Krennlavarioù hag evezhiadennoù – Krouidigezhioù

Asambles gant ar c’hrennlavarioù kozh hon eus kavet emsavus lakaat un nebeud krennla- varioù nevez, bet ijinet pe troet gant Anjela Duval hag un torkad meizadennoù ha lava- rennoù bloavezh mat, bet ijinet ganti ivez.

Krennlavarioù ijinet gant Anjela Duval

Stourm a ran war bep tachenn

Stourm evit bevañ
Bevañ evit stourm

Hep kas na gwarizi

Feal ha leal

Evurus an hini en deus ur vro da garout

Diwar logod ‘vez ket a razhed
Diwar saout ‘vez ket a gazeg,
Ha diwar Vretoned ‘vez Gallaoued. Iskis !

Ur Bobl a bleg hep stourm d’ur Bobl c’hoantek a zo dellezek eus he zonkadur : kouezhañ er sklavelezh.

Ur Bobl a nac’h stourm ‘vo dambrest mevel ur Bobl c’hoantek.

Ur Bobl hag a ankounac’ha klod hec’h amzer gent a zo darev evit ar sklavelezh.

Ur Bobl a zilez he Yezh hag he sevenadur, na ra van mui eus hec’h istor, zo ur Bobl tonket d’ar sklavelezh.

Ur Bobl hep yezh, ur Bobl hep Ene

Kalz a c’houlenn ali
Nebeut o laka da dalvezout

Arabat tennañ dour eus ur feunteun
Betek ma ne deu mui nemet gwelien

Arabat tennañ sistr betek ar goueled
Skuizhet ha faezhet eo ganin va c’hadourien kadarn
Kouezhet int klañv diwar regas

Goude hirstourm n’eo ket un dismeg
Goulenn skoazell digant keneil

Ar gwellañ broud evit an den
Eo al Levenez da zont.

An den a ra al labour
Met al labour ivez a ra an den.

Labour ar c’horf a zieub an den eus e boanioù-spered
Setu perak ez eo evurus ar paour.
Al levenez n’eo ket evit ar re a zo pinvidik a zanvez
Met evit ar re a zo pinvidik a galon.

Na sav morse da vouezh gant rogentez,
Rak ma vije a-walc’h eus ur vouezh rok evit sevel un ti,
An azen a savfe daou en e zevezh.

Ar blijadur a c’hell kemer skor war an touell
Hogen an evurusted a rank bezañ diazezet war ar wirionez.

An dienez vrasañ, n’eo ket an diouer a vadoù na zoken an diouer a yec’hed ;
An dienez vrasañ eo an diouer a garantez.
Na varnomp ket gant doan da vezañ barnet, ha na vallozhomp ket ar bremañ a zo ganimp evel hon Peurbad !

Na zislavar ket un den kozh, nemet ha prouet eo warnañ e lavar gevier noazus.

Na c’hoapa morse ur bugel. Un deiz en devo, piv ‘oar ? muioc’h a skiant egedout.

Mir gant aked lavaroù an dud ansien : kalz a skiant-prenañ a zo enno.

Na sellit ket gant avi petra ‘vez en asied ho nesañ.

Gwelloc’h eo bepred ar pezh a zo en hoc’h hini, m’hoc’h eus e c’hounezet en onestiz.

Kalz a dud pinvidik a doull o bez gant o four- chetez.

An oberiantiz n’eo ket merc’h an hunvre.

Karout ur vaouez n’eo ket heñvel ha karout ar merc’hed.

Bez’ ez eus gwazed hag a ranker diwall diouto, gant kement a evezh ha diouzh ur red-tredan.

‘N hini a gred en araokaat zo evel ur marc’h dall o treiñ ur gazeg vezevenn, a soñj gantañ emañ o veajiñ.

N’eo ket ret lavarout pep tra d’ur c’heneil, gant ma ouzer e c’hallfed lavarout dezhañ n’eus forzh petra.

An den ‘zo ur beajour, ankouaet gantañ pal e veaj, hag a rank distreiñ

da lec’h ma eo loc’het dioutañ evit gouzout trema pelec’h ez a.

