Leve ar paour

« Ur vazh baleet mat a dalvez kant skoed leve… »
Ur c’hrennlavar kozh eo hemañ. Pegen kozh ? N’oufen ket lavarout ; met ar pezh a ouzon, bet zo un amzer, tremen kant vloaz zo abaoe, emichañs e oa a-walc’h kant skoed da vevañ e-pad ar bloaz. Da vevañ sich, se zo sklaer, ha n’eo ket evel ur mon- dian.
D’ar mare-se, un devezhour a oa e briz dek gwenneg bemdez hag e voued. M’en deveze gwreg ha bugale er gêr sur a-walc’h ne veze ket druz ar peuriñ gante bemdez, rak n’oa sikour ebet a-berzh ar Stad da sikour sevel ar vugale.
Ul lodenn eus an devezhourien o doa un tamm douar war o c’hont o-unan, ur vuoc’h, daou bemoc’h pe un nebeud deñved, ur yar bennak. Lakaat a raent un tamm ed, un tamm ed-du, patatez, irvin ha piz ha fav.
Lod all n’o devoa nemet un netraig a liorzh, neuze, o gwreg ‘oa stammerez pe nezerez pe kannerez ma ne oa ket re garget a vugale.
Siwazh ! mareadoù amzer zo bet ne oa ket a labour d’an holl ; pe, mar boa labour, ne oa ket arc’hant e-mesk an dud da c’hallout paeañ tud d’o sikour. Neuze en em gave meur a hini rediet da vont en-dro da glask, pe vervel gant an naon.
Ar re gozh ‘oa se o lod ma ne vezent mui gouest d’ober o lod, den ne c’houlenne ar frot oute. Nemet en un ti pinvidik bennak ma veze miret ar servijerien gozh da vervel evel unan eus izili an tiegezh.
A-hend-all, ne oa retred ebet. Ne oa nemet bolontez vat ar re o doa un tamm moaien, met, evel ma vez lâret : « Truez zo berr da vevañ ». Ha bez’ ‘oa e-touez ar beorien meur a hini ha na blegent ket da astenn o dorn. Ar beorien vezhus. Tud hag o dije bet un draig bennak war o c’hont ha kouezhet e renk ar beorien dre wall- chañsoù, kleñvedoù, darvoudoù a bep seurt. Ar re-se o doa mizer, dreist-holl m’o devoa un namm bennak a vire oute da labourat. Mont a raent, da skouer, da birc’hi- rinañ pell ha tost evit tud all pe, gant tud all hag o dije prometet ur veaj a zevo- sion da Sant-mañ-Sant pe Santez, pe un Itron Varia.
Anavezet ‘m eus ouzhpenn unan hag a veze alies-alies e roud, un tamm a-dreuz hag a-hed ar Vro, o pirc’hirinañ. Lojañ ‘raent war o roud pa veze re bell ar veaj da vezañ graet mont-dont en un devezh. (Meur a Varc’harid Fulup ‘oa e Breizh, sur- mat.)
Kefridioù all ‘veze dezho ivez dre zroed. Mont da zegemenn ar marv pa veze ur marv er c’hontre. Mont da glask tud da zougen ar c’horf, ar c’hurunennoù, ar flam- meozoù a veze war gont ar paour a zaremprede ar peurvuiañ ti an hini marv.
Ar grasoù ‘veze koulz all war gont ur paour pe baourez eus ar barrez, hag, end- eeun, eus ar seksion pa veze tu. Seniñ ar glaz e chapel ar seksion ‘veze roll ur paour, atav e veze sonet glaz e-pad ma veze an hini marv war ar varskaoñ, teir gwech bemdez.
Evit obidoù an dud a renk ‘veze roet karitez d’ar beorien goude an interamant, an eizhved, an deiz-ha-bloaz. Ur roll a oa er maerdi eus ar beorien o doa ar gwir da gaout karitez. Un nebeud gwenneien da bep hini, hervez an ezhomm ha niver ar vugale pe ar re gozh dic’houest da c’hounit. Ar roll-se ‘oa dres roll ar bara. Bez’ e oa ur roll all neuze evit an dud hag a roe bara. Ur bara ‘oa ur gont a ed-bara da reiñ bep miz d’ar paour designet da bep roer. Ur wech ar bloaz ‘veze ur C’huzul Kumun ispisial evit plasamant ar beorien ; rak bep bloaz ‘veze kemm pe gemm : marv ar roer, marv an degemerer, pe aet er-maez a oad. Pa veze krog ar vugale da labourat n’o deveze ket o zud a vara ken evite.
Pep roer a ginnige hervez e voaien hag e volontez vat. Darn ur bara, darn daou, darn un hanter-bara. Hag evit ar beorien ‘oa memes tra. Lod o doa daou pe dri bara, pe unan, pe un hanter-hini, hervez o ezhommoù. Va zad-kozh, Jan-Mai ‘n Olier, ‘oa kuzulier, ha, hervez ma lavare eo kudenn ar bara-se a oa an hini diaesañ da zibuniñ, ne oa tu ebet da gontantiñ an holl.
Bez’ ‘oa tud hag a zalc’he renk. En o enor ‘oa dezhe reiñ bara, met lod anezhe ‘oa ken paour prest a-walc’h hag ar beorien war ar bara. Bez’ ‘oa peorien hag a oa madik o jeu dre ma ouient sachañ dour d’o milin, met evel ma n’o devoa tra war o anv, ha na baeent tailhoù ebet e faote dezho bezañ dalc’het war « roll ar bara ».
