Krennlavarioù hag evezhiadennoù – An dud

Al labour

Kaerañ charretour
A ziskar e garr

Bezhin brein ha teil louet
A lak ar c’houer da glask e voued
Bezhin louet ha teil brein
A ra d’ar c’houer sevel e gein

Onner 21 diwar onner
Kolê diwar gozh-vuoc’h (da dizon)

Loue 22 diwar loue
‘Ra saout a-berzh Doue

Pa gouez an dour eus korn an ejen
Eo mat hadañ ar winizenn

Pa vez an avel diwar Roc’h Kellaz
Biskoazh kozh vuoc’h na vreskennas

A bitiv (yar)
Pa debr un’ ‘gac’h div

N’eo ket mat d’ar merour klevout
Kog e aotrou o kanañ

Gwinizh goude heiz,
Fallañ trevad e Breizh

Bernioù bihan ha charreoù pell,
‘Benn bloaz marteze nevo gwell

Kerc’h war-lerc’h kerc’h
Etu diarc’hen er bloaz war-lerc’h
Ar merour en e dro
Hag ar vereuri d’an aotrou

Bara fresk ha keuneud glas 
A lak ar merour paour-noazh

Un houarn ruz hag ur planken
A rikour kalz a chafeterien

Gwelloc’h eo etu brank
Eget n’eo etu plant

Gwell finesa eget nerzh
Pa vez kistion d’ober berzh

Lañs roc’hell n’eo netra
Nemet da vediñ pe da soulañ

War-lerc’h ar rastell e teu ar forc’h
Buoc’h a faot he mare
Gwell un’ all eviti
Ur bec’h graet mat a zo hanter douget
Labour d’ar Sul, labour a-gul

Neb na sec’h ket e bal
A sec’h e dal

Diouzh ar beure, gorro ar c’hevr
Diouzh an noz bount da fri ‘n he revr

Da c’hortoz ar geot da sevel
E varv ar saout gant an naon

Dalc’h ha me ‘gigno
Un hanter eus ar c’hroc’hen az pezo

N’eo ket gant dour sklaer e vez gwellaet ar moc’h

Gwell eo sentiñ diouzh ar mestr
Eget n’eo ober labour vat

Kudenn a zo kudenn
Pa vez aet ar poell en he c’herc’henn

Ar gwaskañ stenn
Eo a ra ar c’hannañ gwenn

Bloavezh bizeost, bezit fin
Hadit kerc’h ha lez’t ho lin
Ar bloaz war-lerc’h, be’t adarre
Lakit an teil e plas egile

Un troad pal dindan ho kazel
Un troad treñch dindan ho fri
Un troad rastell keit ha c’hwi Mabden
Mouezh ar Bobl eo mouezh Doue

Ur bedenn verr a ya d’an Neñv
Ur bedenn hir a sach a-dreñv

Pezh a deu diwar goust an diaoul a ya d’e houarn
Ha c’hoazh ‘van un troad dishouarn

Neb a ra re
‘Ra re nebeut goude-se

Logodenn n’eus ‘met un toull zo boued sur d’ar c’hazh

Ur c’hazh maneget n’eo ket mat da logota

Lorc’hajoù : chas bras ha brezilhonoù

Pa vez ar brasañ ‘r brezel ‘vez an nesañ d’ar Peoc’h.

Nac’h bete prou ;
Gwellañ testeni zo

Gwell eo ur marc’had graet ‘n ur c’hrog
Evit chom daou vloaz da gontañ fagod

Konterien vrav : gwerzherien ger

Un eurvezh yec’hed ‘ra vad d’an den klañv

Ken gwazh eo an hini a dalc’h mat d’ar sac’h
Evel an hini a laka e-barzh.

Pep ki
‘N e loch a vez hardizh

Gwell eo moged forn
Eget avel-skorn

Trec’hiñ pe vervel
Trubard biken

Klask an enor
Ha lez an enorioù

Gwell eo bout kiger
‘Vit bout loue

Dao war an trubard !

Pennglinañ morse
‘Met dirak Doue

M’hoc’h eus un ober d’ober
Kasit hoc’h ober d’ober

Da un’ hag a oar ober

Pe vano hoc’h ober d’ober
Dre faot a c’hoût ober.