An denelezh ne brodu gwallwelerien nemet pa n’hell mui produiñ tud evurus.

Tremen e vuhez en dizesper ? Ne vern gant ma varvo e-kreiz an esperañs.

N’eus nemet daou rumm paotred : ar re a blij d’ar merc’hed hag ar re a sent outo.

An neb n’en deus ezhomm a netra, kement tra ‘ ra diouer dezhañ.

Gwa d’an hini a lak e fiziañs en un den : mont a raint o-daou d’an douflez.

Meizadennoù

— Arabat dit klask ober ar blenier, ma ne ouezez ket da belec’h e kas an hent ac’h eus kemeret.
— Pouez atav da gomzoù gant doan feukañ, dihentañ pe droukskoueriañ, dreist-holl ma’c’h eus afer gant speredoù gwan.
— Aner eo dit soñjal kaout degemer mat ma ne servijez da bep hini nemet ar wirionez.
— Na ‘n em laka ket e kounnar ‘enep dit da- unan, ken gwazh eo evel kounnariñ war da nesañ, rak da nesañ nesañ eo te da-unan.
— Bez atav hegarat e-keñver an estrenien. Met klask gouzout o doare kent kontañ dezho da hini.
— Ma n’out ket gouest da virout da sekred te da-unan, arabat dit soñjal e kavi den all d’hen mirout dit.
Meizadennoù
— Ne ra morse da veg figus e-keñver ar boued, soñj er boan eo koustet d’al labourer, soñj en niver bras a zo o vervel gant an naon dre ar bed.
— Seul welloc’h ez anavezan an dud ha seul vuioc’h e karan va c’hi !
— Seul dreutoc’h eo an douar a vag ur wezenn, ha seul donoc’h a intr ennañ he gwrizioù… An hevelep tra a seblant bout gwir evit an den.
— Ha ma ne vije koukoug ebet ! Daoust ha dont a raje bepred an nevez-hañv ?
— Digeriñ an nor a larit-hu ? D’an dud da vont er-maez ? Pe d’ar chas da zont e-barzh ?
— Un amezeg nevez ! Ur bed da zizoloiñ ?
— Pa vez ur servijer en ho ti ne welit nemet e sioù fall ! Pa vez aet a-raok, ne gomzit nemet eus e berzhioù mat.
Ar maezioù karget a gleier. Adalek ar beure betek an noz teñval. Tri son da bep oferenn. Tri son d’ar gousperoù ha tri Añjeluz. Ha tao- lioù ar Sanctus ha bennozh ar sakramant. Lies a wech ur vadeziant goude an oferenn- bred pe goude ar gousperoù. Ha kloc’h bihan chapel Krist evit ar pardon o son a-hed an deiz. Ha pa veze ur marv er c’hontre ur paour o son gorre ar glaz, noz-veure, tra ma veze ar c’horf war ar varvskañv. Ha setu an deiz a hiziv kemmet pep trouz. Nebeut a gleier o seniñ met, en enep, trouz ar meka- nikoù a bep seurt, sul-ouel, kement pe muioc’h eget d’ar pemdez. Na trouz karr na trouz botoù-koad na foet o strakal, met kirri-tan o fraoñval hag o flaeriañ.
Bretoned didalvez. C’hoant am bez d’ho kra- banatañ. Laerezh a rit din va amzer ken prizius, terriñ din va fenn, gant goulennoù diot ha respontoù ken diot all pa c’houlen- nan tra pe dra diganeoc’h.
N’eo ket a-walc’h prientiñ trec’hourien, Ret eo kaout sternaterien Breizh dieub !
Piv ‘vo rener an Deskadurezh ? Piv ‘vo mestr ar Polis ? Penngadour ? Ministr al Labour- douar, ar Besketerezh, an Ijinouriezh ?
Seurt tud na savont ket en un nozvezh evel ar c’hebell-touseg.

