Kement tamm paper mat da vezañ skrivet warnañ a veze arboellet gant Anjela. N’eo ket hi a vije bet gwelet o teurel un tamm bara kuit ha kenkoulz all an diste- rañ paper gwenn a dalveze bara evit he skritur. Er skol e tape ar vugale ar pleg da espern paper ha kaieroù. Kaieroù brouilhoñs a veze roet deomp goude bezañ bet desket skrivañ war un ardoazenn. Ha war ar c’haieroù-se e rankemp skrivañ gant ur c’hreion du betek war ar varzenn ha goude-se adskrivañ gant ur bluenn e liv violet un eil gwech ken e veze toullet ar paper a-wechoù ! Hag echu ganeoc’h ho kaier e oa ret e ziskouez d’ar seurez. Evit deskiñ gwriat e oa heñvel, ret ’oa implij an disterañ tamm neud div pe deir gwech ken e vezec’h dalc’hmat o lakaat an neudenn e toull an nadoz.
Brouilhoñs Anjela ’oa n’eus forzh petore tamm paper, gouleier lizhiri peurvuiañ. Levr Tad-Kozh Roperz-Huon a zo bet skrivet war eizh kaier skol. Skrivañ a rae war ar bajenn dehoù o lezel ar bajenn gleiz e gwenn, mat evit peurglokaat he skrid diouzh an ezhomm, pe diouzh ret evit difaziañ. Met ar pep bravañ graet gant Anjela e oa kas hetoù d’he mignoned war follennoù paper pleget e pevar alies ha peget warne raden, bleunioù pe delioù bet kutuilhet ganti. Paperoù all a veze c’hoazh e ti Anjela : paperoù bruderezh ’oa ar re-se. Hiniennoù a veze peget pe staget war ar speurenn goad a veze e pep ti war ar maez o tispartiañ ar pezh annez. Gwelet a raed evel-se « bevañ ha labourat er vro », Breuriezh Sant Erwan o kinnig adkempenn ur chapel, KEAV evit deskiñ ar yezh, Diwan, Skol Ober, « hep brezhoneg Breizh ebet » ha meur a dra all…
Un deiz bennak, Anjela aet faezh hag og gant al « laeron-amzer » hag ar « saverien o fri », em eus lennet en ur vont tre en ti : « N’entrez pas, ici virus autonomiste ». Un Dregeriadez e oa, c’hwi ’oar mat…
Lannuon, d’an 12 a viz Gouere 1999