Gant bourd ha gant fars

‘Vez lâret ar wirionez da galz

M’hoc’h eus c’hoant da gaout ur mignon mat
N’it ket alies d’en gwelat

Ne c’hoarzh ket Doue eus an Den

Ken ma wel anezhañ o wiskañ e roched en yen

A van da van
Ez a adverenn da goan

Aval boulc’het
N’eo ket ‘vit ‘n em viret

Ar gedon a bell
A ya holl da lern

Pelloc’h ez a an den gant e dog en e zorn
Eget gant ur vazh

Sotoc’h evit den en kelenn
N’eus droug ebet
Na servijfe ket d’ur vad bennaket

Gra pa ri tra

En esperañs e vev an den
Hag eus ar groug ne ra den

Ar c’harzh
He deus divskouarn diavaez ha diabarzh

E-lec’h m’eo stag ar c’havr
E rank peuriñ pe greuviñ

Ki skaotet en devez aon rak dour bervet
War ar marc’h mat e vez skoet atav

Pa serr un nor e tigor div
Arabat skeiñ ar billig war-lerc’h an trebez

Diwar logod ne vez ket a razhed

Korf bras : korf lach
Korf bihan : leun a gourach

Diouzh feson vat diwallit
Gant feson fall ne viot ket tromplet

Keuz a-raok ne vez ket
Keuz war-lerc’h ne dal’ ket

Arabat fiziout en souchet
O soñjal emañ kousket

N’eus siminal na divoged
Na vez tan kalz pe nebeut

Pa vez komzet eus ar bleiz
E vez gwelet e lost

Yar a gan a goll he vi
Ar pluñv a ra an evn

Neb na glev nemet ur c’hloc’h
Ne glev nemet ur son

Ur barner ha na selaou den
Zo fall e varn, fall e lezenn

Goude c’hoarzhin e teu gouelañ
Goude c’hoari, huanadiñ

Un ali mat zo mat
Na pa vez digant ur sod

Diouzh ar ret n’eus ket a remed

Lemel hep lakaat
N’eo ket da bad’

Term-term a bad da viken

N’eo ket stank
Neb a zo pur ha frank

Pec’hed anzavet
A zo hanter bardonet

Gortoz pell zo gortoz mat
Pa deu an traoù da vat

Perc’henn kozh vuoc’h
A zo da sachañ war e lost

P’emeur erru war ar gwall
Eo well born ‘vit dall

Gwelloc’h eo dont en-dro diwar hanter hent
Eget n’eo ober ur gwall veaj

Tost na dap ket
Just na skoulm ket

Ur gaoz fall a red betek ar mor 
Ur gaoz vat a chom e toull an nor

Brud vat ‘chom ‘toull an nor
Brud fall ‘ya betek ar mor

Neb a lazh ur garlostenn gant e viz
A resev bennozh sant Maoris

Ar c’hentañ mont
Eo ar berrañ kont

An hini a ya d’e wele gant sec’hed
A dihun gant yec’hed

Fallañ ibil a vez er c’harr

A vez da gentañ o wigourat

An neb a glask lazhañ e gi a lavar e vez klañv
Pa vez aet ar yer war o c’hlud

A vez anavezet an dud

An hini n’en deus ket penn a rank kaout treid
Evurus neb en deus ti

Rak er-maez eo gwall diabri

Washoc’h eo ur vrud tapet
Evit ur si koachet

Pig pe vran a gan

Ur gaou plaset mat a ra bec’h d’ar wirionez

Gwelloc’h eo un ti bihan eget ur park bras

Me ‘ouie ‘walc’h eus gwelet e liv
En devoa c’hoant kac’hat pe riv

An ezhommoù

Un tamm yod poazh mat ha dibolod
Hag ur banne laezh polodet da zebriñ anezhañ

An neb a lip ar gaoter gant e viz 
‘N deus ezhomm nag hoc’h na gwiz

Neb a gign e vaout na gav ket anezhañ da douzañ
Un denig bihan hag eñ trist Dre vertuz ur chopinad sistr
Hag eñ ne vez ket brasoc’h eget ur c’hornandon
En devez nerzh ha galloud Samson

Ozac’h mezvier ha gwreg lipous
A gousko abred war ar plouz

Den kozh, gwin kozh en ho kwerenn
En ho tas, den yaouank, dour yen

Boued un hoc’h ‘ya gant un hoc’hig
Ha ‘met un hoc’hig ne ra ken

Ne bad ket pell an anduilh
Da lakat div ha div
Pa ne vez nemet teir

Bag na sent ket ouzh ar stur
Ouzh ar garreg a sento sur

Bagig hep stur gant gwall avel
Zo skoet sur war ar roc’hell

Hep e vamm evnig mar ya pell
Zo hep dale boued d’ar sparfell

Lavarout kaer dirak un azen
Nemet koll amzer ne reer ken

An intañsion a ra tout…
Nemet da reiñ kerc’h d’ar c’hezeg
ha da lakat kig er soubenn !

