Piv ?

M’am befe bet mibien
Am befe o armet
Am befe graet anezho marc’heien
Marc’heien an douar
O armet am bije
Gant va armoù din-me
An armoù-se am eus stourmet ganto
Va Buhez-pad…
Stourmet ouzh an drez
Stourmet ouzh ar spern-du
Ouzh ar brulu hag an askol
Ouzh ar raden alouber
An onkl hag an treuzc’heot
Ar gweg… ha mil louzaouenn fall all
Ken ar re a voug an trevadoù
— Ken ar re a voug ar goustiañs —
Feal on bet atav d’am ger-stur :
— Stourm a ran war bep tachenn —
Va buhez ‘vo bet ur stourm
Hag e dibenn va amzer
E dibenn va nerzh
E huanadan
Piv a gemero va ger-stur ?
War va lerc’h ?
Piv a gemero va armoù ?
Pa gouezhint eus va daouarn
Pa n’em eus ganet mab ebet…

9 a viz Here 1978