Keginerezh

« Evit diskuizhañ eus friko tud-kêr, ar meu- zioù fin a weler an displeg anezho war gement kelaouenn zo »

Soub krampouezh ed-du
  1. Ober soubenn an ognon evel an ordinal. Drailhañ krampouezh ed-du (krampouezh sec’h pe amanennet) unan dre bep den. Trempañ pa verv ar soubenn ha goleiñ an derinenn ur momed. Arabat debriñ e tomm- bervet, gwelloc’h eo un tammig
  2. Ur stumm all a zo d’ober soub kram- pouezh : soubennoù bara ha tammoù krampouezh, hanter-ouzh-hanter, ar c’hram- pouezh e foñs an derinenn, ar bara war-c’horre… N’eo ket ret avat, kaout sou- benn an ognon, gant soubenn ar c’hig pe al legumaj eo koulz
  3. Gallout a reer ivez ober soubenn ar gram- pouezhenn, pep hini en e skudell pe war e asied. Ur glogead soubenn domm, trempañ e-barzh ar grampouezhenn pleget evel m’o debrer gant kafe-laezh, hag evel-just gant sikour ul loa, kuit d’ober
Fav munut gant kig-sall (Hariko Glas)

Rouzit 1/4 kig-sall treut, evit pemp pe c’h- wec’h a dud. Lakait ho fav-munut dilostet ha dineudennet ha gwalc’het, da rouzañ ivez er gastolodenn, e-pad 2 pe 3 munut. Goloit ho kastolodenn. Lakait bannac’hoù dour gwech ha gwech all, ha grit tan gorrek. Tost da 2 eur o deus ezhomm da boazhat. Mar deo druz-kaer ho kig-sall, eo mat deoc’h lakaat un nebeud patatezennoù da boazhat da heul ar fav-munut, pa vo dija hanterboazh ar re- mañ. Arabat deoc’h lakat re a holen en askont d’ar c’hig-sall.

Patatez ha kig-sall

Troc’hit un drailhenn gig-sall a 2 santimetr tevder pe war-dro. Lakit-hi e foñs ar gasto- lodenn. Lakit ar patatez peilhet, troc’het ha gwalc’het mat. Ur glogead-dour, un tamm holen glas. Ha mar plij deoc’h, ur penn- ognon-etre dre bep den. Ar re-mañ en o fezh war-c’horre. Lezit da boazhat 20 pe 30 munut hervez ar vent eus ho kastolodennad. Arabat kaout tan re c’horrek pe n’ho pezo ket a grign. Lakait hardizh ho kastolodenn war an daol (war ur bladenn). Tennit an ognon hag ar c’hig-sall war ur plad. Gant ur fourchetez solut, dista- git ar c’hrign diouzh foñs ar gastolodenn ha meskit ervat. Lakait ur gloge vihan pe ul loa vras er gastolodenn, ha pep hini da ‘n em servijañ evel ma kar… Ma ne blij ket ognon deoc’h, e c’hellit debriñ ho patatez gant laezh trenk, hag ho kig-sall gant ho para goude.

Kaouled-tro

Klouarait 3/4 litrad-laezh digoavenet dre bep den. Lakait e-barzh « tro » eus ti an apo- tiker. Diaes eo merkañ ur gont dre litrad, rak ne vez an tro dalc’hmat er memes nerzh — an apotiker a c’hell ho kuzuliañ. Meskit ho laezh gant ur loa-goad ha lezit ho pesel war an oaled, ma chomo klouar. Pa vo savet, troc’hit ho laezh-kaouled a-garrezoù. Poazhit war un trebez ‘us d’ur c’hlaouidenn ruz. Hejit ho pesel tra ma poazh ho laezh, ma savo an dour war c’horre.

Ur meuz da zebriñ en-klouar, gant sukr pe hep sukr, gant an dour-laezh pe gant laezh a- dreuz bervet en e bart e-unan. Gwechall d’ar Sul da noz ne veze a-hervez, koan all ebet ‘kerzh an hañv. Nemet krampouezh ha kaouled-tro. Ar beselad a chome klouar war an oaled ha tud an ti ‘n em servije evel ma’z intentent dre bep ma tegouezhent er gêr.