Hep ur begad pebr ha holen
Eo goular ar soubenn

Cheñch soubenn ‘ra vad
Pa ya war wellaat

Gras Doue a zo bras :
Leun kof ha manet c’hoazh !

Al lip a zo mat
Met n’eo ket enorapl

An arc’hant, ar madoù

Gwell eo brud vat da bep hini
Eget madoù a-leiz an ti

Gwell eo deskiñ mabig bihan
Eget dastum madoù dezhañ

Gwell eo ur gwenneg espernet
Eget dek dispignet

Ha pa vefec’h eus lignez ar c’hi
Mard oc’h pinvik, antreit em zi
Na pa vefec’h eus lignez ar Roue,
Mard oc’h paour, it alese.

A-viskoazh ha da virviken
Eo bet troad ar pinvik war goug ar beorien

Gouzout reiñ ha gouzout derc’hel
‘Laka ar madoù da badout pell

Madoù dastumet pront
Gaspilhet pront e vezont

An arc’hant just a ra an dud fur

Arc’hant douget (23)
N’eo ket arc’hant foetet.

Paour a c’hounez. Paour a foet
Paour n’eus ezhomm yalc’h ebet

Kenderv kompez ‘vi pa bresti
Ha mab ar c’hast pa c’houlenni

Kemer hep reiñ
Lak ar garantez da dreiñ

Erru ur gont a vez
Ez a ar paour en gouez

Fortunioù pell
Tour pe gestell

An hini en deus hag a ro 
A ra mignoned en pep bro
An hini en deus ha na ro ket
Evel ur c’hi a zo sellet

Mall en kas ne ya ket
Mall en kaout ne deu ket

Bern n’eo ket mammenn

En em c’hlac’hariñ o prometiñ
Hag en em rikour o virout

An hini a bren marc’had mat hag a werzh ker
Zo sur dindan nebeut amzer d’ober e afer

Madoù ar bed-mañ zo d’an hini a-dap-a-dap

Aluzenn diwar aluzenn
A gas ar paour da binvik

An divizasionoù
A ra ar marc’hadoù

A-viskoazh eo bet embannet dre-holl
Nep piv bennak a ray marc’hadoù fall a zo oblijet da goll

Ar merc’hed

Ar vuoc’h a ya a-bouez he c’horn
Hag ar plac’h a-bouez he dorn

Buoc’h a red ar foarioù
Merc’h  atav  en  dañsoù
Zo techet da wallchañsoù

Ar veleien hag ar merc’hed :
Gwashañ tud da gas kezeg

Kog an noz
C’hoant gwrac’h kozh.

Gwalenn gollet hag eured du
A dro an aour melen en ludu.

Ur plac’h mezv
N’eo ket mestr d’he zraoù.

E lec’h ma vez div blac’h ‘vez marc’had
E lec’h ma vez teir ‘vez foar

Ar c’houblad, ar familh

N’ez eus kozh votez
Na gav he farez

N’eus pilhenn na gav truilhenn
Na plas d’hec’h astenn

An hini a ra glav deiz e eured
En devez bugale pinvik pe… mec’hiek !

Bezo du pe vezo gwenn
Ar vaoutez ‘gar bepred he menn

Dent abred : bugale bepred

Na pa rostfe ‘r pluñv war ar vran
Ar bugel bihan ‘rank kaout tan

Intañv hag intañvez :
Moc’h bet war ar panez

Biskoazh lezvamm n’eo bet karet
A galon vat gant minoret
Biskoazh lezvamm na garas ivez
Bugel un’ all evel he re

Serr da zaoulagad ha digor da c’henou
Hag e weli da vamm-gozh o chaokat avaloù

Evezhiadennoù diwar-benn an euredoù gwechall

A-raok mont da eurediñ e poke ar verc’h d’he mamm gant doujañs (alies gant daeroù puilh o kouezhañ diouzh he daoulagad gant ar from).

Unan bennak (ur gozhiadez, peurvuiañ) ‘veze e toull an nor o kinnig dour benniget d’an dud nevez, kent kregiñ gant hent o buhez priedoù. Bugale ha peorien ivez ‘veze kavet a-hed an hent gant drezennoù. Un dre- zenn hir da dreuziñ an hent, dalc’het e pep penn gant an dorn, ‘veze stignet d’ober skoilh d’al lid ambroug.

