Furchet em eus pevar c’hanton
O klask ur plac’hig a feson…
Pe en ur gemmañ un tammig an eil linenn eus ar son boblek-se :
Furchet em eus pevar c’hanton
O klask ur varzhez a feson…
Hogen arabat din ober gant ar ger barzh, pe varzhez, peogwir ne fell ket d’an hini he deus savet ar barzhonegoù a zo el levr-mañ e vefe graet « ur barzh » anezhi. Komzomp eta hepken eus barzhoniezh ha deomp da furchal, da welout ha kaout a raimp barzhezed un tu bennak…
Klaskomp da gentañ e levr brudetañ ar bed : ar Bibl ! Ma ! Kouezhet va biz- meud em dorn : gant paotred ez eo bet skrivet an Testamant Kozh hag an Testa- mant Nevez. Ar Salmoù — anezho barzhonegoù — a zo diwar zorn paotred hepmuiken, gant ar Roue David en o fenn. Er Bibl a-bezh e kaver hepken teir barzhoneg savet gant merc’hed : gant Anna, mamm Samouel, gant Yuzid, intañ- vez Betulia, ha neuze gant ar Werc’hez Vari ; ha c’hoazh sur-mat emañ roud dorn paotred war ar barzhonegoù-mañ o- unan. Furchomp en Henamzer ! En Henamzer glasel hepken, rak a-hend-all, e vefe re hir hor furchadeg. E latineg ? Hini ebet. E gresianeg, unan dreist-holl, Sappho. An istorourien hag ar sosiologou- rien o deus, evel-just, ur respont da reiñ dimp, war ar poent-se : komz a raint hep mar ebet eus renk izel ar merc’hed er gevredigezh, ha piv ‘oar ? e skoint ganimp komzoù Sant Paol : « Taceant mulieres — Merc’hed ! serrit ho kenou ! »
Met er Grennamzer, daoust hag-eñ e kavomp kement-se a verc’hed hag o deus staget o anv ouzh ar varzhoniezh ? Menegomp evelkent unan hag a blede gant danvez Breizh : Mari a Frañs. Rouez, ya, rouez-meurbet, e seblant bezañ ar merc’hed troet da skrivañ barzhoniezh.
E Breizh, pa ne deo ket ur vro eus ar vrasañ, ne c’heller bezañ engortoz da welout merc’hed diouzh an druilh oc’h ober war-dro ar varzhoniezh. Kuit da gomz eus merc’hed hon amzer-ni, komzomp eus ar re a zo aet da Anaon, n’eus ket keit-se zo c’hoazh. Ar roll anezho a gaver en Istor Lennegezh Vrezhonek an Amzer-Vremañ, gant Abeozen, p. 51-54 : Anna-Mari Roparz, mamm Jaffrennou- Taldir, Marianna Abgrall, Konstanza ar Merrer, Loeiza Charran, Filomena Kadored (Koulmig Arvor). Ez-verr ha mattre e lavar Abeozen ar pezh a zo da lavarout diwar-benn pep hini eus ar merc’hed-se. Menegomp ouzhpenn, daoust ne deo ket gwall-bonner ar samm- barzhonegoù savet ganti, Gwenfrewi, skrivagnerez e rannyezh Gwened.
Daoust ha ne vefe ket roet d’ar merc’hed donezon ar varzhoniezh gant kement a largentez ha ma vez roet d’ar baotred ? Pep hini a c’hell kaout e gredenn war ar poent-se, met va c’hredenn-me eo o devez ar merc’hed o lod ken frank hag hini ar baotred ha marteze frankoc’h. Rak gant danvez kizidikoc’h ez int graet. Met un islonk a zo etre « bevañ ar varzhoniezh » hag he « lakaat war ar paper ».
Arabat disoñjal kement-mañ : mar ne grou ket atav ar merc’hed a varzhoniezh ec’h ouzont petra eo ar varzhoniezh hag e viront anezhi evit ar re all. Sellit eta ouzh Marc’harid Fulup, unan ha na ouie ket skrivañ, ha lavarit din hag-eñ ne ouie ket petra e oa ar varzhoniezh, daoust na rae nemet kanañ traoù ha n’eo ket ganti eo e oant bet savet.
Pa oa bet gouelioù-bras, e Plûned, d’ar 16 a viz Gouere 1971, en enor da Varc’harid Fulup, e oa bet lakaet e-harz he delwenn nevez, war blasenn ar vourc’h, ur bokedig-brug. Bet degaset di eus perzh Anjela Duval. Testeni splann eus al liamm — liamm ar varzhoniezh — etre ar skrivagnerez eus Traoñ-an-Dour hag ar ganerez Gwerzioù ha Sonioù a Bluned.
Techet e vefen eta da grediñ e sant donoc’h ar merc’hed barzhoniezh ar bed hag ar vuhez, met ne soñjont ket ne gredont ket lakaat dre skrid ar varzhoniezh-se ; pe ez eo re greñv da vezañ dis- pleget gant gerioù ? pe e kav dezho ne dalvez ket ar boan ?