Soubenn ar fav

Lakit da c’hlec’hiañ 1 lur fav, un nozvezh, en dour a-boan klouar, fav sec’h a lâran. O lakit an deiz war-lerc’h da boazhat, en dour yen, betek ma frailhont. O frikat (flastrañ) gant ur frikouer-koad. Arabat kaout re a zour. O lakit en un tamouez ‘us d’ur besel all. Meskit ervat ‘n ur deurel bannac’hoù-dour da walc’hiñ ar plusk. Pa n’eus mui a vleudenn, taolit kuit ar plusk. Neuze rouzit ognon pe chalotez ‘vel d’ober soubenn an ognon ha lakit an dourenn fav mesket-mat, rak divlaz a ra prim. Sallañ ha pebrañ. P’eo poazh an ognon, trempañ ar soub-bara. Ar soub kreun eo ar gwellañ d’ober soubenn ar fav.

Er memes mod e vez graet soubenn ar piz. Met nebeut a-walc’h a biz sec’h ‘vez graet bremañ er vro. Prizet bras ‘oa ar piz gwe- chall e-pad ar C’horaiz :

Bount da fri em r… paotr ar piz ! Hiziv ‘mañ foar hanter ar C’horaiz !

Ur c’hrennlavar eus Bro-Lannuon eo.

Krennlavarioù troet gant Anjela Duval

Krennlavroioù a vro Gambodjia

N’ac’h eus gouli ebet, hag e c’halvez an droug. Da c’houli ne ra ket dit gouzañv, hag e kemerez un ibil evit e vroudañ.

Ma vagez tud, taol pled ouzh o c’halon ; ma vagez loened, taol pled ouzh o dent.

Ma rez ur fals kammed, ez adsavez ; met ma tiflip diganit ur ger dievezhiek e koust ker dit.

Ar gouizieg a gouezh en islonk ; an diouizieg a sav d’an neñv.

Mar dout taer, dalc’h warnout da-unan, mar dout tavantek, ‘n em sikour,

mar bez kinniget kalz dit, na gemer netra ma’c’h eus doan, bale rag-eeun davet ar pezh a ra doan dit.

Na vez ket trubuilhet gant an disrann, n’en em lez ket da vont er vizer, na zalc’h ket da soñjal ez kounnar, na bella ket da vignoned, na het ket a zroug d’az enebourien.

Dre forzh soñjal e koller an neudenn ; dre forzh chom astennet e kouezher klañv.

Ar pezh a blij a ziflip, ar pezh na blij ket atav a ‘n em gav dirak an treid.

Ar vag a dremen, ar c’hlann a chom.
An den mat, lavarout a reer eo nay ;
An den dous, lavarout a reer eo diot ;
An den en deus intrudu, lavarout a reer eo drouk ;
An den gouiziek, lavarout a reer eo ur piler e c’henou.

Krennlavarioù Sina (kentelioù evit ar yec’hed)

Diwallit diouzh an avel-sil m’emañ ar c’hwe- zenn warnoc’h war-lerc’h debriñ boued tomm. Gallout a rafec’h pakañ poan-benn, terzhienn, poan-daoulagad.

Na zebrit ket kalz diouzh an noz.

Tremenit ur banne dour dre ho kenou war- lerc’h bezañ evet.

Pa valeit er-maez en noz, arabat kanañ na komz kreñv.

N’en em gargit ket a voued an deiz war- lerc’h ho po yunet.

N’en em vezvit ket an deiz diwezhañ al loar m’hoc’h eus graet vijel e-pad ar miz.

Na rit ket ur veaj hir ma oc’h e kañv da unan bennak eus ho familh.

Ur milier a remejoù ne dalvezont ket un noz- vezh repoz.

Chomit sonn ‘n ho koazez hag ho kalon a vo eeun.

‘N dalc’hit eeun hag ho korf a chomo eeun.

Na chomit ket re bell en ho sav, n’eo ket mat evit an eskern.

Na chomit ket pell en ho koazez, n’eo ket mat evit ar gwad.