Ar walenn

Hervez am eus klevet, arabat ‘oa d’ar wreg nevez lezel he fried yaouank da riklañ dezhi ar walenn dreist junt uhelañ he biz. Se ‘vije e lezel da gaout re a veli warni. Ma felle dezhi derc’hel d’he frankiz ha bout mestr en ti, hi hec’h-unan a dlee tremen ar walenn dreist ar junt.

Ar friko

An dud a renk a rae ar pred eured. N’eo ket ur friko met ur gwir foeltr-bouzelloù. Hervez klevout e veze seizh plad kig ha seizh plad diservijoù, hep kontañ ar strakerezed. Ar re- mañ am eus soñj oute em yaouankiz. Un doare berlingot paket en pep hini un amor- sen ; pa veze sachet war daou benn ar baperenn e raent un tenn, gant moged pichoñs.

Ar rost ‘veze poazhet e forn ar barrez. Ferniel ‘oa koulz lâret e pep kontre hag e kontreoù  ‘oa  ez  ae  ar  yaouankiz  a  benn ambroug d’ar rost en ur dañsal un derobee a-ratozh. Evit ar prejoù-pae 24 ‘oa daou seurt : gant an evaj pe hep evaj ; er re-mañ ar gouvidi a brene o boeson o-unan ; alies ur voutailhad bier pe chufere etre daou… (Diglok)

Ar micherioù

Ar gemenerien didalvez
A lak un neudenn hir ‘n o nadoz

Da ouel Chandelour
Eo deiz da bep micherour
Nemet d’ar c’hemener ha d’ar gwiader
Ar re-se zo daou luguder.

Cheñch a viliner
A zo cheñch a laer

Pa ‘z ay ar vilin en-dro
Krampouezh pe vara a vezo

Neb a c’hoari gant artizaned
A zo sur da vezañ stranet
Neb a c’hoari gant artizaned laer
A zo sur da vezañ stranet kaer

Brizhkredennoù

« C’hwi a gred se, eme Vari ? Kaozioù. Me ne gredan ket ar seurt lerbaj-se ! »

Arabat avat ‘vije bet deoc’h lavarout kement all da Vari diwar-benn he lerbaj-hi. He c’hredennoù sañset, pe gentoc’h he brizh- kredennoù… Ha bez’ he devoa Mari gozh ul lostennad brizhkredennoù, me ‘lavar deoc’h. Hep kontañ ar re am eus disoñjet-naet, rak pell amzer zo eo marv Mari gozh. Sede amañ un tañva eus ar c’hredennoù iskis-se a oa sur mat estreget Mari gozh o klask o aprou. Lezel a ran a-gostez diouganoù ar c’hevnid, ar mel- chon peder-delienn, ar gwennelied ha traoùigoù all hag a dle bezañ deuet dimp eus teñzor arouezioù ar C’hallaoued.

Krogomp da gentañ gant an hunvreoù. Hervez Mari, hunvreal gant beleion e oa seblant kañvoù da gaout. Hunvreal gant vioù e oa seblant poent mont da gofes. Hunvreoù moc’h : trubuilh. Hunvreoù dour : poan-benn antronoz. Hunvreal gant krampouezh : ul lizher da gaout prestik. Hunvreoù tan ‘oa seblant vat : levenez ha chañs.

Ar piged a zalc’he un tamm brav a blas e brizhkredennoù Mari. Ur big er porzh ne oa ket seblant vat tamm ebet. Ma teue ar big da doull an nor, seblant fall, avat ! Ma ragache war ar marc’had : seblant fall dao- net. Dilojañ neizhioù piged tost d’an ti ‘oa ket mat : teurel a rae ar big he malis war dud an ti. Ur big o heuilh hini pe hini eus ar saout o peuriñ er park : seblant chañs fall war al loen-se. Ur big war ho hent o lammikat hag o ragachat : seblant keloù fall pe zarvoud ouzh ho kortoz er gêr. Ur c’hog o kanañ a- greiz an noz : seblant darvoud pe gañv. An dra-mañ en diavaez eus amzer ar C’horaiz pe an Azvent, rak d’ar mareoù-se e tirenk ar c’higi, hervez ar re gozh.

