Gwin Ruz

« Lonk. Lonk ‘ta. Lonk hardizh
Lonk betek dislonkañ
Ar marc’hadour gwelien ruz
En deus ezhomm da vevañ
Lonk. Ya lonk dizamant
Ha disoursi
Eus da gozhni.
Ar Stad C’hall all, te ‘oar,
A zo brokus e-keñver da seurt.
— Pa ne vi mui evit lonkañ.
Pa ne ri mui ‘met dislonkañ.
Goude bezañ peurlonket da stal
E vezi kaset du-hont
(D’an ti dizon)
War gont ar Stad C’hall.
O ! na rez ket a wad fall
Eno ‘hervez e c’heller
(‘N ur dremen eus an evezhier)
Kaout c’hoazh hini ruz.
Ha hini dous, ha hini kreñv.
Hag eno te ‘c’hounezo un tamm leve
Pa vi distroet d’ar gêr
(Ret eo reiñ plas d’ar re all)
Pañsion az pezo — Dic’houest da labourat —
Brokus eo ar Stad C’hall !
— Ha te Yann gaezh. Genaoueg !
Savet teir eur a-raok an deiz.
An deiz-se a rankez c’hoazh astenn
Gant teir eur all diwar goust an noz
Te Yannig kaezh re fur
Pe re sot
O vevañ diwar batatez ha laezh,
Dour saout ha kognak buoc’h
(Hag un nebeudig gwad avaloù)
Te a baeo hep klemm forzh tailhoù
D’ar Stad C’hall ken brokus a ro pañsion
D’al lonkerien gwelien ruz.
Da gousket, da vutuniñ
Ha d’ober goap ouzhit-te, lorgen
O ‘n em loeniñ ‘hed an deiz
War an tamm douar-se
Paeet ganit kalz re ger
D’al lonker
Pa oa o lonkañ e leve :
Hêrezh e dud.
Arabat dit ‘velkent, lonker
Tostaat re ouzhin
Da valbouzañ din
Kaozioù direoret
Rak, te oar, me n’am boa ket desket kalz tra
E skol ar basianted…

5 a viz Genver 1965

E galleg