« Rouez, ya, rouez-meurbet, e seblant bezañ ar merc’hed troet da skrivañ barzhoniezh » a skrive Klerg e 1973 1. Hervezañ e oa ken donezonet ar merc’hed hag ar baotred e-keñver barzhoniezh, nemet marteze ar merc’hed ne gredent ket lakaat pezh a santont war ar paper. Me ne gav ket din e vije nebeutoc’h a verc’hed « troet da skrivañ » barzhonegoù. Un afer degouezhioù eo, e-barzh ur gevredigezh roet, ma c’hallont ober pe get. N’haller ket lâret e vijent bet brou- det da skrivañ, barzhonegoù pe traoù all, romantoù, studiadennoù ha kement zo, betek nevez ‘walc’h zo marteze.
Evit pezh a sell deus Anjela Duval e soñj din he dije gellet chom mut, evel kantadoù a vaouezed all o doa kalzik a draoù da lâret ivez moarvat. Evit ur vaouez a zo bet embannet he skridoù, pet ha pet o deus bet skrivet en kuzh, perlezennoù koulz ha traoù didalvoud marteze, met chomet dizanav forzh penaos ? Ma ‘c’h eo deut Anjela a-benn da skrivañ, ha da vezañ embannet, eo liammet an dra-se gant darvoudoù he buhez. Met pere resis ? Penaos e oa bet kudennet ar fedoù, neudennoù he buhez, betek lakaat anezhi da gavout gant he c’hreion, « bihanik tra » 2, ar benveg ‘oa o klask dreist pep tra da ganañ gerioù he c’halon ?
Sell aze pezh zo souezhus gant Anjela, bet chomet betek he femp bloaz ha hanter-kant hep skrivañ mann ebet, goude bezañ hunvreet, bihan-bihan, dont da vezañ « une petite poétesse » 3. Techet e vezan, koulskoude, da leuskel a-gostez buhez ar skrivagnerien, ar re a vroust o dent bemdez, a ra tri fred ha me ‘oar 4. Met pa ‘vez kaoz deus barzhoniezh ‘c’h eo ur gont all. Ar barzh a gomz dioutañ da gentañ-penn. Eñ eo e dudenn bennañ, gant e soñjoù, e c’houlennoù, e c’hoantoù. En em c’houllet ‘m eus meur a wech ‘blam da betra he doa dibabet Anjela skrivañ barzhonegoù, kentoc’h evit romantoù. Pezh n’he deus ket bet lâret dimp gwech ebet.
Er barzhonegoù, muioc’h c’hoazh evit er romantoù, pe er c’homzoù-plaen, ne vez ger ebet lakaet aze dre zegouezh. Pep hini a vez dibabet, choazet, sellet a-dost, distaget, santet, lakaet da lufrañ e-kichen ar re all. Ha da bep hini e vez kavet ur plas, a vo e hini dezhañ ‘metken. N’he deus ket bet displeget Anjela penaos e save he barzhonegoù, din da c’hoût. Tout pezh a ouier eo pevare e lakae anezhe war baper. Met diwar ar paperoù he deus laosket war he lerc’h e c’haller soñjal e save anezhe en he fenn, keit ha ma veze o labourat he douaroù 5. Memestra, pa weler follennoù zo, ‘lec’h ma kaver stummoù « kentañ » barzhonegoù zo, n’haller ket ijinañ n’he dije ket graet al labour kizellañ ar gerioù-se.