Na rit ket a valeadennoù hir, se ‘zo fall evit ar c’higennoù.

Na chomit ket re bell astennet, fall eo se evit an alan.

Na chomit ket pell da spisaat tra pe dra, skuizhañ ‘ra se ar spered.

Na redit ket, na grimpet ket, na varc’hegit

 

ket, na vlegnit ket ur c’harr bete bezañ berr warnoc’h, ‘n em skuizhañ ‘rafec’h ; hoc’h ene a c’hellfe mont diouzhoc’h.

N’en em walc’hit ket goude ur pred mat, gallout a rafec’h tapout un taol-gwad.

Diwallit diouzh oberoù enep d’ar skiant-vat pe en ho ti pe er-maez eus ho ti.

Na c’hwezhit ket war ar goulou ‘vit e lazhañ, c’hwezhañ ‘zo noazus d’ar yec’hed.

Na glaskit ket spisaat tra pe dra er pellder, se ‘vefe gwanaat ho kweled.

Na gouskit ket gant ur c’houlaouenn war enaou en ho kichen pe n’emaoc’h ket esper da virout hoc’h Ene.

Na gouskit ket e-pad an deiz, se ‘c’hellfe noazout ouzh ho yec’hed.

Na lammit ket evel ur foll e kement santual a welfec’h.

Pa darzh ur barr-arnev gant dared ha kurun, serrit ho tor hag azezit ‘n ur stumm dereat ha doujus, e-ken-kaz ma tremenfe Doueed dirak ho ti.

Pa viot e koler, arabat deoc’h frapañ, rak ar gounnar ‘zo kiriek d’ar gorioù.

Gwell eo tufañ tost eget tufañ pell, gwell ‘velkent chom hep tufañ.

Arabat mont da c’hourvez paket ‘n ur c’hroc’hen tigr pe olifant, poan ‘rafe d’ho taoulagad.

Diwallit ouzh likentez evel ouzh biroù, diwallit ouzh an dirollerezh evel ouzh un enebour.

Arabat evañ te war yun ha na zebrit ket ed da noz.

Ar re gozh a lavare : ar veajourien ne zlefent ket chom war yun diouzh ar beure na debriñ re da noz.

Kement den, ha n’eo ket hepken an dud a boan, a zlefe debriñ diouzh ar beure.

Krennlavarioù all

Neb a zo e doenn e gwer, arabat dezhañ teu- rel mein war hini e amezeg.

N’eo ket fur stlepel ur c’hef-tan war doenn an amezeg pa’z eo hon toenn hon-unan e soul.

Koad an Noz ha Koad an Nay n’eus ‘met ar rinier etreze.

Ar pezh a hetez evidout da-unan a dleez hen hetiñ ivez evit da nesañ.

Kalon ur sod a zo en e c’henou Teod ur fur a zo en e galon.

Na zigor ket un nor ha na c’hellfes ket he serriñ goude.

Pa vezo lavaret deoc’h eo gwelloc’h mont war droad eget war gañval arabat deoc’h krediñ.

Pok d’an dorn na c’hallez ket troc’hañ.

Ma teu daou enebour d’az kavout unan  gant  ul  lagad  krevet, arabat dit reiñ rezon da hemañ kent na’z pezo gwelet daoulagad egile.

Ar furnez

Ar maezioù a servij da vinic’hi D’an diwezhañ loened dieub : gozed, muloded, razhed broc’hed ha lern zoken.

Padal ar wazhienn ouez a strisha a deiz da zeiz.

Hetoù evit ar Bloaz nevez

Kantadoù a lizhiri a ‘n em gave e Traoñ-an- Dour da vare fin ar bloaz. Respont a rae Anjela Duval dezhe tout ha kas a rae he hetoù ivez. Met, e-lec’h implij al lavarennoù hengounel — randonus un tamm anezhe —, he doa savet, e 1970, he roll lavarennoù dezhi hec’h-unan…

Ur bloavezh mat deoc’h Tudoù ker Trevadoù puilh hag amzer gaer Yec’hed d’an dud ha d’al loened Ha… Brezhoneg d’ar Vretoned !

