Mizioù ar bloaz
Miz Du ha miz Kerzu eo an daou viz dour
Miz Genver ha miz C’hwevrer etre daou zo sec’hour
Miz Meurzh ha miz Ebrel a zisec’h ar poulloù
Miz Mae ha Mezheven ‘laka foenn er prajoù
Miz Gouere ha miz Eost a darev an trevadoù
Miz Gwengolo ha miz Here a leugn ar grignoloù.
Genver
E miz Genver e hal an deñved hag e tozv ar yer.
C’hwevrer
Da Ouel Berc’hed 1
Hanter ar plouz, hanter ‘n ed
Un areval poazh hag un’ malet
Hag an hanter brasañ war ho solier, mar gellet
Displegadenn Anjela Duval
Ya. Tremen hanter ar plouz e kalz a blasoù, hanter ar foenn ivez. Eus arevalioù ne vez mui komzet, na hini poazh na hini malet. Aet eo en traoñ forn ha milin war ar maez. Hag an hanter brasañ war ho solier ? Ha bez’ zo c’hoazh solieroù hanter-leun a ?
Gwinizh ? Gwinizh ! N’ouzon peseurt nerzh hud a zo bet evidon er ger-se abaoe va bugaleaj tenerañ. Gwinizh ! Ed-bara gouez d’ar re gozh. Nag a respet o doa an dud em yaouankiz evit an ed-bara. Nag a breder ‘veze kemeret gant an trevad-se. Ha pa degouezhe d’ar gwinizh mont da fall, pebezh koll. Ur bloavezh a vizer hag ouzhpenn ar c’holl ‘oa ivez ar vezh. Mezh evit an tieg a dremene evit bout ur menajer fall, ul lazh menaj, evit ar wreg a ranke mont d’an ti-forn gant toaz du ar segal-winizh pa ne veze ket segal rik ha kaout nemet bara segal pe bara an teir c’hreunenn e-pad ar bloaz.
C’hwevrer a c’hwezh
A gemer hag a lez
C’hwevrerig c’hwezh-c’hwezh
A lazh ar voualc’hig war he neizh
Da Ouel Sant Matiaz 2 a groaz ar big he neizh
Deiz Gwener ar Groaz e tozv un u e-barzh.
Deiz Gouel ar Chandelour goude koan
Ar c’hantolor en tan !
Da ouel Chandelour
Eo deiz da bep micherour
Nemet d’ar c’hemener ha d’ar gwiader
Ar re-se zo daou luguder.
Meurzh
Malarjez ‘tal an tan, Pask ‘kostez ‘r c’hleuz
Malarjez ‘kostez ‘r c’hleuz, Pask ‘tal an tan
Gant bep seurt tud ‘vez graet aotrounez
Gant bep seurt kig ‘vez graet Malarjez (Ha gant tamm pa ne vez.)
‘C’hoario Meurzh pezh a garo
Pask en Ebrel a vezo
Pask bras pe ar C’hazimodo
‘C’hoario Meurzh pezh a garo
Ur c’hostez eus ar c’hleuñ a dommo
Da Sul ar bleuñvioù
E teu an naered er-maez ar c’hleuzioù
Noz foar Vleunioù
‘loj ar goukoug e koad ar Rannoù
Ebrel
Da Sul ar C’hazimodo
‘Vez torret ar c’hozh podoù
Da Sul ar C’hazimodo
‘Vez roet o faskoù d’an diodoù
Kazimodo : kazi manet
Rev da Wener ar Groaz : rev betek Gouel Yann
An eizh hag an nav (Ebrel)
Eo hadañ piz ha fav
An nav hag an dek
Piz ha fav betek ar beg
Sant Jord 3 diwar e dorchenn
A lak ar c’hozh saout da vreskenn
Da Ouel Sant-Jord
E kousk ar mevel war e dort
Etre Jord ha Mark ‘Ya an heiz d’ar park
Da Ouel Sant-Mark 4
E kousk pep hini en e bark
Hag an hini n’eus park ebet a gousk en hent !
Ar ran a gan e miz Ebrel
‘Vefe gwelloc’h dezhañ tevel
Mae
E miz Ebrel e kousk an ozhac’h hag e vevel
Da viz Mae ‘lâr ar wreg d’ar vatezh :
« Deomp ivez ! »
Da viz Mae lamm ‘ra ‘segal
Dreist ar c’hae
Miz Mae re glav bemdeiz
Re nebeut bep eil deiz
Kizhier bihan miz Mae
A zebr ar re all anê
Mezheven
Pa vez gwelet un aval da Ouel Yann
Da Ouel Mikael ‘vez gwelet kant
Eost
Pa erru an Eost
E ya an avel da vestr
Sant Laorañs 5 a suilh ar c’herc’h
A darev an heiz
Hag a dishilh ar gwinizh
Sant Laorañs an dirañser kerc’h
Pa na vez ket a-raok a vez war-lerc’h
Pa vez avel e vez gwentet
Ha pa vez Heol e vez krazet 6
Gwengolo
Da Ouel Mazhev 7
Ar frouez holl a zo darev
Da foar Vazhev Bre 8
Keit an noz hag an deiz
Da Ouel Mikael 9 da c’houlou-deiz
Emañ an Tri Roue er C’hreisteiz
Gouel Mikael hag an Ankou
A laka kalz a cheñchamantoù
Here
Pa ya miz Here en e hent
Antronoz : gouel an Hollsent
Du
Sant Tual ha sant Andrev 10
Arat bas ha hadañ tev
Ha diwall eus al loened bev
Kerzu
Dre forzh kanañ Nouel
Ec’h erru an Nedeleg
Kurunoù an azvent,
Goañv brein.
Erc’h kent Nedeleg,
Teil er segaleg.
Erc’h da Nedeleg,
Gwerzh da gazeg ha pren ed.
Gwell eo ur gelienenn d’an Nedeleg
Eget n’eo ur c’hefeleg
Da noz an Nedeleg
Ne gousk den
Nemet an touseg
Ha mab an den
D’an Nedeleg
Ec’h astenn an deiz paz ur c’hefeleg
D’an deiz kentañ bloaz,
Paz ur waz
Adalek an Nedeleg
Betek ma vez bisoù en haleg
E vez goañv kalet
An Nedeleg ha gouel Yann
‘Laka ar bloaz etre daou rann