Amañ — etre klochedoù — e fell din reiñ un alberz eus spered balc’h ur c’hemener. Karget e oa a vugale, seizh pe eizh, ouzhpenn ur vamm-gozh o ruzañ he c’hozhni er vizer. Ar wreg, gant kement a vugale ne c’helle ket mont da c’hounit. Bez’ e oa eta
« war ar bara », un daou pe dri bara zoken. Ma, setu, anezhañ e-unan, ar c’heme- ner balc’h-se, ha kalonek, ‘oa deut d’ar maerdi da lavarout disverkañ anezhañ diwar ar roll, adal ma oa kroget e vab henañ da vont d’e heul da wriat d’an tiez.
« Unan nebeutoc’h da vevañ er gêr, emezañ, a-walc’h da vagañ unan eus ar re vihan er gêr… ». N’eo ket en hon amzer a gejer bemdez gant seurt speredoù !
Kontantiñ an holl ‘oa dreist galloud ar re ‘oa karget eus al labour-se, dreist-holl, pa oa karget eus ar gefridi-se tud anavezet evit bezañ tud a-feson, da lâret eo tud leal.
Lod eus ar beorien a glemme eus ar profer, marteze gant abeg a-wechoù. N’o dije, emezo, nemet pailhoroù-eost, hañvaloc’h eus boued-moc’h eget eus gwinizh-bara. Lod all a oa c’hoantus betek re, ordinal o chinañ, n’eo ket marteze hep ezhomm, rak diouer o devoa eus kalz a draoù emichañs. Ar profer neuze a c’houlenne ma vije kemmet paour dezhañ. Klevet em eus mamm o lavarout e ranke alies ar guzulierien karget eus ar plasamant mirout evite o-unan ar beorien gasaüsañ, ar re ne c’hou- lenne den all ar frot oute.
E-touez ar beorien « war ar bara » ‘oa hiniennoù gouest da labourat tamm pe damm, hag ar re o doa bolontez vat a rae un devezh eost pe ouzhpenn e ti an hini a roe dezhe ar bara-se, ha deiz an dornañ, holl beorien ar c’hontre a zeue da ‘n em ginnig da sikour. Un tamm boued mat hag un nebeud gwerzh-butun a dapent, ur sac’had pell ma veze da ziouerout, ur bec’h plouz da blouzañ o botoù-koad e-pad ar goañv.
E miz Mae, miz Mezheven, pa veze darev an had-lann, ‘veze kalz a beorien o had- lanna. Ul labour pitouilh a-walc’h ‘oa hennezh, ha meur a c’horadenn ‘veze tapet war-lerc’h ar pikadennoù, rak lemm eo drein al lann. Ur c’hrog ‘veze da sachañ war ar bod ma veze re uhel, ar pogoù a lakent en o zavañjer troñset. Dañjerus ‘oa c’hoazh en askont d’an naered stank el lannegi hag er c’hleuzioù goloet a lann. Ar pogoù ‘veze ledet da sec’hañ en heol war ur serpilherenn, ha goloet gant ur ser- pilherenn all rak strinkañ a rae an had pell-mat pa strakent gant tommder an heol.
Ker ‘veze gwerzhet an had-lann ha disamm ‘oa atav. Al lann-pil ‘oa un hanter eus boued ar c’hezeg e-pad ar goañv, hag evel ma veze troc’het bep daou vloaz, hag a- wechoù er bloaz pa veze berr ar boued na bade ket gwall bell ar c’hefioù, ha ret ‘oa adober an douar a-nevez ur wech an amzer. Pa veze brav an amzer da hadlan- na ne oa ket ezhomm avat da vont da glask devezhour na devezhourez d’ober foenn. Kalz muioc’h a c’hounezent ‘n o devezh o tastum had-lann.
Gwashañ tra ‘vit ar paour ‘oa pourvez danvez-tan a-benn ar goañv m’en doa un tamm ti. N’eo ket atav en dije lojeiz da glenkañ ar c’heuneud-sec’h hag ar c’hozh- koad a serrent bec’h-ha-bec’h er c’hoadoù tro-war-dro. Pa veze bet un nozvezh avelaj, torret skourroù sec’h ar gwez, o dije mall da vont d’o dastum.
Pa veze ar c’houlz divarrañ ha fagodiñ keuneud ‘veze lezet a-ratozh gant ar beo- rien ar briñsoù sec’h. E-lec’h ma veze gwelet kalz a goad sec’h, chomet da vreinañ a-stlabez war an douaroù ‘veze lâret : « Amañ avat, er vro-mañ zo peorien didal- vez ! »
E-pad an hañv, pardonioù ar chapelioù-kampagn ‘oa darempredet gant kalz a dud. Tantad e noz derc’hent ar pardon, oferennoù mintin abred evit ar belerined, ofe- renn-bred war an ton bras ha gousperoù gant prosesion goude kreisteiz, diduaman- toù evit ar yaouankiz, hag alies c’hoarioù a bep seurt an deiz war-lerc’h : an adpardon evel-just.
En-dro d’ar chapelioù-se ha d’o feunteunioù burzhudus ‘n em vode peorien ar c’hontre, gwechoù end-eeun o tont a-bell. Me ‘gred e raent devezhioù mat, ar re da vihanañ a ouie ar vicher ; ar re ‘n em stalie e toull dor ar chapel ‘veze diskabell, o chapeled en un dorn, ur skudell en dorn all. Kement hini a dremene o tont pe o vont er chapel a gleve ur goulenn truezus : « Ur gwenneg d’ar paour ! » pe « Truez ouzh ar paour. En anv ‘n Aotrou Krist binniget ! » hag all… War-dro ar feunteun, klozet peurvuiañ gant ur vogerenn, un ode pe ur skalierig da dostaat, e veze peorien ivez, prest da gargañ deoc’h bured pe voutailh pe ur skudellad da evañ war blas. An dour ‘oa evit netra, met ur saflik hag ur vouilhenn ‘n em gave tro-dro, dre fotañ bannac’hoù ha pasepiañ war an douar mouest. Ar bardonerien en o dilhad ha botoù lêr da Sul ‘oa gwelloc’h ganto reiñ daou wenneg pe pemp gwenneg d’ar paour, ha bezañ servijet war ar sec’h, dreist ar skalier pe ar vogerig. Ar memes tud a wele unan bep bloaz oc’h ober al labour-se. Tud paour eus ar c’hontre.
