Kontet gant Ki-Stop d’e vreudeur vihan
Raktal evel m’edo bet krouet ar c’hi a lipas e zorn d’an Aotrou Doue hag an Aotrou Doue a flouras dezhañ e benn.
« Petra ‘fell dit, Ki ?
— Aotrou Doue mat, c’hoant am eus da vont da lojañ du-se en Neñv, war dorchenn an treuzoù dirak an nor.
— Va feiz sur ne deui ket ! eme an Aotrou Doue. N’am eus ezhomm ki ebet, peogwir n’am eus ket krouet c’hoazh al laeron.
— Ha pegoulz o c’hroui, Aotrou ?
— Biken. Skuizh on. Sell, pemp deiz zo emaon o labourat. Poent eo din diskuizhañ. Setu te graet ki, va gwellañ krouadur, va fennoberenn. Gwelloc’h eo din paouez dre aze. N’eo ket mat d’un arzour en em regas, hag esaat mont dreist e Awen. Ma talc’hfen da grouiñ on barrek da c’hwitañ war va zaol, pe d’ober labour fall… Kerzh, Ki ! Kae buan da chom war an douar. Kae ha bez evurus. »
Ar c’hi a laoskas un huanadenn hir.
« Petra ‘rin war an douar, Aotrou ?
— Debriñ ‘ri, evañ ‘ri, kreskiñ ‘ri, ha sevel a ri chas bihan. »
Ar c’hi a huanadas c’hoazh tristoc’h.
« Petra ‘fell dit ouzhpenn ?
— Te, Aotrou, va Mestr, ne c’hellfes ket, te ivez, dont da chom war an douar ?
— Nann, eme an Aotrou Doue, nann, Ki ! Ne c’hellan ket sur mont da chom war an douar da zerc’hel kompagnunezh ganit. Sell an holl draoù am eus amañ war va c’hont : an Neñv, an Aelez, ar Stered, me ‘lavar dit, se zo un tregas. »
Neuze ar c’hi a blegas e benn hag a grogas gant e hent. Met bez’ e retornas.
« A ! da vihanañ, Aotrou Doue mat, da vihanañ ma vije bet du-hont un doare mestr heñvel ouzhit.
— N’eus ket, eme an Aotrou Doue, nann, n’eus ket. »
Ar c’hi en em reas bihan-bihan, izel-izel, hag a erbedas en ur dostaat c’hoazh siou- lik :
« Ma karfes, Aotrou Doue mat, bez’ e c’hellfes bepred ober un esa.
— Dibosupl, eme an Aotrou Doue, ar pezh am eus graet am eus graet. Va oberenn a zo echu. Biken ne grouin ur boud gwelloc’h egedout. Ma kroufen unan all hiziv, en santout a ran e-barzh va dorn dehou, hennezh a vefe graet fall.
— O ! Aotrou Doue mat, eme ar c’hi, se ne ra mann ebet hag e vefe c’hwitet, graet fall, gant ma c’hellin mont d’e heul pa’z ay da vale, ha kousket e-harz e dreid pa chomo da ziskuizhañ. »
Neuze an Aotrou Doue a voe estlammet o welout en devoa krouet ur c’hrouadur ken mat ha ken kizidik. Hag e lavaras d’ar c’hi :
« Kae, Ki ! Graet e vezo hervez da c’hoant. Sevenet e vezo da vennad. » Ha distroet d’e labouradeg, e krouas an Den.
N.B. — An Den a zo graet fall, evel-just. Lavaret mat en devoa, an Aotrou Doue. Met ar c’hi avat a voe evurus-meurbet.
(Diwar Marie-Noël)
[1964 ?]