Fousou, va c’hi du

N’eo ket ul loen kaer. Koantik koulskoude gant e vlevad du gwagennek, e vruchedig gwenn, e daoudroad a-raok gwenn, hag un netraig gwenn e beg e lost. A be ouenn eo ? N’eo ket hilverket. N’eo ket a uhelwad. N’eo na ki jiboez, na ki mesaer, na ki gward, na ki difenn. Hogen ober a ra un tamm ‘bep seurt : ur c’hi « toudara » (tout a ra).

Bez’ en deus un tammig tres war ar pluñv ha war ar blev. Da lavarout eo ober a ra ur pennad ambroug d’ar c’had pe d’ar c’honikl, pe zoken da Alanig ma tichañs dezhañ dont da c’hwesha re dost da glud ar yer. Mont a ra ivez da gregiñ e lost ar saout pa vez gourc’hemennet dezhañ mont d’o diarbenn. Harzhal ‘ra pa glev trouz ha dirandoniñ end-eeun pa wel tud pe loened dizanvez. Ha me ‘gred e sailhfe gant forzh piv ma vefe e vestrez e riskl he buhez.

Kontet eo koulskoude evel ur c’hi nul, ur c’hi boued, ur bastard ki. Ul loenig feal avat, ha bemdez e vez d’am heul er park. E vrasañ evurusted eo kousket war va chupenn e kostez ar c’hleuz. Pa gav hir an amzer a ra un tamm tro dre ar park, o klask ur bern douar gozed fresk bennak. Chom a ra da spiañ gant kalz a basianted, ha tapout a ra meur a c’hoz ha meur a neizh morzigelled. Gant ar gwiñvered avat  e tap un tomm. Kaer en deve todioniñ ha redek dre ar c’hleuz eus an eil gwezenn d’eben, ar gwiñver mistr ha gwiv a lamm eus an eil skourr d’egile en ur zibunañ kunujennoù d’ar paotr du. Ha, ma feiz, pa vez skuizh e retorn da gousket war va chupenn.

Gwell egedon, avat, e oar va c’hi eus an eur. Me ‘gred en deus un horolaj en e empenn, nemet bez ‘vefe en e gof ; pa gav dezhañ e vez deut koulz ar pred e tosta din en ur fichañ e lost. Pa vez erru er porzh e krog raktal da c’hwesha an douar, da welout ha bet e ve tud ouzh va c’hlask. Souezhus eo ur c’hi evelkent… ha n’heller ket chom hep en em stagañ ouzh ul loen ken feal.

 

[1964 ?]