E 1972 e reas ar Frañs a-bezh anaoudegezh gant Anjela Duval en un abadenn tele e galleg a oa heh anw « Les Conteurs », kasset en-dro gant André Voisin. Dre ar galleg ha dre ar Frañs eo e teuas evelse Anjela da vezañ anavezet en he bro Vreizh (araog ne oa gwraet nemed gant un dornadig tud). Evelse e ouias iwe ar Vretoned e oa e Bro-Dreger ur beisantes kroget da vont war an oad hag a skrive e brezhoneg… Da vare abadenn 1972, he doa c’hoazh Anjela naw bloaz da chom war an douar, naw bloawezh torr-penn ewiti, rag, warlerc’h abadenn A. Voisin, ne baouesas ket an dud da skrivañ dezi ha d’ober gweladennoù dezi en he menaj Traoñ-an-Dour, parres ar C’houerc’had.
Koulz eo lavared diouzhtu n’he doa Anjela netra da weled gant ur « vedette » (diaes meurbed amañ chom heb ober gant ar ger galleg-se, a vez komprenet diouzhtu, kalz buannoc’h eged ar ger brezhoneg « esparadenn », o talvezoud kement ha « vedette » er geriadurioù). Ahanta, ne vern ket kalz ar ger implijet, ar pezh a gont eo roiñ da intent e oa Anjela ar c’hontrol bew deus ar re a sav brud en-dro d’o anw, diwar-goust ma ouiont skrivañ, kanañ, c’hoari pezh…, hag a zeu, lod anezo da vihannañ, d’ober o fabor ha da furlukinad war zigarez an tamm brud-se. Bez’ e oa Anjela ur gwir Vreizhades a-ziwar ar maes, eeün ha didro, ha chomet e oa beteg he marw ar pezh a oa bet a-viskoazh. En desped d’ar galon aour ha tener a oa en he c’hreis, e oa Anjela, evel meur a vaoues o terc’hel douar pe bet o terc’hel douar, rust un tamm ma karer, ha rust ne oa ket koulskoude… Lakomp ne ouie netra deus sevended flour ar c’hêrioù, ewiti da gaoud, puilh, delikatiri kisidig tud ar maesioù, a oar, dindan un diavaes dilorc’h, digoriñ o diwvrec’h hag o c’halon gant ar vrassañ teneredigezh. Gouzoud a rae Anjela chom sioul ha tewel pa vese red ; gouzoud a ouie iwe disklêriañ he santimant fraezh ha spis, beteg bezañ tàer ha tost d’ar fulor…
« Souriez, Mesdemoiselles, souriez de manière à ce que vos rides soient bien placées quand vous serez vieilles » : kement-se a lavare, a-herwez, an Itron de Maintenon d’ar merc’hed yaouank, divadoù med a lignez uhel, fiziet enni e Saint-Cyr. Ne oa ket bet prederiet biskoazh Anjela Duval gant he roufennoù, na nec’het o klask gouzoud penaos nag e pelec’h e savjent war he bisaj pa’z afe-hi war goshaad. Red eo bezañ bet gwelet Anjela o selled ouzhoc’h, lunedoù ganti war he fri, he sell lemm o vont dreist ar re-mañ, he gweus isellañ laosk un tamm o tiskouez he dent, he blew flaket war ar penn gant ur regenn er c’hreis, ha neuse, ar roufennoù benniget, roufennoù Anjela Duval na oant ket bet stummet e skol Saint-Cyr : pebezh taolenn ! Piw lavaro kened iskis Anjela Duval ? Anjela ur goantenn ? Ya, med kenedus diwar ur c’hàerder-diabarzh hag a sklêrijenne roufennoù stank ar vaoues- se, a-boan gwregel, gant he doareoù troc’heres-buzhug, bet boaset da labou- rad dindan ar seizh amzer, da gass ar c’heseg ha d’ober war o zro, heb tamm distag ebed diouzh ar c’haletañ labou- rioù, labourioù paotred pa vo lavaret mad. En tu all d’un diavaes na seblante ket da lod bezañ dudius, e vese kavet ur plac’h fin ha delikat, gwregel meurbed, tener ha tàer tro-ha-tro, ha divinet pere ’vese lammoù he c’halon, lammoù diwe- lus a-dra-sur, med aes o santoud pa vese selaouet Anjela o komz, ha pa vez lennet hiziw c’hoazh ar skridoù chomet war he lerc’h.