‘Blam da se eo ‘c’h on bet o furchal en he barzhonegoù, o klask mont da heul ar gerioù he doa hadet evel kement maen bihan. Chomet on gant he barzhonegoù kentañ, da lâret eo un hanter-kant bennaket bet skrivet etre 1961 ha 1963. Enne e kaver, a gav din, danvez hec’h oberenn holl, pe tres an danvez-se, ha dreist-holl respontoù d’ar goulennoù a raen tuchant…
An dle
Pouez ar re varv
Pa lennan barzhonegoù Anjela e kav din ec’h int bet skrivet gant ur vamm. Ha hi divugel, ‘mit-hu, keuz ganti nompas bezañ ganet bugel ebet, ha mouest he malvennoù 6 gant ar soñj-se. Koulskoude e oa bet mamm he zud, mamm ar stourmerien, mamm an holl en ur mod, muioc’h c’hoazh evit ur vamm-gozh, ar roll-se roet ganti d’unan all (evel ma vo gwelet tuchantik). Sellomp a-dost deus « En koun eus va zad ». Ur skeudenn a ro er barzhoneg-se deus he zad, a zo hini ur mabig daoulagad glas-gwer (Va zad ‘oa ar mabig-se !). Ne soñj ket din e vije kalz a dud a ginnigfe o zad gant ur skeudenn a seurt-se. Pelloc’h e komz deus he ferzh gant he zud : O sikouret am eus da vevañ./ Gant va labour/ Sederaet un tamm o buhez/ (Gant va diboellachoù)/ Graet war o zro ‘n o c’hleñved… Amañ e kavan un heklev deus ar c’hargoù o devez an dud e-keñver o bugale, ha n’eo ket ar c’hontrefed. Ma n’he doa « ganet mab ebet », e oa bet mamm he zud. Petra en doa lakaet anezhi da asantiñ kaout ar perzh-se gante ? Tammoù deus ar respont a gaver c’hoazh er memes barzhoneg, a ziskouez dimp penaos e oa bet un dle dezhi chom gante, hi, ar verc’hig,/ Disheñvel deus eben/(…)/ Taer, amsent ha pennek, e-skoaz daou vugel all aet da Anaon en he raok, daou vugel c’hlan. Charlez da gentañ, Na reas nemet tremen !/ Gant sae wenn e vadeziant/ E retornas d’an Neñv. Start e vefe bezañ glanoc’h, ha koulskoude e oa bet Maria-Adela, Maia. Hag ar verc’hig-se ‘oa fur,/ Ha koant, ha seder, ha speredek,/ Hag e oa Heol he zud,/ Ha goanag o c’hozhni./ (…)/ Un ene ken kaer 7. Pouez an daou vugel aet da Anaon a oa war he chouk dezhi, a veve gant glac’har he zud war ar pemdez. Penaos n’he dije ket ar plac’hig en em santet kablus da vezañ bev ? Bevañ ‘rae en un tiegezh e-lerc’h ma veze gouelet d’ar re varv — hag Un dra n’hellas morse gouzañv:/ Gwelout he mamm o ouelañ./ Teuziñ ‘rae he c’halon! Amañ c’hoazh e klevan gerioù ur vamm dirak he bugel o ouelañ, pa n’eo ket ar vugale a glask frealziñ o zud peurvuiañ…
An dibab
Dleet e oa dezhi paeañ evit ar prof — ar vuhez — a oa bet laosket dezhi, ha hi ken dibarfet. Dav ‘oa dezhi miret ouzh he mamm a vezañ maleürus. N’he dije ket gellet mont kuit, gant an aon e chomfe goullo he c’halon dezhi 8. E « Barzhoneg meur » e sav Anjela roll ar soñjoù a c’haller dispakañ en ur barzhoneg. He soñjoù dezhi e oant, a gav din, ar re deñval deus un tu : soñjoù an Dispi, an Anken, ar C’hwervoni ; ar re sklaer deus an tu all : soñjoù ar Spi, ar Garantez, an Hunvre, al Levenez. Hag e-touez ar soñjoù du e veneg ivez soñjoù ar Binijenn. Dre zegouezh ? Meur a wech hon eus bet tro da lenn penaos n’he doa ket bet c’hoant da zimeziñ ‘blam d’he zud, met din da c’hoût, n’eus den ‘meti o tisplegañ ken sklaer dimp ‘blam da betra n’halle ket kuitaat anezhe. Bez’ he doa d’ober war-dro an hêrezh ivez, e plas ar paotr aet da Anaon. Moarvat ne oa ket gwall zisheñvel roll ar merc’hed en he spered deus pezh a veze soñjet gant an dud d’ar mare-se, pa veze kontet ar baotred bet ganet en un tiegezh, ha laosket ar merc’hed a-gostez : C’hwec’h breur a zeuas war e lerc’h,/ (Hep kontañ ar merc’hed) 9.