Da bep hini ur Bloavezh mat Levenez,
Hevoud hag Eurvad
Trevadoù puilh. Bleunioù frondus
Ma vevo an holl evurus !

Eurvad, Hevoud ha Levenez
Trevadoù puilh. Bleunioù ha frouezh
Labour ha bara e pep ti
A-hed ar bloaz en hor Bro-ni !

Bloavezh evurus deoc’h ‘hetan
Meur a vloaz all goude hemañ
Bleunioù frondus
Ha frouezh saourus
Ed er solier ha sistr er c’hav
Ha gred e Paotred an Emsav !

Bloavezh didrubuilh
Bleunioù da guntuilh
Trevadoù puilh 25 !

Bloavezh mat. Bloavezh santel
Da dad, da vamm ha da vugel
Yec’hed, Hevoud ha Levenez
Ha dreist pep tra holl : Karantez !

Ur bloavezh mat ha didrubuilh
Bleunioù frondus. Trevadoù puilh
Yec’hed d’an dud ha d’al loened
Hag o Frankiz d’ar Vretoned !

Bloavezh mat da vihan, da vras
Bloavezh laouen ha didrabas
Yec’hed ha gred da stourm bepred
Hag an trec’h d’ar wir Vretoned !

Bloavezh santel ha leun a Spi
Labour ha bara e pep ti
Un oaled tomm da bep kozhiad
Ha brezhoneg da bep Breizhad !

Ur Bloavezh mat digant Jezuz
Bloavezh laouen hag evurus
Berzh vat, Yec’hed hag amzer vrav
Ha gred e Paotred an Emsav !

Nedeleg Laouen
Bloavezh mat
Yec’hed, Levenez
Hag Eurvad
Ra baro warnoc’h Heol Doue
Da reiñ sklêrijenn d’ho Ene !

Bloavezh evurus ha laouen
Ha digant Doue sklêrijenn
Yec’hed, Eurvad
Da bep Breizhad !
Ha dorn ha dorn ‘trezek ar pal
Ma vo roet prim lamm d’ar Gall.

Ur Bloavezh mat d’ar Vretoned
Evurusted, Nerzh ha Yec’hed
Ha d’an holl ha da bep hini
Labour ha Bara ‘n hor Bro-ni

Nedeleg laouen ha santel
Ur Bloavezh mat da Vreizh-Izel
Yec’hed ha nerzh kalon d’an holl
Ha Plant yaouank stank ouzh pep taol

Eurvad. Levenez
Yec’hed ha Furnezh
Youl dir
Ha Buhez hir

Aotroù Doue ho pediñ ‘ran
War bep devezh eus ar bloaz-mañ
Da skuilh ho krasoù hep damant
Ha d’hon diwall a wall dourmant.

War bep mintin ha war bep noz
Jezuz skuilhet puilh ho Pennozh
Ma vo dre holl ar Bloaz nevez
Ur wir chadenn a Garantez

Bloavezh mat d’an holl a Hetan
Levenez, Yec’hed ar gwellañ
Prespolite war an Douar
Hag un tammig tro war al Loar !

Nedeleg laouen
Yec’hed. Awen B
erzh d’an Delenn
Ha d’ar bluenn !

Bloavezh evurus
Levenez ha Buz
Labour ‘n hor Bro-ni
Ha peoc’h e pep ti !

A greiz kalon deoc’h a hetan
Yec’hed, Levenez er Bloaz-mañ
Evurusted hag intent vat
Ha brezhoneg da bep Breizhad

Mignoned, va gwellañ Hetoù
Digant Doue kalz a c’hrasoù
Yec’hed, Levenez, Karantez
Baradoz e fin ho Puhez

Nedeleg laouen, Bloavezh mat
Sistr ha chouchenn da bep Breizhad !

D’an divroad. D’an Harluad
Da bep Breizhad pell eus e Vro
A c’hed bemdez eur an Distro
Breizhiz a gas o Hetoù mat

Nedeleg laouen d’ar Gelted
Ra vo ar Seizh Bro unanet
Da veuliñ ar Mabig Jezuz
Gant kanennoù karantezus

Ur Bloavezh mat d’an holl Gelted
Dirak Doue Breudeur bepred
Gwechall, Bremañ hag en Dazont
Unanet gant Karantez don !