Setu perak ez eo ur misi evidomp gwelout o tonet er-maez ul levr barzhonegoù savet gant ur vaouez, ur vaouez hag a zo aet a-benn bremañ ar vrud anezhi kalz pelloc’h eget he C’houerc’had genidik hag he Zraoñ-an-Dour. Unan hag he deus gouezet reiñ ur vouezh d’he Douar, hi peizantez ganet, savet hag o vevañ e- kreiz ar maezioù.
« Kan an Douar », setu an titl roet d’an dastumad barzhonegoù-mañ e-lec’h m’en em vesk e gwirionez kan an Dour gant kan an Douar, kan ar Bleunioù, ha kan ar C’hleier evit ober ur Simfonienn Veureel eilet gant trouz botoù-koad un devezhour kozh o vont d’e labour. Met ken frouezhus, ken strujus eo bet Douar Anjela ma’z eus bet ranket lezel tremen kant eus he barzhonegoù hep o enklozañ en teskad-mañ !
Amañ e kavot Bed Anjela, Anjela hag he Bed. Buhez Anjela, Anjela hag he buhez. He c’halon, he loened, he c’hazeg, he chas, he loened-korn — evel itronezed oc’h ec’hoazañ war ar geot en ur c’hoari gant o divskouarn evel aveler —, ar plant, ar bleunioù gant ar roz-kamm o tiflukañ abred ouzh pantennoù ar stêr-Leger, ar gwez o c’houzañv poan dindan daolioù bouc’hal an divarrer, he farkeier : met he zud ivez, he zad, he mamm, he c’hoar, he mignoned, holl zegouezhioù he buhez ; he feiz ha neuze he yezh hag he Bro. He c’harantez. Met ivez an droug hag ar fulor a sav enni ouzh kement hini a venn distrujañ kened ar maezioù, ha diskar hor Broadelezh. Met perak komz eus ar pezh a zo el levr-mañ ? ne ran nemet difaganiñ an teskad-mañ gant va disklêriadurioù e yezh-plaen. Gwelloc’h lezel al lennerien da zizoleiñ o-unan, gant estlamm, Bed Anjela…
Met en dro-mañ, emaon tre, evel ma vez lavaret, e-kichen ar blakenn ! Bed Anjela ! Daoust hag e c’heller komz eus Bed Anjela ? Evel pa vefe un disparti etre- zi hag he Bed ! Etre ar Bed e-lec’h m’emañ hi o vevañ hag hi hec’h-unan ? Nann ! n’emañ ket ar Bed-se diouzh un tu, hag Anjela diouzh un tu all o lenn ennañ evidomp e gevrinoù, pe mar kirit evel ur wenanenn o sunañ an dourenn anezhañ d’he zreiñ e mel evidomp ! Tamm ebet. Anjela hag he Bed ne reont nemet unan, o vevañ an hevelep buhez, evel ur c’horf bev hag Anjela an teod anezhañ. Eno emañ ar Varzhoniezh, ar gwir Varzhoniezh : an unaniezh don ha kevrinus etre ar barzh hag ar bed.
Da c’hras Doue n’eo ket mui ar Varzhoniezh, e Breizh, ar pezh a oa n’eus ket pell c’hoazh : tostoc’h ouzh stumm gwerzaouañ ar C’hallaoued, er XVIIvet kantved, eget ouzh Barzhoniezh. Setu end-eeun ar pezh a ra gwander oberennoù, o ! bravik ha koantik ha plijus alies, ar merc’hed hon eus meneget uheloc’h : kalz nesoc’h o oberennoù d’ar gwer- zaouerezh eget d’ar Varzhoniezh. Met diouzh o amzer e oant ha ne c’heller ket tamall an dra-se dezho.
Anjela a zo ivez diouzh hec’h amzer, ha setu perak e oar gant peseurt yezh ober : yezh he c’havell, yezh he bugaleaj, yezh he yaouankiz, yezh he labour, yezh he Bro-Dreger, ya, met ur yezh pinvidikaet, galloudekaet gant ar studi he deus graet warni dre zaremprediñ ar skrivagnerien a ouenn vat.
N’eo ket aet Anjela d’en em luziañ e pez- hioù hir, na da skrivañ war un ton bras. N’he deus ket klasket sevel barzhonegoù kloz, diaes da veizañ ha da heuliañ. Chomet eo hi hec’h-unan, evel ma oa, evel m’emañ. Hag an neb a lenno al levr- mañ a advevo a-unan gant Anjela kement he deus lakaet e « skrin he gwerzennoù ».
Ar seurt barzhonegoù ne c’hellont ket koshaat rak ar gwir Varzhoniezh a zo ganti promesaoù ur yaouankiz peurbad.
* Pennad bet embannet en Anjela Duval, Kan an Douar, Al Liamm, Brest, 1973