Un dra all c’hoazh a lakae anezhi da nac’hañ kuitaat he zi, moarvat, met deus se n’eus ket kalz a roudoù, nemet marteze en ur barzhoneg drolik, « Lellig ». Piv eo al Lellig-se, he deus kement a zisfiz ‘keñver ur Bed treitour:/ Chomet eo hec’h-unanig, Hep pried na karour ? Keit ha ma oa chomet Anjela gant he zud, oc’h ober war o zro, he doa gwelet he mignonezed o vont kuit. Buhez ur plac’h d’ar mare-se a oa, dre vras, eurediñ ha mont da heul e bried. E c’haller en em soñjal un tamm : petra ‘vije deut hon danvez barzhez da vezañ, ma vije bet dimezet hag euredet evel ar re all, evel he c’hamaladezed a gozh ? Met ne oa ket bet, abalamour da zarvoudoù diaes he buhez. Aet e oa gant un hent all, ha lâret « Kenavo » da Albertinig, tonket da ‘heuilh ar pried karet/Da c’hounit bara ‘r maez ar vro/Ha [hi] ‘chom ‘lec’h ma [‘oa] ganet/Heñvel eus ur wezenn-derv.
An diwaskadenn
Eno, e Traoñ-an-Dour ‘oa he gwrizioù, ar re a lakae anezhi da chom en he sav, a roe ur pal d’he buhez : ober war-dro ti he zud. Chom eno a oa miret al liamm he doa bet gante. Goût a reer penaos ne blije ket dezhi cheñch plas da draoù ar re varv, gant an aon ne chomfe mann ebet dioute ken (Met na ‘m eus biskoazh kredet/ Kemmañ dezhi he lerc’h/ Betegoût ‘vije bet marvet/ Ha ne chomfe mui netra ganin-me/ Eus ar pezh a oa bet dit 10). Met gant ur pal a seurt-se e tibabe ivez an digenvez. He zud-bugale aet kuit e oa tremenet ar c’houlz da eurediñ. E 1951, ur plac’h 46 vloaz ‘oa ur plac’h yaouank kozh 11. Startoc’h ‘oa dezhi soñjal eurediñ, pezh na vije ket bet gwir evit ur paotr (Chom a reas da benn-menaj/ Gant e vamm intañvez./ Ken ‘voe savet ar vugale./ Ha neuze e timezas/ Gant merc’h e amezeg). N’halle ket kontañ war peurrest he familh, Rak hini ‘nê ne gompreno/Va zamm buhez 12. Ne chome nemet an ti bihan, an dienez hag an digenvez. Ha pouez ar re varv, pe ar marv, ponneroc’h-ponner.
En tu all d’an dle
Dorn an ael
Un diwaskadenn nav bloavezh. Anjela ne gomz ket war-eeun deus ar bloavezhioù anken-se 13. Roudoù deus ar pezh he doa bevet d’ar mare-se a gaver e-barzh he barzhonegoù, en « Eil bugaleaj » da skouer, e-lec’h ma ra ur seurt bilañs deus he bloavezhioù kent, gant gerioù du (pilhoù, truilhoù, drailhennoù, froudennoù, sorc’hennoù, poanioù, kañvoù, daeroù) : resis a-walc’h eo an daolenn. Kinniget eo da Ivona Martin, ur vaouez all, he doa astennet he dorn dezhi. Ur vaouez a ouie, moarvat, petra ‘oa bezañ hec’h-unan, hag he doa komprenet e oa sachet Anjela war hent ar marv gant he re varv — Pa ‘z aen war-zu va bez, dinerzh ha diseblant,/ Dija hanter voredet, e skrive e « Hunvre ». Bez’ zo ur poltred, a blije kalz da Anjela, e-lec’h ma vez gwelet Ivona hag Anjela o tont deus dindan ur pont, o tont deus an deñvalijenn, Ivona gwisket e gwenn hag Anjela e du, an eil o heñchañ eben war-zu ar sklêrijenn, o sortial anezhi deus he diwaskadenn 14.
