Kloc’h ar Sanctus

E-giz kontadenn Nedeleg

Bez’ e oa ar re-mañ diaouled, o ! met gwir diaouled sed. Dreist-holl an daou vele- gan o blev rodellek, Bi ha Dede. Kement tro zo posupl ijinañ a c’hoarient d’ar person kozh, peadra d’e lakaat da goll e oremus. Eus kañfarded ar c’hatekiz eo e fell din komz, ha pa lavaran kañfarded e choman berr rak ar merc’hed bihan ‘oa kañfardezed ivez. Ma, daoust pegen diaoul ‘oant, ret mat ‘oa d’ar person kozh choaz e golisted en o zouez. Ur sant en devije kollet pasianted gant ar seurt pabo- red.
Hogen ar person kozh, an aotrou X, n’oa ket tre ur sant, gwir eo ne vanke ket kalz tra dezhañ evit bezañ — netra ‘met un tamm pasianted —, un den mat, un den eeun, diwidre, e galon war e zorn. Ur gwir beizant, hag ur c’horf den ! Ha dezhañ ur vouezh ken ma krene ar sent koad war o sichenn pa groge da ganañ. Pa fache avat, rak diaouled ar c’hatekiz e lakae alies da vont en fulor, e veze klevet an iliz a-bezh o tregerniñ. Met kaer en doa huchal ha krozal ar baotred n’o doa aon ebet dirak o ferson. Lavarout a raje unan end-eeun ‘oa o flijadur gwelout anezhañ e kounnar, hag ober a raent eus se. Mont a raent betek tennañ boledoù stoup gant o fistolinier skav war ar merc’hed bihan evit o lakaat da c’hoarzhin — en iliz ma n’eo ket ur vezh !
Un devezh bepred, me ‘gred ‘oa Sul diwezhañ an Azvent, unan eus ar golisted, ar melegan Dede, ‘oa bet diseven a-walc’h da dennañ un tammig re dost da fri ar person kozh, an dro-mañ avat ‘oa lamet digantañ e bistolenn skav. Hag ar pezh ‘oa gwashoc’h, difennet-groñs outañ lakaat e dreid er c’heur ar rest eus ar bloaz. Eus e bistolenn skav Dede ne rae foeltr forzh. ‘Oa ket un afer kalfichat unan all. Met terriñ anezhañ eus e garg ! N’hellje ket mont da respont an oferenn hanternoz ? E dro ‘oa koulskoude. Bi ha Dede a veze a-bep-eil o respont an oferenn, ha da heul ‘oa d’ober son ar c’hloc’h bihan — kloc’h ar Sanctus —, ar c’hloc’h bihan-se hag a sone ken sklintin, ken lirzhin ma oa un dudi e hejañ… Ha sede bremañ ‘oa Bi eo a sone ar c’hloc’h bihan karet en ofis hanternoz. Mont a rae bihan kalon Dede, ha mil soñj ‘oa krog da drotal en e glopenn.
Biken, nann biken, ne bado e skiant o klevout ar c’hloc’hig, e gloc’hig karet, o titi- rinañ da noz an Nedeleg etre daouarn ar Bi. Met penaos ober ? Gwelet ‘vo. Bez’ e kavo an tu da vont er sekretiri. Mont a ray evel ar bloavezhioù tremenet da glask spoue ha raden derv, bodoù gargel, bouloù-ruz hag uhelvarr evit kraou ar Mabig Jezuz. Kaout a ray ar momed mat da ‘n em silañ hep gouzout da zen er sekretiri hag ober a ray an taol.
Kaset en deus e venoz da benn, ar pilpouz anezhañ, war sin reiñ dorn d’ar sakrist
ha d’ar seurez da aozañ kraou ar Mabig Jezuz… Erru noz an Nedeleg. Goude koan an tiegezh a-bezh a domme e-tal an oaled ouzh flamm kef an Nedeleg… Dede ‘oa un tammig soñjus. ‘Oa ket e saout tout er gêr. Bet en doa kroz digant e vamm en askont da daol ar bistolenn. paourkaezh mamm, m’he devije gouezet petra ‘oa da vezañ… Deuet an eur da vont d’an ofis. Dede a ra dre zindan mousc’hoarzhoù iskis o soñjal petore genoù a rafe bremaik ar person kozh.
Al loar ‘oa sklaer, ‘oa ket ezhomm a leternioù, fresk ha skeltr ‘oa an amzer. Klevet e veze ar botoioù-koad o sklokal war an hentoù, rak d’ar mare ma komzan amañ n’ae ket an dud da oferenn hanternoz gant botoioù-lêr da gaout anoued d’o zreid ! Pa oa Dede hag e dud o tiflukañ e korn ar bourk, sede ‘oa ivez Mon ar C’hadorioù o tont eus traoñ ru Mouf-Mouf hag he c’hazh « Rigolo » d’he heul, hep na ouie tra, n’he devoa ket amzer da sellout war he lerc’h gant an hast he devoa d’erruout da beurgempenn he c’hadorioù. Sede bremañ, gant kemend-all a bres, ar Bi o tiflukañ eus tosenn Krec’h Konan. Ya ! Red hardizh, paotr dilu, a soñje Dede, mall ac’h eus da lakaat da zorn war ar c’hloc’hig met n’out ket krog ennañ c’hoazh !
