Bez’ ‘oa un deiz daou c’hlesker o c’hoari lammat, heligentañ etrezo piv a lammje an uhelañ hag ar pellañ.
A lammoù ‘n em gavjont e-kichen ur mell bailhad laezh, ha lammat a rejont e- barzh. Ma vije bet ur bailhad dour, sur ‘vijent bet ‘n em gavet en o bleud eno. Met siwazh al laezh n’eo ket mat tamm ebet evit yec’hed ar gleskered. ‘N em lakaat a rejont eta, kerkent ha merzet ganto o fazi da fringal er bailh gwashañ ma c’hell- jont da glask ‘n em denn’ ac’hane.
Unan anezho a gollas kalon prim a-walc’h o welout, kaer en devoa treiñ ha distreiñ, na gave ket un diazez da lammat kuit. Kregiñ ‘reas ennañ an dispi, ‘n em lezel a reas da vont war lein e gein ha splujañ da strad ar bailh e-lec’h ma veuzas buan.
Ar glesker all avat a oa kalonekoc’h ha pennekoc’h ha neuze, ‘michañs ‘oa ez- anienel dezhañ stourm evit e vuhez ! Derc’hel a eure ‘ta da neuñv, da dreiñ, da fiñval er bailh kement ha ken bihan ken ma ‘n em gavas ribotet al laezh dre forzh bezañ mesket… Ha setu ur bezhenn amann war c’horre, hag ar glesker kalonek goude bezañ graet un tammig diskuizh war ar menez-se (ha na oa ket ur menez- skorn) a c’hellas lammat er-maez ar bailh peogwir en devoa un diazez d’e dreid da gemer e lañs.
N’am eus ket ezhomm, bugale, da dennañ deoc’h ur gentel eus an istorig-mañ. Meizet hoc’h eus hoc’h-unan. N’en deus ket an den ar gwir da zic’hoanagiñ tra m’en deus ket graet implij eus e holl nerzh, e holl ijin, e holl ouiziegezh. Kentel veur ar vuhez eo al labour. Labour ar c’horf ha labour ar spered ; al labour hepken zo krouer pinvidigezh, pinvidigezh danvezel ha pinvidigezh speredel. Al labour hepken a c’hell hon uhelaat. Gwell eo dimp kontañ da gentañ warnomp hon-unan eget gortoz ur sikour n’emeur ket sur tamm ebet outañ… « En em sikour, eme ar c’hrennlavar, hag an Neñv da sikouro. » Doue ne nac’h ket e sikour d’an den met goulenn ‘ra digantañ ober da gentañ ar pezh a zo en e c’halloud. Ar barzh alaman Goethe a droe er giz-mañ hollgened al labour : « Doue a ro dimp kraoñ met n’eo ket Eñ a dorr anezho. »
20 Here 1965