N’eus barzhoneg ebet o kontañ an istor-mañ, met ar pezh ne lârer ket, an traoù tavet, a dalvez kement a-wechoù hag an traoù lâret ; ha penaos trugarekaat an hini a salv ho puhez, en ur ziskouez ho pal deoc’h ? N’eo ket un dra aezet tennañ unan bennaket deus un toull ken du ; pet danvez barzhez o deus bet gortozet dorn un ael evel hemañ ? A-drugarez da Ivona ivez eo, moarvat, ma c’hallomp lenn bremañ gerioù lemm ur galon leun a vuhez.
Fromoù mouget ha kan an douar
Pa lâran « leun a vuhez » em eus c’hoant da lâret leun a fromoù kreñv. Un eston eo gwelet penaos e « sante » Anjela ar bed gant he femp skiant, gant he c’horf a-bezh. Gant he daoulagad — lennet hon eus bet holl pegen merket e oa bet gant he selloù ar re o doa anavet anezhi 15 — e verze holl livioù hag arlivioù ar bed. Ar gerioù o tennañ d’al livioù a gaver stank en he barzhonegoù. Gant he skouarn e ouie selaou an holl drouzioù ; ar ger « selaou » eo unan deus ar re ‘gaver stank ganti ivez. He daouarn a floure loen pe blant a gave war he hent, er-maez koulz hag en ti 16. He fri ne laoske ket an disterañ c’hwezh, frond treantus ha mezevellus 17, da dremen. Hag evit pezh a sell deus he zeod, gwir eo ne vez ket meneget kement-se blaz an traoù er barzhonegoù kentañ. An teod a servije da dañva blazioù diniver he yezh karet 18…A-unan e oa gant an douar, an dra-se zo bet lâret dija meur a wech. Met penaos ? Ouzhpenn evit bezañ a-unan gant an douar e oa-hi an douar. Un tamm ‘oa dioutañ. Estroc’h evit « an dervenn gozh » ‘rae diouti hec’h-unan ; a-wechoù ‘oa ivez ur radenenn. En « En koun eus va zad » e skrive diwar he fenn bugel : Gant he blev gell-kistin-rous/ Hag he daoulagad rous-du…/ (…)/ Kreskiñ ‘rae ‘vel ur radenenn. Mont a rae pelloc’h c’hoazh e « Hirnez », skrivet bloaz war-lerc’h : A ! Radenenn gell-aour !/ Arouez an douar krin ha paour… Bez’ e oa Anjela an douar, pe e elfennoù, hi a ouie « radeniñ » (piv ac’hanoc’h a oar ober se ‘vat ?). Rannañ ‘rae tonkadur an douar : Pebezh Tonkadur hon hini !/ Difrouezh ! Dibouez ! Dister ! Tremen ‘rae « Kan an douar » enni, drezi, ha — ken pinvîk evel ma oa — he dije gellet bezañ mouget gantañ.
War-zu ar varzhoniezh
Gouzañvet he doa Anjela, ‘blam d’al labour, d’ar skuizhder ha d’ar boan. Met soñjal ‘ra din ivez e oa deut he nerzh dezhi deus teñzor ar fromoù degaset dezhi gant he skiantoù. Un teñzor evel hemañ, koulskoude, ne dalvez nemet pa vez roet, er c’hontrefed deus an teñzorioù danvezel.
N’he doa ket dibabet skrivañ romantoù. Ar bed en-dro dezhi he doa ezhomm, marteze, da livañ evel ma wele, sante, c’hweshae anezhañ. Lemm eo ar fromoù a santer gant hon femp skiant, prim-ha-prim e skoont hon spered koulz hag hon c’horf. War-lerc’h e teu ar preder, hag ar gerioù dielfennañ. Stumm ar barzhoneg a glote gant ar fromoù, ar skeudennoù kreñv ha prim a deue dezhi. Ha n’on ket estonet ivez e vije bet sachet gant stumm an haiku japanat, a ginnig ur skeudenn, ur from kreñv, hag unan nemetken, gant un nebeud gerioù. Kan an douar eo kan Anjela, pe kan Anjela eo kan an douar, n’eus diforc’h ebet, ha n’eo ket souezh ma ‘c’h eo an titl-mañ he doa roet d’he dastumad barzhonegoù kentañ.