N’eo ket chañsus kennebeut gwelout yer o vervel : chañs fall war al loened all. Ur yar o treinañ ur blouzenn da heul he zroad (ar pezh a c’hoarvez alies koulskoude) se ‘oa seblant unan eus tud an ti o treinañ e liñsel. Evnig-ar-marv pe an askell-groc’hen o heuilh unan bennak war e roud, en noz : seblant kañvoù. O tont da droidellat en ti (ar pezh a zo spouronus a-walc’h end-eeun) diougan eur fall. Pa veze ur marv en ti, ne oa ket mat skubañ an ti, da lavarout eo teurel skubadur an ti er-maez : ret ‘oa lezel, an devezhioù- se, ar skubadur a-dreñv an nor.

Lakaat ur c’houez da sec’hañ deiz Gwener ar Groaz ne oa ket mat. An hini a veze e zilhad war ar c’harzh deiz Gwener ar Groaz a varve er bloaz-se. Un eured oc’h antren en iliz goude un interamant a oa tonket d’ar chañs fall. Oc’h antren war-lerc’h ur vadeziant e oa neuze ur chañs dreist-par.

Gwele ur gazeg, da lavarout eo ar c’h- roc’henennoù-se m’eo paket e-barzh al loen bihan e kof e vamm, ne oa ket mat plantañ anezhañ nag en douar nag en teil. Ret e oe hen darc’haou da sec’hañ en ur vodenn- spern. Ha se gant an dorn ha n’eo ket gant ur forc’h.

Ur pot-houarn war an tan ne oa ket mat de- zhañ kaout nemet un troad e tu al leur-zi, an daou droad all a oa sañset da vezañ e tu ar vazh-drezenn. Ar stamm a veze graet deiz noz an Nedeleg a vreine. Pa bozit ur gontell war an daol, mar da war lein he c’hein : sur ez erruo tud d’ho kwelout en endervezh-se pe da noz. Ma tiskarit an amann war ar plad, ho tro ‘vo da chom er gêr disul.

Ul loen a werzher evit mont da vagañ : n’eo ket mat hen pouezañ. Ret eo ober dezhañ ur priz atrak. N’eo ket chañsus reiñ d’ur bugel nevez-c’hanet, anv badez ur bugel all, breur pe c’hoar, bet marvet en-bihan. Pa zichañs koll ul loen, ul loen-kezeg dreist-holl, ha ma varv al loen-se en e graou, arabat stagañ warnañ d’e sachañ er-maez, kezeg ar gêr, e mod ebet, end-eeun ur gazeg lourd.

Arabat skeiñ plusk vioù en tan. N’ouzon mui petore sant merzher ‘oa bet rostet gant tan plusk vioù. Ar grampouezhenn diwezhañ a oa sañset da chom war ar gleurc’h. Krampoue- zhenn an anaon e oa.

[Barr-Heol 46, Kerzu 1965]

Ar broioù

Ar Vretoned na gomzont e yezh Bro-C’hall
Ken ma vezont mezv-dall

An hini n’eus ket istim ‘n e vro
Mont ‘lec’h all hag en devo

Ur marc’h hag eñ ganet en ur c’hraou saout
N’eo ket ul leue

Pep bro he deus he giz
Pep parrouz hec’h iliz
Ha pep plac’h he hiviz

Pa glevfet kanañ Conditor
It da Werliskin hag e kavfet foar

Daou dra, tri dra

Daou dra hag a ya difonn
Madoù beleien ha plouz etu

Tristañ tri dra zo war an douar
Un oaled hep tan
Un ti hep gwreg
Un daol hep bara…

Vilañ tri dra zo :

Ur pinvidig gaouiad
Ur  paour  glorius
Un den kozh tanav

Diaesañ tri dra da fornis gwechall :
Hern d’ar c’hezeg
Botoù d’ar charretour
Rodoù d’ar c’hirri

Daou dra vat (eme Yann)
Ur bannac’h laezh pouloudet
Un tamm yod poazh ha dibouloud

Daou stumm da vont da baour :
Laerezh ha labourat d’ar Sul

Daou dra na vez ket a-walc’h outo
An teil hag an arc’hant (er feurmioù)

Yenañ daou dra zo en ti
Pennoù daoulin an ozhac’h ha fri ar c’hi

Soubenn an tri zraig
Dour, holen ha baraig

Tri dra gwall diaes d’ober :
Lonkañ ur c’harr houarn
Lakat an tan en ur poullad dour
Ha forsiñ un nor digor

Tri ha tri emañ oadoù ar c’hi :
Tri bloaz o tont da gi
Tri bloaz ki
Tri bloaz o vont ‘maez a gi
Ha tri bloaz kozh ki

Daou dra blijus d’ur beleg :
Bezañ anvet da berson ‘n ur barrouz sukursal
Ha kaout un teñzorier bouzar ha dall