Evit an euredoù, ar badeziantoù ‘veze ivez meur a baour e toull ar porched o c’hor- toz ur pezh moneiz bennak da vezañ stlapet en arigrap d’ar vugale ha roet en o dorn d’ar re gozh. War-lerc’h ar marv, dilhad an hini tremenet ‘veze roet ar peurliesañ d’ar beorien, nemet pa veze ezhommek ar familh o implijent o-unan, se zo sklaer.
An arc’hant a chañs : se ‘oa ur pezh moneiz, pe arc’hant ivez ma veze bras ar somm, a veze roet da vont da heul ul loen gwerzhet. An arc’hant a chañs ‘oa d’ober aluzen d’ar beorien, ‘oa ket chañsus prenañ traoù gantañ, na lakat anezhañ gant an arc’hant all. Lod ar paour ‘oa. Darn eus ar varc’hadourien a chome gante meur a damm arc’hant a chañs evel-se, a lakae gantañ oferinier evit an anaon dilezet, ar reuzeudikañ eus ar beorien !
Ar re eus ar beorien hag o doa ti a glaske ivez kaout un tamm douar patatez digant an tieg eus o amezeien. E tu pe du d’ur park, dindan traoù-hañv (potaj, kaol pe patatez) e veze lezet ur bleñchennig gante, aret da heul ar park. Un tamm teil a serrent, ludu, kaoc’h-kezeg klasket war hentoù darempredet gant kezeg. Gwech o deveze, div pe deir yar, un dañvadez pe ur c’havr. Teil mat, eus ar c’hentañ hervez, o deveze ha kaset ‘veze d’ar park gant karr ha tenn an hini a roe douar dezhe. Er bleñchenn-se hervez, ‘veze gwinizh kaer er bloaz goude.
Pa zichañse kaout ur c’hlodad moc’h bihan muioc’h a voc’h eget a vronnoù d’o mamm, ‘veze roet d’ur paour diwar-dro, an hini, pe an daou pe dri ‘veze ouzhpenn. Truez ‘veze o lazhañ anezho. Koulskoude n’eo ket bep tro e teuent da vat. Ha ne oa ket a-walc’h reiñ ar moc’h bihan, roet ‘veze bannac’hoù laezh d’o heul hag ur bec’h plouz da lakaat dindane. M’o dije ur c’havr ‘oa suroc’h o jeu, istimet eo al laezh gavr da sevel ne vern petore loen bihan, hag ar vugale vihan ivez, se ‘m eus klevet alies. Hag ouzhpenn klevout, rak va-unan on bet savet gant laezh gavr betek va femp miz. Ha pelloc’h ‘vijen bet dalc’het gant al laezh-se, panevet ‘oa bet ganet e-kichen ti va zud daou vreur gevell, ha deut ‘oa an tad da c’houlenn va magerez evit sikour sevel an daou vihan-se : Joseph ha Sebastien. Unan anezhe zo bev bepred, hag evel un doare kerentiezh a santan en e geñver ; iskis ?
Bez’ ‘oa peorien ha ne raent nemet div dro ar bloaz ha ne daent ket a-bell eus o chomaj, goude an eost da glask un tamm ed, gwinizh pe segal-winizh, hag un dro patatesa pa veze echu da dennañ ar patatez tro hanter miz Here. Ar beorien-mañ o doa ti, hag un tamm micher bihan bennak « gagne-petit » evel ma vez lâret : ober choukennoù, an dud a vremañ n’o deus ket kalz anoudegezh eus ar choukennoù. Ar baotred war ar pemdez a zouge holl choukennoù plouz pe foenn, met d’ar Sul, en o botoù-koad du da vont d’an oferenn. E-kerzh ar goañv e tougent choukennoù danvez, bourret a stoub pe a c’hloan, dalc’het er penn uhelañ gant un doare plañ- sonenn graet gant gloan a bep seurt liv, war ur steuenn lin reut a-walc’h. Rabatiñ a rae ar blañsonenn-se war c’horre ar votez hag ar choukenn a yae tost betek bizied an troad. Ar beorien gozh eta a werzhe ar choukennoù-se a dousennoù (div ha div) da goñversañted ar bourk e-lec’h ma prene an neb o deveze ezhomm.
An danvez na gouste netra dezhe koulz lâret, peogwir d’ar mare ma komzan outañ e veze laket lin e kalz a atantoù. An danvez da c’holo ar choukenn ‘veze e lien kanab pe e « moleskin » pe berliñj. D’ar vugale ‘veze peget gant un tamm toaz tanav ar choukenn danvez-se ouzh chouk ar votez. Anez ‘veze sav-taol kollet ur choukenn.
… Inkardañ gloan, nezañ gloan, ober stamm, ‘oa micherioù bihan ar maouezed kozh n’o doa mui nerzh da vont d’o devezh. Ar baotred kozh akuit eus o daouarn a rae a bep seurt traoùigoù : skubellennoù bezv, restell-eost, torchennoù, koloennoù- gwenan, pa veze kaset danvez dezho.
Ar beorien rik, klaskerien-vara hep ti nag aoz ‘oa an tristañ o doare, ha koulskoude, int eo a gane hag a gonte kaozioù ha rimadelloù. O zier o devoa, lojañ ‘raent pe e ti peorien all (gant ti), pe aliesoc’h er menajoù. A vare da vare e tremene an heve- lep re, ur pennad a-raok noz e teuent da c’houlenn lojeiz. Neuze d’ur c’hraou. Kraou ar saout a blije dezhe, klouar ‘veze an aer eno gant alan ar saout, ha nerzh ‘veze santet o tont eus ar gouzer. Se ‘veze er goañv, rak d’ar miziou-hañv, nemet glav a raje, e lojent e penn ar bern foenn pe blouz, ‘n em bakañ raent e-barzh ma veze fresk an noz.