N’he doa ket c’hoant e vije graet barzhez diouti, a skrive Klerg c’hoazh 19. Met penaos reiñ un anv d’ar pezh e oa deut da vezañ ? N’he doa skouer all ebet heñvel outi, hag ar merc’hed a anaveze a veve diwar batromoù all. Hi, e-kichen, he doa graet war-dro he zud-bugale hep bezañ euredet. Met « un merveilleux secret » 20 he doa, ar gerioù-mañ o kas da soñj eus ar mod o doa ar merc’hed, gwechall, da gaozeal deus ur bugel o tont. N’he dije pried ebet — nemet, marteze, evel ar seurezed, an Doue he doa kred ha feiz ennañ —, met bugale he dije e-leizh.
Mamm an holl
O klask he familh
War-lerc’h bezañ bet mamm he zud, en ur mod, he doa gallet dispakañ ha lâret ar garantez a oa enni. Rak ur galon leun a garantez a oa he hini. Memes ma seblant bezañ simplik ar mod-se da welet an traoù, e c’haller lâret e oa bet war-bouez mervel mouget gant ar garantez n’halle reiñ da zen ebet : ar ger « karantez » eo unan deus ar re a zeu an aliesañ-tout en he barzhonegoù. E c’haller soñjal ivez ne vije ket bet deus Anjela Duval barzhez, ma ne vije ket marvet daou vugel kentañ he zud. Euredet he dije hini pe hini deus ar re o doa graet o goulenn outi, bet he dije bet bugale ha dezhe he dije roet tout ar garantez a oa enni. Daoust hag-eñ eo liammet se gant ar faltazioù koantañ, o doa tapet Da gentañ toull an nor ? Anjela ne ro ket an alc’hwez, met titl ar barzhoneg, « An dibab » a c’hell heñchañ ac’hanomp. Evidon-me, piv a ganfe ?/ Pa ‘m eus na kar na par/ A-re on war an douar/ Gant va c’halon goullo… Da lâret eo hep hini ebet da garet ? Met n’eo ket sur e vije bet trawalc’h kaout ur familh « klasel » evit ur galon ken leun a garantez. Goullo ? Goullo ? Emezout !/ Gaou a lârez, rak me ‘oar/ Eo da galon leun-barr/ P’eo gwir e karez pep Boud 21.
Mamm an natur
Mamm an holl e oa, ha mamm pep elfenn deus an natur da gentañ. Ar gwez a oa he bugale, hi « an dervenn gozh ». Gwelet a rae anezhe evel-se, o livioù tener, blizidik ha bresk,/ ‘Vel ur mennozh o tiwan/ En spered ur bugel 22. Komz a rae dioute evel pa vefent bet merc’hed, o welet, da skouer, « div goantennig » e div anezhe. Ha titl ar barzhoneg, « Stultennoù », ne ray ket gaou ouzhin : petra e vije ar « merc’hed »-se ‘mod-all ? Komz a rae oute evel ma dije graet ouzh he bugale, evel d’an onnenn e « Nevez-amzer » : ‘Vel a gari va c’hoantenn. E c’haller menegiñ an avaloù ruz-marellet ivez, kap da zañsal ar jabadao betek bezañ badaouet 23. Al loened, er memes mod, ‘oa he bugale ivez, ha ne rae gante nemet pezh eo sañset ur vamm vat ober gant he bugale, pa c’hall : diskouez dor ar bed dezhe ; digeriñ he dorn ha gwelet anezhe o nijal kuit (Va dorn me ‘zigor,/Nijet out a-denn-askell), ha reiñ Alc’houez ar Frankiz dezhe 24. A-wechoù, evel ur vamm ivez, e komze e plas he bugale hag e lâre « ni » e-lerc’h « int » 25.