An iliz ‘n em leunie prim, sklêrijennet-kaer, ma trelle an daoulagad, ha ma lintre, ur marzh, ar bouloù gwer hag an neud-rev en-dro da graouig ar Mabig Jezuz. Er c’heur, ar golisted a zeue hag a yae, ‘n ur ober stou glin bep gwech ma tremenent dirak an armel-sakr. Enaouiñ ar gouleier, c’hwezhañ war an ezañs, lakaat pep tra en e blas. Pep tra ? Ma, biskoazh !… Dont ha mont a rae Bi evel pa vije o klask un dra bennak. Eus e blas Dede ne lame lagad ebet diwar donemonea ar golisted all. Diwar dreuzoù ar sekretiri, ar person kozh, hanter wisket gantañ e zilhad oferen- nañ, a roe urzhioù d’e golisted.
« Yannig ! Sell hag erru eo ar seurez en harmonium. Bi ! Gra sin d’ar c’hloc’her da son ar c’hloc’h. Hast buan, erru eo an aotrou maer en e blas ! » Arabat ‘vije bet kregiñ gant an ofis avat, ken ma vije erru an aotrou maer. « Ar c’hloc’h bihan aotrou person ? Pelec’h ‘mañ ar c’hloc’h bihan ? N’e gavan ket… — Biskoazh gant ar re-mañ. Ne gavont netra nemet lammat a rafe ‘n o genoù. Alo ! Hastit klask tout ! »
Dede a wel ar mesk hag ar strafuilh er c’heur. Emañ o tañva e veñjañs. Ar baotre- digoù a furch kement kogn ar c’heur, a zistro d’ar sekretiri, a bennbouell kement seurt. Netra. Ar person kozh a wel an eur o tremen. Prest eo da goll pasianted. ‘N em lakaat a ra ivez da glask, dont ha mont, plegañ ha displegañ, gant e zilhad ofe- rennañ. Iskis eo an daolenn. Ha kloc’h ebet bepred. « Klaskit er chantele ! » Ar soner kloc’h a bign d’ar chantele, ar sakrist a sell er gador-sarmon, ar chantr a sell er gofision, ar seurez a furch en-dro d’an harmonium, an asistanted a cheñch plas d’o c’hadorioù. Netra… An ilizad a-bezh zo evel ur c’horadenn verien, grozmol ha safar a sav, trouz kadorioù ruilhet, c’hoarzhoù hanter vouget. Ur foar…
An amzer a dremene. Ha sed aze un taol evelkent ! Ha penaos ober ? Un oferenn veure, un oferenn blaen, a c’hell bezañ lavaret hep kloc’h, met ivez un oferenn ken solanel ! Un oferenn hanter-noz ! Ar person kozh, ruz evel ur c’hog, ‘oa tost da gounnariñ, ma n’oa ket da bakañ un taol-gwad. Ha Dede e-unan ‘oa krog da gemer un emskiant eus e gablusted, dont a rae c’hwen en e loeroù. Ma n’hellfer ket lidañ noz an Nedeleg en abeg d’ar c’hloc’hig kuzhet gantañ re vat ?…
Ha petra ‘soñj ar Mabig Jezuz outañ ? O, biken mui ne gredo sellout ouzh ar Mabig Jezuz. Marteze en deus meritet an ifern ? Ha penaos rapariñ e bec’hed ivez ‘ta ? Hag ar sapre kloc’h bihan-se ne vije biken kavet… Ne bade mui en e blas. Ret ‘vije dezhañ mont da ziguzh ar c’hloc’hig. Graet en deus dija daou pe dri baz… drin ! drin ! drin !… ar c’hloc’hig o titirinañ ? Kavet ? N’eo ket. An holl e glev, met den n’hen gwel. Drin ! drin ! drin !… Gwashañ todion. Arsa, an drouz a zeu eus dindan derezioù an aoter.
Ur burzhud. Ur mirakl. Dede zo prest da fatikañ. Distreiñ ‘ra d’e blas. Kouezhañ war bennoù e zaoulin war e gador. « Jezuz ! Va Doue ! Gwerc’hez Vari vinniget ! Aotrou Sant Erwan ! » Ar person kozh, eñ, ne goll ket e benn, un tammig strafuilhet evel- kent an den santel, goude bezañ graet teir gwech sin ar groaz a-us d’an derezioù e c’hourc’hemenn d’ar sakrist ha d’ar chantr sevel an derezioù. Ha petra ‘oa gwelet ? Ur bern poultr ha gwiad kevnid, hag e-kreiz ar boultrenn Rigolo, kazh bihan Mon ar C’hadorioù, o c’hoari ruilhal ar c’hloc’h bihan. Echu ‘oa d’ar strobinell.
Ar peoc’h a zeuas en-dro. Ha biskoazh n’oa bet ofis Nedeleg ken kaer-all e parrouz
X. Dede, tamm-ha-tamm, a sante ivez ar peoc’h o tiskenn en e ene strafuilhet. Pleget e benn war e zivrec’h, helmoet war e gador, ma soñjed e vije kousket, Dede a ouele sioul, daeroù a geuz d’e bec’hed. Goulennet en doa pardon digant ar Mabig Jezuz. Ha klevet en doa ar respont : « Deuet on en noz-mañ da sevel ar re zo kouez- het. »
20 a viz Du 1965