Bara ‘veze ganto en o bisac’h hag ar peurvuiañ eo gant o bara ‘veze graet o c’hoan dezho hag o dijuniñ antronoz. Soubenn ‘veze dalc’het dalc’hmat en tiez mat, ‘vel ma veze dalc’het krampouezh ha bara. Ma veze deiz ar c’hig — teir gwech ar sizhun : Sul, Meurzh, Yaou — o deveze patatez ha kig-sall. An devezhioù all, pe bata- tez ha laezh trenk, pe hepken o soubenn-vara hag ur glogead soubenn da drempañ ur grampouezhenn evel an dud all.
Neuze, goude koan e kontent kaozioù hag e kanent, nemet re skuizh e vezent. Gant o faterioù hag o bennozhioù ne oant ket berr. Marteze diwar veg an teod, marteze ivez eus don o c’halon. Ne vern, brav da glevout bepred… « Bennozh Doue ! Doue da brezervo ho loened ! Doue da vennigo ar vugale ! Chañs ha yec’hed d’an holl dud en ti-mañ ! » h.a. ha « Doue da bardono an anaon ! »
Pa oa digoret ar brezel 14 ‘oa difennet d’ar beorien mont en-dro da glask. Labour ‘oa neuze evit an holl pa oa aet kement a baotred d’an arme, tud yaouank, tud dimezet, tadoù a familh zoken, gant kalz a vugale. Ret ‘oa bet mirout bugale ar skol er gêr da labourat da dek, unneg, daouzek vloaz. Ar baotredigoù d’ar park, hag ar merc’hed bihan war ar menaj, tra ma yae o mamm d’ar park. Ar brezel ‘oa digoret e deroù miz Eost, ne oa ket hanter droc’het an ed. Peurechuiñ troc’hañ, klozañ, charreat, dornañ ; ha ne oa ger eus dornerezed er parkoù na traktorioù evel-just. Gant tud ha kezeg, gant filzier ha koufoù bihan, nizerezed ha gwenterezed ‘oa ret ober tout, ha kalz a dud ‘oa ret kaout da zerc’hel ar stal da vont en-dro.
Me am boa nav bloaz, met soñj ‘m eus da welout ha da glevout penaos ne oa ket re vrav ordin dont a-benn eus ar rummad tud-se ‘oa kustum da vevañ diwar ar c’hlask, daoust ma ne oa ket avius o stad. Pa welent ‘oa ezhomm bras anezhe e vezent un tamm direzon, darn outo. Lavaret ‘vez : « Pa erru an eost e ya ar mevel da vestr ! ». Met pa ya mestr ha mevel d’ar brezel, mestrez an ti ne vez ket nemeur a zoujañs eviti.
Evit reiñ ur skouer : e ti va maeronez (Doue d’he fardono, marvet eo er sizhun santel diwezhañ d’an oad a 95 bloaz), seizh bugel e oant o terc’hel ur feurm bras a-walc’h gant o mamm, intañvez pell a oa, ur mevel bras hag ur paotr saout, ha devezhourien. En tu-hont, ‘veze implijet ouzhpenn ar pevar mab, an div verc’h vras, an hini vihanañ ‘oa er skol c’hoazh. D’an deiz ma tigoras ar brezel pevarzek e ‘oa partiet pevar asambles : tri mab hag ar mevel bras. Ar bevare mab da viz Meurzh 1915. Chom a rae an div verc’h, o mamm, ar paotr saout bihan war-dro un trevell a seurt-se e deroù an eost, hag e-pad pevar bloaz !
Unan eus ar baotred lazhet en Arras, unan gazet, marvet er bloavezhioù kentañ goude ar brezel, unan troc’het e c’har, ar bevare tapet gaz gantañ ivez ha chomet klañvidik a-hed e vuhez.
Ret e oa bet er bloavezhioù spontus-se kaout skoazell a bep seurt tud. Tud na oue- zent ket penaos bern n’eo ket mammenn. Lavarout a rae va maeronez, hag a oa ar verc’h henañ, biken n’he dije ken truez ouzh ar beorien, ken heuget ‘oa bet ganto. Met ne oa ket gwir, chomet ‘oa brokus ha trugarezus e-keñver an dud ezhommek e-pad he buhez hir, e gwir gristenez ma oa.
Bez’ ‘oa d’ar c’houlz-se (ar brezel-bed kentañ) labouradegoù lin stank a-walc’h er vro. Evel an dud all, micherourien al labouradegoù-se o doa ranket mont ivez d’ar brezel, setu kalz eus ar glaskerien ‘oa bet ambochet el labouradegoù, paotred ha merc’hed ‘oant ket re gozh na re vac’hagnet.
Milinou-paper ‘oa ivez e Benac’h ha Logivi-Plougraz, aze ‘oa c’hoarvezet ar memes tra. Met hervez ar c’hrennlavar kozh : « Paour a c’hounez. Paour a foet ! Paour n’eus ezhomm yalc’h ebet ! » Garv e kavent emichañs bezañ stag evel-se e-pad ar sizhun ha pa veze touchet ar pae a veze foetet prim-ha-prim. Tremen pa vez ha tremen pa ne vez, zo tremen ordin ivez ‘keta ?
Bez’ e oa meur a hini, tud distabil, ne oant ket gouest da chom neblec’h. Ar re-se ‘oa bet ret dezhe kaout un itrik bennak evit bezañ lezet da vale eus an eil parrez d’eben. Unan bepred ‘oa ‘n em lakaet da ramoner siminalioù, un tammig asez bine- tenn gant un troad hir, daou pe dri bennad bazh gant klaouieroù houarn da stagañ an eil eus eben, ur boked gargel, ur gordenn d’ober gante ur bakadenn dindan e gazel pe war e skoaz, hag e roud eus an eil ti d’egile !