Mamm he c’henvroidi
Mamm stourmerien ar vro e oa ivez. Heuilhañ ‘rae o zrubuilhoù, evel ur vamm nec’het gant he bugale. Poan he deveze gante hag evite, start e veze dezhi gwelet anezhe harzet ha toullbac’het — pe lazhet memes 26 —, int hag o doa respontet d’he galv 27 a-enep d’an « Alouberien ». Er barzhoneg-mañ e lenner, evit an deirvet gwech 28, ur ger zo nevez-bet rebechet outi bezañ graet gantañ, ar ger « gouenn ». Goût ‘walc’h a ra an nen, koulskoude, ne dalv ket ar ger-se ar memes tra en brezhoneg hag ar ger « race » en galleg. Da’m meno e kaver aze, gant ar ger-mañ just ‘walc’h, ur brouenn ouzhpenn deus ar pezh a glaske diskouez. Deut e oa an holl voudoù bev da vezañ he familh. Evel m’hon eus gwelet tuchant, ar gwez, ar plantoù, al loened a oa he bugale. He mibien henañ ‘oa ar Vretoned lorc’h enne o vezañ Bretoned, lorc’h enne gant o hêrezh, gant o zud kent : Va c’horf n’en deus ket o douget/Va c’halon padal he deus o advabet 29. Ur vamm-gozh o devoa holl ivez, stumm ur stultenn dezhi marteze, met ur vamm-gozh speredel e oa da vat : Breizh, he bro ; an hini he doa maget anezhi, ha roet ur pal nevez, ur gefridi nevez d’he buhez, p’he doa kollet he abeg nemetañ da vevañ. Kement-se e kont dimp e-barzh « Hunvre ». Er barzhoneg-mañ e lâr ivez penaos eo deut bugale wellañ ar vro — da lâret eo ar re a gar o bro, evel ‘vez graet « bugel mat » ouzh an hini a gar e dud — da vezañ he re dezhi.
Evit mont pelloc’h gant ar ger « gouenn »
Bras ‘oa he familh hag enni e kaved ivez he breudeur a boan, ar beizanted, he breudeur tramor, « Gourenerien Kernev Veur », ha kendirvi Iwerzhon, hag ar « ouenn »-se ‘oa kaoz diouti er barzhoneg-mañ ‘oa he familh, splann. Pa gomz deus yezh varzhus he Gouenn 30, hi hag a oa bet « adganet », ‘c’h eo deus yezh ar familh kelt ‘ni eo e komz. Da’m soñj eo dav bezañ lennet anezhi fall evit ijinañ he dije implijet ar ger-se gant ur ster gouennelour. Evel-just ne gredan ket e vefe dre fazi e vefe nevez-bet lakaet ar ger-mañ war-wel, en « oadvezh an diskred » zo arru warnomp 31. Pezh a lennan-me eo gerioù ravolt ur vaouez, ur vamm, o welout tud o tagañ he familh, hag ar fulor da gregiñ enni. Evel en ur vamm-loen o tifenn he re vihan. Goût a rae petra ‘oa koll unan deus e vugale. Pa lenner ar barzhoneg « Pedenn » ‘c’haller en em c’houll deus pelec’h e teue ar ouiziegezh-se dezhi, penaos he doa gallet santout poan ar vamm o welet he bugel marv. Evidon-me n’eo nemet ur skouer all a deu da greñvaat ma c’hredenn. Goût a rae ‘blam ma oa-hi ivez ur vamm, bamet gant unan all ken sioul dirak he c’hroc’hen drailhet. Evit echuiñ da vat gant ar ger « gouenn »-se ec’h eo gwir e komzas Anjela deus ur ouenn a-is, met eus ar Vretoned an ‘ni eo e komze ha n’eo ket deus tud all ! En em c’houll a rae hag-eñ ne dalveze ket he « familh » kement ha forzh peseurt familh all. Gwech ebet n’he deus skrivet e vije bet ar familh-se « a-us » d’ar re all, nann. A live gante ne lâran ket 32.
