwelet c’hoazh e gloched
Presbital e berson
Hag e vuiañ karet
Krapat ‘n ur gwele kloz
Diwar e vank-tosel
Ha kemer da repoz
War ur c’holc’hedad pell
Gwreg ar paour
Na gwechall, pa oan-me matezh
Me ‘douge ar rubanoù
Bremañ me ‘doug ar vazh valan
Ar bisac’h d’ober an dro
Na gwechall, pa oan-me matezh
‘N un ti mat o servijiñ
M’am bije me kroz hirie
Warc’hoazh n’am bije mui
Me ‘dape krog em dilhad
O lakae war va skoaz
Adieu deoc’h ma mestr, emon-me
Adieu, m’ho trugarekaa
Me ‘wel erru ma landruilenn
En e zorn ur geuneudenn
Adieu deoc’h
An ever gwin
En anv Doue, pa vin maro
Ma interrit ‘n kav ar gwin
Ma fenn ‘vo ‘ndan ar varrikenn
Ha ma genou ‘ndan ar pin
Ha ma tiverr un dakennig
D’am c’halon, vad a raio
Ha ma tidal ar varrikenn
‘Leizh ma c’horf, me am bezo
Merc’h ar botaouer-koad
Na pa vez Naig ar Bouder
Merc’h ur boutaouer-koad,
Me a rafe ma mestrez
Ane’i a galon vat
Kentañ ‘m boa bet an enor
D’hallout parlant ganti
E oa o kerc’hat bara
A di forn Kerdangi