Met va Doue, ne zistage ket an hanter nag ar c’hard eus an huzil, ha ne oa ket ur ger da lâret dezhañ pe vezec’h pouilhet gantañ. lâret e vez : « Du ‘vel ur pou- touarn. » Fañch n’oa bet biskoazh banne dour ebet war e fas emichañs abaoe ma oa deut diwar varlenn e vamm.
An devezhioù foar er C’houerc’had, d’ar c’hentañ ha d’an trede Merc’her e veze Fañch er plas-foar o sikour diskargañ pe adkargañ ar c’hasedoù moc’h bihan er c’hirri. Sikour ? Ya, poz e zorn war ar c’hased ! A-walc’h a oa dezhañ evit tapout gwerzh ur chopinad, ha kerkent d’an ostaleri. Soñj ‘m eus da glevout mamm o c’houlenn digantañ :
« D’ober petra e lakez da arc’hant ivez, Fañch.
— Da lonkañ, da lonkañ, da lonkañ… » eme Fañch.
Kent mont da ramoner ‘oa bet ur c’hrogad o werzhañ spilhoù ha paper-lizher… Met un digarez ‘oa dezhañ da gaout droed da vont en-dro. Pa oa aet da ramoner, kañ- farded ar bourk pe gentoc’h « Kêr ar C’houerc’had » — rak arabat lavarout bourk amañ pichoñs ! — o doa fardet ur ruban lien dezhañ en-dro d’e dog gant ar gerioù- mañ, skrivet e liv-Sina : « Le Scour François, premier ramoneur de France ».
Bez’ ‘oa ivez ur paotr kozh bihan sioul ha na veze ket gwelet alies, eus Benac’h e oa, un tamm ti-soul en doa eno, ned ae ket a-bell, me ‘gred e tistroe d’an noz d’e di. Abaf e oa ha seven-tre. P’errue a bazioù voulouz e toull an nor e rae ur was- kennadenn. Neuze bep tro ar memes frazenn : « Dous eo ‘n amzer, » eme Erwanig. N’em eus e anavezet nemet dindan an anv-se : « Erwanig dous-an-amzer ».
An Itron Mond, Mari Manac’h eus he anv plac’h yaouank, genidik ivez eus Benac’h, hag a oa ken brokus e-keñver peorien he bro pa oa deut da vezañ gwreg Roue an Nikel, he devoa bet kinniget da Erwanig reneveziñ dezhañ e di, lakaat un doenn mein-glas warnañ. Be ! nann, ne felle ket dezhañ, kalz gwasketoc’h ‘oa un doenn blouz. Setu ma oa graet dezhañ un doenn nevez-flamm gant plouz. Aluzen a-walc’h da vevañ a roe dezhañ an Itron, met ur yec’hed a oa evitañ mont d’ober tammoù troioù.
Pochani (Paotr-Jani). Hemañ ‘oa ur paotr fin hag a ouie tennañ dour d’e vilin. Lezet en doa e varv da vountañ hir-hir, hag evel ma oa gwenn, ha gwenn e vlev hir ivez, e veze graet ar « Père Noël » outañ gant an douristed. Rak ne dae ket da glask nemeur tro-gêr. Prenañ ‘rae kartennoù-post gant skeudennoù eus ar vro, ha d’ar mizioù hañv ez ae da werzhañ ar c’hartennoù-se da vord ar mor. Anglizien ar peur-vuiañ a veze d’ar c’houlz-se oc’h ober o zouristed dre amañ. Gwiskañ a rae dilhad truilhoù war c’horre da lakaat an dud da gaout truez outañ. Met e wreg, ur plac’hig vihan dister anezhi, a lâre deomp : « Oho ! n’eo ket dav kaout truez ouzh Pochan, hennezh zo gwisket tomm dindan. » Dont a rae, eme Soaz, godelladoù moneiz gant Pochan goude un nebeud devezhioù e kostez an aod. Neuze ‘vezent diskarget e- barzh ur c’helorn koñfitur, hennezh eo ar « c’hofreufor » ! ha goloet gant pilhoù. Soaz ne ouie kont ebet. Padal, pa veze hec’h-unan en ti e prenne an nor warni, e tiskarge he c’helorniad moneiz war an daol, e rae bernioù oute hervez o ment hag o liv, gwenneien, daouwenneien, pempgwenneien, dekgwenneien, pevarrealed… ne gredan ket ‘veze kalz uheloc’h somm. Hag e chome Soaz da arvestiñ an teñzor-se ! Krezuz sur-mat ne c’helle ket bezañ evurusoc’h, ha pa skuizhe, ‘veze laket adarre ar moneiz er c’helorn.