« Ar barzh zo benveg ur wirionez da zizoloiñ », a skrive Milan Kundera 33. Ur wirionez am eus-me santet, en ur lenn barzhonegoù Anjela. Gwirionez ur bed n’am eus ket anavet, ha me desavet en kêr, bed ar re a reer labourerien-douar, kouerien, troc’herien-buzhug, keinoù-melchon pe peizanted dioute. Ur bed a ya da goll, ha n’on ket evit lâret petra ‘vo an hini a gemero e blas. Marteze ne oa ket an holl beizanted evel Anjela. Daoust hag-eñ int bet spontet kement ha hi gant ar mod nevez d’ober gant an douar ha traoù an natur, a lazh kentoc’h evit ne ro ar vuhez ? « Naturel » e oa ar marv he doa darempredet Anjela, poanius a-walc’h e oa met ne oa ket da glemm outañ. En « Rosa Canina », e-lec’h ma adkemer un tem kozh, bet skrivet warnañ en galleg er Grennamzer dija, e tiskouez gant ur frazenn ‘metken, penaos n’eo ket ar marv fin an holl draoù. Ur frazennig a echu he barzhoneg : Met un all ‘digoro arc’hoazh. Evit ur vuhez kemeret e vez roet unan all gant an natur. Ha gant an den ? Ne soñj ket din e vije bet spontet Anjela o welet ar bed o cheñch. Goût ‘walc’h a rae petra ‘oa ar cheñchamant, petra ‘oa boudoù o leuskel o flas da voudoù all. Met tud ha modoù d’ober zo. Ha ma vez komzet alies deus Doue ganti, ne gomz gwech ebet deus an diaoul, nemet pa gomz deus an den, a gemer buhezioù ar re all evel ma vije perc’henn warne. Va buhez n’eo na din na dit, e skrive e « Krizder ».Tud evel he zad a save traoù a-gempouez gant an natur : Va zad en doa tennet ar vein,/ A doulladoù, a grogadoù,/ Eus e zouaroù/ (Da ziveinañ e barkoù) 34. Hi a oa unan eus karourien an douar/ Eus ar rummad-se o vont da get, en doa roet e holl nerzh, e holl vuhez d’an douar 35. Tud all, liammet gant ar bed nevez o tont, o doa doareoù all : Met un diaoul bras gant skilfoù/O tont d’am dispenn/Ar bulldozer ruz gant e bal ramzel/D’am sebeliañ er fozell 36. O den hep elevez !, a skrive-hi, petra a vez roet gantañ en eskemm d’ar vuhez a vez kemeret ?
N’em eus ket anavet Anjela. Met da’m soñj he doa lakaet en he barzhonegoù ar pezh he doa c’hoant da gontañ deus hec’h istor, istor he buhez, deus he soñjoù, deus he fromoù, deus he hunvreoù, deut da wir pe aet da get… Hag amañ emañ ar burzhud, n’eo ket e vije bet skrivet gant ur vaouez, met e c’hallfemp holl selaou he c’homzoù c’hoazh, sevel a-enep pe a-unan gante, ha hi aet pell diouzhimp holl pell zo. Met er Bed all ar paourig/[he deus] kavet ur C’harour ?
Ar vaouez kozh, a oa krog da skrivañ a-raok na vijen-me bet ganet, he deus kalz a dra da lâret dimp c’hoazh, diwar-benn ar c’houraj, arz ar varzhed, yezh hon zudioù, ar garantez (ha n’eo ket ur ger diamzeret). Gant ma vo klevet gant reoù all, a selaouo he mouezh, a ouio mont da heul he meinigoù-gerioù e-lec’h m’he doa hadet anezhe.
Notennoù
- En e rakskrid da Gan an Douar, ademban- net el levr-mañ.
- « D’am c’hreion ».
- Kontet zo bet din memestra penaos e oa bet taolet en tan, gant he mamm, ar skridoù kentañ bet savet ganti ez-vihan…
- Evit « la disparition de l’interprétation biographique d’une œuvre » eme Milan Kundera, pa gaozee deus ar romantoù just ‘walc’h e l’Art du roman (Gallimard, 1986), da heul reoù all evel Flaubert, W. Faulkner, V. Nabokov pe I. Calvino.
- S.o. Ronan Koadig, « Anjela Duval hiziv », el levr-mañ.
- « Trivliad ».
- Gw. e « Va Bed bugel » penaos e « veze roet [dezhi] gant [he] mamm [he] c’hoar vihan da skouer » ingal-ingal.
