… Koantañ da gartenn-bost !
Bagoù ‘n ur porzh er Portugal
Na koantañ kartenn all !
Ur c’hastell kozh e Bro-Skos
Ha houmañ ‘ta gant he saout blevek :
Ur skeudenn gaer eus Enez Skye
Ha houmañ c’hlas ? Ha houmañ all ? Euskadi !
Brezhoneg yac’h war o c’heinoù.
Nann. N’on ket ankounac’haet ganto.
… Ha koulskoude, va Doue !
Dre ziouer a zivrec’h emañ va eost o koll
Dindan an amzer fall
Dindan an avel foll
… Ar yaouankizoù-se bagol
Dezho divrec’h nerzhus
Ha treidoù mibin holl
Pegeit o dije int lakaet
Da glozañ va eostig
Va danvez-bara sakr ? A-boan
Un devezhig…
22 a viz Eost 1965