Bloavezh mat da yaouank, da gozh
Labour en deiz ha Peoc’h en noz
Yec’hed, prespolite d’an holl
Ha kig ha bara war an daol !

[?] bloaz nevez ‘vit pep den
Bloavezh evurus ha laouen

Yec’hed d’an holl a-hed ar Bloaz
Eurvad da vihan ha da vras !

Ur bloavezh mat digant Doue
Yec’hed. Eurvad. Prespolite

Bloavezh mat d’an dud ha d’ar Vro
Da bep harluad : an Distro

Ur Bloavezh mat d’ar Vretoned
Prespolite. Eurvad. Yec’hed

Bloavezh a Joa. Bloavezh a Spi
E pep kalon hag e pep ti !

Ra vezo ar Bloaz nevez
Bloaz a Beoc’h hag a Garantez

Bennozh Doue a c’houlennan
War bep devezh eus ar Bloaz-mañ

Bloavezh a Beoc’h hag a Eurvad
Evit pep Bro ha pep Breizhad

Petra hetiñ ? Ur Bloavezh mat
Karantez. Peoc’h hag intent vat

Ur Bloavezh mat digant Doue
Da dad, da vamm, da vugale
Ha nerzh ha Gred er yaouankiz
Da c’hounit da Vreizh he Frankiz !

Nedeleg laouen ! Bloavezh mat
Yec’hed. Hevoud hag Intent vat
Etre Tad  ha Mamm ha bugel
Hag he Frankiz da Vreizh-Izel !

Bloavezh a Joa d’ar C’halonoù
Bloavezh a Beoc’h d’ar Speredoù
Yec’hed, Hevoud, Buz ha Berzh mat
Ha… Brezhoneg da bep Breizhad !

Ur Bloavezh mat d’ar Vreuriezh
Intent vat hag Unvaniezh
Eurvad, Hevoud ha Levenez
Ha dreist pep tra holl… Karantez !

Ur Bloavezh mat deoc’h a hetan
Kalz a Levenez er Bed-mañ
Ur Vuhez hir hag oberius
Ha un deiz Baradoz Jezuz !

Bloavezh mat deoc’h holl a hetan
Meur a vloaz all war-lerc’h hemañ
Levenezioù barr ho Kalon
Hag he Frankiz d’ar Bobl Vrezhon !

Nedeleg laouen da bep bugel
En holl diegezhioù Breizh-Izel
‘Leizh o botoù-koad a vadigoù
Ha leizh o barlenn a vravigoù

Nedeleg Laouen ‘n o C’havell
Da holl vabigoù Breizh-Izel
C’hoarielloù ha Bravigoù
Allazigoù ha madigoù !

Nedeleg Laouen. Bloavezh mat
D’an divroad, d’an harluad
Ra sono evit tud hor Bro
Kleier benniget an Distro !

Ur Bloavezh mat hag Evurus
Yec’hed. Levenez. Berzh ha Buz
Goanag  ha  Gred  d’ar  Yaouankiz
Da Vreizh an Trec’h hag ar Frankiz

Ra skino Steredenn Nouel
War ar skingomz hag ar skinwel
Sklêrijenn  ha  grasoù  Doue
Feiz. Esperañs ha Karantez !

Ra skino steredenn Bezleem
War gement a ouel hag a glemm
Sklêrijenn ha grasoù Doue
Feiz. Esperañs ha Karantez.

Bloavezh mat deoc’h a hetan
Peadra da vevañ
Peadra da dommañ
Ha kalon da ganañ !

Evel ar c’hebell-touseg a sav a noz da noz
‘Sav e kalon hor yaouankiz
Karantez ar Vro-Gozh.

Bloavezh mat d’an holl ‘hetan
Ti da lojañ
Peadra da vevañ
Tan da dommañ
Ha lec’h da ganañ