- « Beuregan ».
- (« En koun eus va zad ») E Breizh evel e lec’h all, ‘lârfen a-walc’h, hag ar fed e vire ar merc’hed o anvioù plac’h yaouank a ziskouez mann ‘met un dra : ar choaz o doa etre anv o zad hag hini o gwaz (her- vez un evezhiadenn graet gant Anne Guillou en ur c’hendiviz nevez zo).
- « Koun ».
- Goût a reer e oa bet kaset lizhiri goulenn-dimeziñ dezhi war an diwezhad (gw. « War “hent” Anjela », gant Ivona Martin) ; met ne laoskent ket kalz a blas d’ar « faltazioù koantañ » !…
- « Dienez ».
- En he lizhiri ne lâran ket, gw. arroudennoù lizhiri kaset d’ar seurez Saint-Michel d’ar mare-se (pennad Nathalie Caradec el levr-mañ), e-lec’h ma vez gwelet splann n’eo ket ar c’horf nemetken a oa klañv, met ar spered ivez, ha dreist-holl memes.
- Hervez pezh a lâre Anjela hec’h-unan : « An hini a garan ar muiañ eo e toull ar pont bras, aze hoc’h eus an aer da vezañ bet ouzh va c’herc’hat en deñvalijenn. An hini a zegas soñj eus sant Erwan a garan kemend-all, rak c’hwi, e filhorez hoc’h eus graet em andred un tammig burzhud ivez… », 2.8.63 (en ul lizher kaset da Ivona Martin ; s.o. he fennad, op. cit.), hag a zo bet kontet din gant Ivona Martin nevez zo.
- S.o. « Mouezh ur brofedez » el levr-mañ.
- « Bravig bev ».
- « Hirnez ».
- Lâret a ra e lec’h all (« Va Bed bugel ») e oa « barrek (…) da anavezout dre o blaz kement seurt koad zo en terouer, hep fazi. »
Evel reizhourez al lizherennañ a-vicher on bet souezhet ivez gant ar mod he doa Anjela da lakaat tiredoù hir (ar re a vez implijet e-barzh an divizoù) ha krochedoù (« ») e-lec’h ma ne vijent ket bet gortozet. Alies e lakae un tired hir e penn-kentañ ur barzhoneg (pa adskrive anezhe « prop » e-barzh he c’haieroù). Soñjet em boa da gentañ e oa ur mod da « alaniñ » a-raok en em lañsañ da skrivañ. Met bremañ e soñjan ivez e c’halle bezañ un dra all : he barzhonegoù a zo kement soñj he doa da roiñ da glevet. Skrivañ barzhonegoù e oa kregiñ un diviz gant ar re all. Hag a-benn ar fin, memes ma ne oa ket ur mailh (?) war ar poentadur, mechal hag-eñ ne oa ket ar merkoù bihan-se arouezioù an diviz he doa c’hoant da gaout gant ar re all…
- S.o. e rakskrid adembannet el levr-mañ.
- He lizhiri d’ar seurez Saint-Michel (s.o. notenn 13).
- « Beuregan ».
- « An delioù kentañ ».
- « Avaloù ».
- « Bravig bev ».
- « Koraiz an evned ».
- « E koun ur merzher ».
- Hervez ar ger implijet gant Laouenan, « Mouezh ur brofedez », op.cit.
- Kavet a reer anezhañ evit ar wech kentañ er barzhoneg « War verraat », e-lerc’h ma talvez « seurt » hep mar ebet, hag en « Eil bugaleaj ».
- « Evel ur mab », barzhoneg war follenn-distag.
- « Eil bugaleaj ».
- « … éviter la fausse innocence, en ayant dit clairement qu’on ne peut plus parler de façon innocente », Umberto Eco, Apostille au Nom de la
- He zestenn « Ivan » zo arouezius a- walc’h deus petra ‘dalveze ar « meskaj gouennoù » eviti…
- Milan Kundera, op. cit. (« Le poète est au service d’une vérité à découvrir. »)
- « Va zi bihan ».
- « Tonkadur ».
- « Ar c’hleuz ».