Daoust da Bochan da vezañ deut war an oad a-benn am eus-me e anavezet, bez’ en doa ar vrud da gaout mestrezed, ha Soaz paour a yae war gein ar marc’h ruz. Turlutat a rae kement toull-moger ‘oa tout da glask kuzhiadennoù Pochan, distroet gantañ da gas d’ar « Vrun », eme Soaz. Un deiz bepred — hi a gonte se d’am mamm — pa oa aet da veskañ ha da ziskargañ ar moneiz, ne oa mui nemet pilhoù er c’helorn, gant un dornad pezhioù bihan war c’horre. Ouzhpenn se kollet he broust da gannañ, he c’hontell hag he choukennoù nevez. Sodet ‘oa ar paourkaezh Soaz. Deut ‘oa du- mañ da lojañ en noz-se. « Biken ken ne zistroje d’ar gêr. » Met « biken » Soaz ne bade ket pell ! An deiz war-lerc’h ‘oa erruet Pochan da glask war-lerc’h Soaz, an dour en e zaoulagad. « Soaz kaezh » ac’han, « Soaz kaezh » alesont ! « Piv en deus bountet pennadoù ennout evel-se. N’em eus kollet mann ebet, ha gant an arc’hant ‘m eus prenet gwin ha sardined ! » Met, Soaz, n’oa ket gouest da santout c’hwezh ar sardined ha takenn win ne eve morse. Setu Pochan en em regale e-unan. Soaz na felle dezhi nemet kafe ha bara-amann. Marvet ‘oa Soaz n’oufen ket lârout da be oad, rak ne oueze ket hec’h-unan he oad. Kozh e krede din ‘oa, p’emeur yaouank- flamm e kaver kozh an dud aet war an oad. Ma, pinvidikañ den ar barrez n’eus bet lakaet e dud gantañ muioc’h a oferennoù eget n’en deus bet lakaet Pochan gant e wreg. Doue d’he fardono ! Me ‘gred ez ae al lodenn vrasañ eus e aluzenoù da lakaat servijoù ganti, e-pad an nebeud bloavezhioù ‘oa chomet war he lerc’h er bed-mañ. Aet ‘oa d’an ospital d’echuiñ e amzer evel m’eo lod ar beorien gozh all.
P’emaon o komz eus servijoù, peorien tro ‘r bourk a oa devot da vont bep beure d’ar servijoù, ne verne gant piv e vijent bet lakaet. O dijuniñ a dapent evel-se : ur bannac’h kafe ha bara-amann, gwin gwenn a-wechoù pa veze tud a renk uhel ; rak ar c’hiz ‘oa da reiñ kafe d’an holl asistanted. O tont er-maez an iliz ez ae an dud d’ar vered da skuilh dour binniget war vez an hini ‘oa ar servij en e intañsion. Aze ‘veze unan karget da lavarout, hanter sioul, hanter greñv « Neb piv bennak en deus asistet er servij-mañ a zo pedet da vont betek ti hen-mañ-hen (un ostaleri) ». N’eo ket ar gerent a rae ar c’hemenn-se, alies e veze ar vaouez kozh a veze o lârout ar grasoù gant ar re varv. Goude an dijuniñ-se e veze adarre lâret grasoù, evit an hini marv, holl gerent desedet an asistanted, hag holl gerent desedet tud an ti ma veze ennañ an degemer. An holl a save en o sav da respont ar pedennoù.
Gant an dud o rouesaat er maezioù, ar vuhez o vont war geraat eo bet kemmet ar boazioù-se. Bremañ e vez lakaet servijoù evit an anaon hep lâret o anv hag anv an hini a erbed an oferennoù. Gant ur partikulier evit ur partikulier ‘vez lâret ar peur- liesañ, kuit da zirenkañ den na da astenn frejoù, ken berr eo an dud an deiz a hiziv er menajoù m’emeur stag evel sklaved.
N’am eus komzet betek-henn nemet eus ar beorien rik, ar re ‘oa rediet da vont en- dro da glask. Meur a rummad peorien all ‘oa c’hoazh, nebeutoc’h reuzeudik mar- teze dre m’o doa ti, met nompas leizh o c’hof bemdez. Ar glac’har rusañ ‘oa, evite, n’eo ket tremen o-unan, met gwelout o bugale o kaout naon, o kaout riv, o vezañ ret-mat dezhe kas anezhe da c’hounit a-raok m’o dije graet o c’horf, ar peurvuiañ hep tamm skol ebet. Hep gopr er bloavezhioù kentañ nemet o boued, o lojeiz, un tamm dilhad, ur botoù-koad bennak, gwenneien gwerzh-butun digant an dremene- rien, pa vezent o servijiñ « en tiez mat » evel ma veze lâret.
Pa vezent deut en oad da c’hounit gopr, ar peurliesañ e veze ret dezhe cheñch ti, cheñch mestr. Kemeret e veze adarre ur c’hrennard all en o flas da vesa ‘r saout ha d’ober tammoù labourioù skañv. Kerse ‘veze gant ar baotredigoù alies, gwech ivez kerse war vat. A-benn gounit gopr e oa ret mont d’ar park, deskiñ ober gant kezeg ha gant an holl ostilhoù. Alies pa veze echu ar miz e teue e vamm da glask ar gopr. Ezhomm bras anezhañ da fournis boued d’ar re vihanoc’h.
Gopr ur mevel, ha nebeutoc’h c’hoazh hini ur vatezh, ne oa ket bras en arc’hant, met, da heul e oa an diveuroù, da lâret eo : botoù, dilhad, kemererezh, fererezh, kannerezh ; alies ur c’hant ed d’o zud, ur c’holc’hedad pell, un devezh tenn, pe ouzhpenn, en holl o talvezout muioc’h eget ar gopr en arc’hant.
Bloavezhioù ha bloavezhioù o deveze ezhomm evit lakaat ur gwenneg bennak a-gostez da c’hallout soñjal sevel tiegezh. Gwelet em eus koulskoude tud eus an amzer-se deut da vezañ mat ar bed gante, o terc’hel feurmioù mentet mat, savet pazenn ha pazenn e skeul ar renkadoù diwar o foan, o interest hag o intrudu, ha se zo sklaer, pa c’hoarzhe ar chañs oute ha p’o deveze yec’hed.
Krennlavarioù ha lavarennoù
Lavarennoù ha krennlavarioù a zo chomet stank er brezhoneg a-zivout ar beorien, klask a ran em memor hag o lakaat a ran war baper dre ma teuont da soñj din. Setu an hini kentañ da zont :
A-viskoazh ha da virviken ‘mañ troad ar pindivig war c’houzoug ar beorien.
Ar paour pa binvidika Gant an Diaoul ez a.

Aluzon diwar aluzon
A gas ar paour da binvidik.
‘Vilan tri dra zo er bed : Un den kozh tano (lik) Ur pinvidig gaouiad
Ur paour glorius.
Paour a c’hounez Paour a foet
Paour ‘n eus ezhomm yalc’h ebet !
Paourik an alaourig
Freuzet e reor gant un drezennig.
Evel yar ar paour : a gluch dindan an dorn (= doñv).
Kentoc’h e vanko laou en-dro d’ar beorien eget na vanko arc’hant eno. Kentoc’h e varvo buoc’h ar paour eget na grevo ar fallakr-se.
Kog ar pinvidig ha kog ar paour o ‘n em respont:
« Du-mañ zo, hag a vo o o o!
— Du-mañ pa vez a ve (z) e e e!» Eus a baour da baour.
Kas ar paour da baour zo diaes. Paour evel Job: paour-razh.
Mont a baour — Mont ‘r maez a baour. War e gostez evel Yann ‘vont da baour.
Un ti bihan paour : Douar paour — Gwisket paour : Broioù paour. Paourkaezh bihan — Paourkaezh tud — Paourkaezh loen, h. a.
Fritañ mizer gant paourentez E pillig ar Garantez.
Eus an dud a di pa c’hoantaent mont da zevezhiata ‘veze lâret : « Ar re-se zo o tebriñ bara ar beorien ! ».
Eus an dud « ingravet » a rae tout o labour o-unan : « Ar re-se eo gwelloc’h gante ‘n em greviñ o labourat eget reiñ un devezh da c’hounit d’ar paour. » « Ur wreg vat a baour ! » ‘veze lâret eus ur vaouez dispignerez pe didalvez — pe : na oueze ket labourat. Paouroc’h eget ar c’hi. Hennezh en devez un abid nevez ar bloaz (pa daol e gozh vlev). Ha me ‘n am bez hini ‘bet kammed. Eus bugale disoursi, didalvez, disinterest e vez lâret : « Ar vugale-se a gaso o zud da baour ! ». D’ar bloavezhioù fall ‘vit trevadoù an douar, ma veze just ar boued ha ker-spontus, a lâre c’hoazh darn ‘n ur farsal : « Evel-hen eo goulenn digant ar paour, ha yac’h eo e borc’hell (gant patatez hag irvin ha soubenn an tri zraig veze ret bevañ) ». Gwellañ daou stumm da vont da baour : laerezh ha labourat d’ar Sul !
Ha ma komzfen bremañ eus tiegezh ar paour… N’am eus ket e gwirionez soñj eus kalz a diez peorien. Tiez bihan soul, teñval, gant ur prenestr-dormant, un nebeud arrebeuri kozh-Noe, un daol debret gant ar preñved.
Ur wech, o tistreiñ eus ar skol hor boa Jermaine B. ha me bountet hor fri e ti Chanmai’ Skolan. Treuz ur park eus an hent ‘oa. E korn an oaled, sterniet gant prenn ‘oa sañset e wele : ur vrec’hiad plouz hag un toullad truilhoù. Ur c’hased war e c’henoù a servije da daol, ur varrikenn didal en he sav en ur c’horn all ‘oa e armel, un dorchenn hanter dispennet e korn an tan ‘oa e skabell, setu holl… Met gwelloc’h eo ur c’hraou moc’h er gêr eget ur c’hastell e lec’h all… « Ti brav, ti brav ! » eme Chanmai’. Ne oa ket diaes bezañ Doue dezhañ. Peder moger hag un doenn, un oaled da boazhañ e bato !
E-kichen ti Chanmai’ Skolan, ti Soaz ha Pochan ‘oa ur c’hastell. An ti ‘oa ken bihan ha ken teñval avat, met an tiegezh ‘oa ken naet, ken lufret, skubet ken mat plas an ti ken na luc’he an douar. An daol a veze koaret evel an arrebeuri all ha ne zebrent ket ouzh an daol ‘vit ma chomfe atav prop. War an oaled hag a oa uhel e tebrent o fredoù. Soaz ‘oa ur plac’h teurgn kenañ. « Oho, eme Soaz, bezañ paour ha bezan lous ? Nann ! »
Greomp tro an ti : ‘n ur vont tre ‘oa en tu-kleiz d’an nor un armel derv du izel, ha debret an treid pe vrein eus mouestijenn an douar, ober a rae speurenn da waske- diñ an daol, harp ouzh ar voger e-keñver ar prenestr, ur prenestrig a beder gwerenn vihan, c’hoazh e vanke unan, un almanak kozh e plas ar werenn. N’oa ur bank d’azezañ nemet e tu plas an ti. Un daol vihan ‘oa ur c’houign keuneud da boz ar beselloù, a-us dezhi, ul listrier gant un nebeud asiedoù ha skudilli war an estaje- rennoù. En tu-dehou d’an nor ‘oa ur skeul da vont d’ar solier e-lec’h ma veze lojet an danvez tan, dindan ar skeul, ar potouarn da virviñ ar c’houez. Kelorn an dour, ur skubellenn, un nebeud ostilhoù a-hed ar voger ; tu-enep an daol ‘oa ur gwele « À la chapelle » n’am eus gwelet nemet eno, gant ur rideoz koad. Neuze, ar pres pe armel, derv du ivez, blotoù koad o servijout da dreid dezhañ. Ar gwele-kloz e korn an oaled gant ur bank-tosel hag ur pres bihan war ur penn anezhañ : ur bojañig ‘veze graet eus ar pres bihan-se, hennezh ‘oa sañset da lakaat liboud ar babigoù. Er bank-tosel e veze klenket an dilhad da gannañ. War ar vantell siminal ‘oa ur grusifi, ur santez Anna, ar bod beuz, ur c’hantolor ha boestoù ar c’hafe hag ar chikore ! setu holl !
Peorien nevez
Komzet ‘m eus hirik a-walc’h eus peorien va yaouankiz. Pell zo ne vez gwelet den ebet o klask an aluzon. Al lezennoù sokial o deus permetet da bep den ezhommek kaout er gêr ar pep retañ ha bezañ graet war e dro en ospital pa ne vez mui gouest d’ober e jeu e-unan.
Hogen, ur rummad peorien all omp-ni boas da welout e toull hon dor-ni, ar vre- zhonegien a-vihanik. Disheñvel a-grenn int eus peorien gwechall. Treset mat. Gwisket mat. Gouzout a reont komz ha kerzhout, ha n’eo ket bara emaint o klask. Ne vev ket an den gant bara hepken. N’eo ket kennebeut magadur spered en deus graet diouer dezhe. Tud gouiziek int peurvuiañ, ha yaouank, ha kreñv. Un dra bennak avat a ra diouer dezhe, hag a ra dezhe gouzañv, an dra-se hag a zo ar pep pennañ e sevenadur ur Ouenn : ar Yezh. Yezh, Hengoun, Arzoù, Lennegezh, Istor, Mojennoù ar Vro a zo o hini. Nac’het eo bet oute gant ar Stad teñzor o lignez, hag ar pezh a zo tristoc’h c’hoazh da anzav : o zud o deus o zroc’het eus o gwrizioù, graet eus o bugale estrenien en o Bro. Diaes eo kompren penaos eo ‘n em ledet war Vreizh ar walenn euzhus-se. Un torfed a Ouennlazh, an hini mezhusañ, an hini gre- vusañ, an hini a ra eus ur Bobl dieub ur Bobl sklav.
— Dallentez ? Follentez ? pe Fallentez ?
— Marteze netra nemet Laoskentez…
Bountet zo bet gant ar C’hallaoued kement a dezennoù hag a siklezennoù e penn ar Vretoned, ha re dechet int bet pell, da sentiñ hep rebarbiñ ouzh lezennoù Bro- C’hall daoust pegen dinatur e vefent.
Ha setu un nebeud bloavezhioù zo un dihun burzhudus ! Hor yaouankizoù, paotred evel merc’hed, levezonet moarvat gant skouer broioù bihan all, da lavarout eo minorelezhioù all, bet, int ivez, war ar bord da goll o sevenadur, a zo savet enno ur c’hoant diremed, un ezhomm biologel da biaouañ a-nevez, kousto pe gousto, o sevenadur naturel bet nac’het oute ‘n doare ken diskiant.
Kompren a rit bremañ petra ‘fell d’ar glaskerien aluzon-mañ ? Ar pep brasañ anezhe o deus dija desket ar yezh, kalz pe nebeut, dre ur skol dre lizher, ur skol-noz pe skol ar Merc’her, dre stajoù-hañv. Darn all o deus klasket deskiñ o-unan el levrioù gant sikour yezhadurioù, geriadurioù, metodoù a bep seurt. Pa’z eont e-mesk ar Bobl, an dud oadet, e welont pegement a c’herioù a ra diouer dezho, ha setu ma klaskont pinvidikaat o geriadur dre gomz gant ar re eo c’hoazh o yezh pemdeziek ar brezhoneg bev.
Trist eo kouezhañ e renk klaskerien aluzon, p’edo ken pinvidik hor yezh-ni, ken poellek ha kempouezet mat, ma lavar ar yezhonourien ez eo ar brezhoneg kaerañ yezh Europa, ha ma vez-hi kelennet en un niver bras a skolioù-meur estren, un tamm dre-holl er bed. Dre c’hras Doue ha bolontez tud emroüs eo bet dastumet ha lakaet war baper ar pep pouezusañ eus hon Hêrezh speredel, ha treuzkaset a rumm da rumm betek an deiz a hiziv.
Kenderc’hel a ra hon yaouankiz war o roudoù. Gwelout a rit anezhe o tont d’ho ti da gestal ur ger bennak, un dro-lavar bennak, ur rimadell, ur werz kozh, ur gonta- denn, anvioù plant, amprevaned, ha me ‘oar. O lakaat a reont gant evezh war o c’harnedig pe o c’hemeront war o enroller. Pinvidigezhioù en arvar da vont da goll, pe da chom skornet evel ur c’hapital difrouezh, ha, d’an diwezh, da ziskenn er bez gant ar re gozh. Un dra bouezus-tre eo labour ar glaskerien aluzon-se eta, rak evit an holl, evit an dazont e labouront, ha ni, ar re chañsus, ar re o deus komzet e-pad o buhez yezh ar Ouenn, hon dlead eo o sikour eus hon gwellañ. N’eus netra dister pa vez graet gant karantez ha poell. Anat eo e c’houzañvont en o c’halon hag en o spered. Tamall a reont ar re o deus nac’het outo teñzor prizius o gouenn, ha gant komzoù c’hwerv ha kriz a-wechoù. « Savet omp bet » emezo, « gant “Sanders”, “Sanders” ha “Néolait” ha nac’het ouzhimp laezh glan ha nerzhus hor Mammvro. »
Pep Pobl he deus he Yezh, evel m’he deus pep bleuñvenn he liv hag he frond, pep delienn he stumm hag he ment. Lazhañ ur yezh zo lazhañ ur Bobl. Ene ur Bobl a vleugn dre he Yezh. Ur Stad hag a lazh sevenadur he minorelezhioù zo evel ur lior- zhour hag a lazhfe bleunioù e liorzh nemet unan hepken hag a glaskfe leuniañ ganti e liorzh a-bezh.
Chañs vat d’ar beorien nevez da gaout aluzon frank e pep ti. Aluzon diwar aluzon a gas ar paour da binvidik. Chañs d’hor Yezh da vont er-maez a baour, pe, kentoc’h, chañs d’ar Brezhoneg da adkemer e renk e-touez ar yezhoù enoret. N’eo ket hor Yezh a zo paour, met ar re o deus graet fae warni !