« Je suis une vieille fontaine », he doa lavaret Anjela e-kerzh abadenn André Voisin. Diveret ez eus eus ar feunteun-se dour e-leizh, ewid torriñ sec’hed meur a heni ; ya, o gwalc’h o deus bet forzhig tud eus an dour-se, un dour glan ha yac’hus. Pessort dour ? Dour fresk ar garantez-vro hag ar garantez-yezh. N’eo ket diverañ sioulig a rae an dour-se, med strinkañ herr ha nerzhus kentoc’h, rag ur stourmeres e oa Anjela, mall ganti roiñ he ravoltadenn da intent, dreistoll en ur mare ma oa kement a Vreizhis a-du ewid lesel ar brezhoneg da verwel didrous ha da vezañ sebeliet e peuc’h. Karantez ar yezh hag ar vro, setu ase ar pezh eo bet ger-stur ha pal nemetañ Anjela Duval. Ha m’he deus lavaret peisantes Traoñ-an- Dour e oa ur feunteun gozh, kenkoulz all, pe welloc’h, he dije gallet lavared e oa un tan-flamm o redeg a-dreus al lanneg, ha dare da loskiñ peb tra…
Ne oa ket nec’het peisantes Traoñ-an-Dour gant ar preder politikel, na bet stummet kennebeud d’ober dielfennadurioù war an tu-se. Bez ’e oa Anjela broadeloures, tra kén, ha moarvad ne wele dañjer ebed er vroadelouriezh. Ma talvez ar ger-mañ, ewid lod tud zo, kement hag en em zastum war o douar, diwallet gant o yezh, kelc’hiet ahendall, war o meno, gant enebourien n’eus nemed kassoni da vagañ outo, piw ne wel ket pegen noasus eo ur seurt ideologiezh ? Biskoazh n’he deus klasket Anjela Duval mont don e-barzh ur preder diwar-benn ar gudenn-se, hag homañ diasez koulskoude. Amañ ema moarvad perzh gwan peisantes Traoñ-an-Dour ; ur gwander dre vank, ha n’eo ket dre zibab, a-dra-sur. Biskoazh n’he deus bet soñjet Anjela diveskañ FLB hag UDB : kement a vese gwraet ewid Breizh hag ewid ar brezhoneg a oa mad, war he meno ; ne zeue ket poan-spered dezi diwar gwallnerzh paotred (ha merc’hed ?) an FLB. N’eo ket red da vignoned Anjela sammañ perzhioù gwan o c’hariades, hag e c’hallont koulskoude derc’hel da gaoud un istim vras ewid ar pezh a zo bet kàer en he buhez.
Lod a vez bet test, goude ma ne chom skrid ebed war o lerc’h. Heñvel awalc’h eo un test, ewitañ da vezañ den memestra, ouzh ur maen-harz e-barzh ur park, ur c’hoad pe war vord an hent : diskouez a ra war bessort tu mont. Bet eo bet Anjela un test o kennig d’ar Vretoned, mechañs, dihuniñ pelloc’h, ha lakaad o freder n’eo ket hebkén gant an ekonomiezh, med iwe, ha da gentañ, gant ar pezh na denn ket d’an danvez, med d’ar galon : karantez ar yezh, karantez ar vro. N’eo ket bet Anjela ur varzhes vras : bez’ ez eo he barzhonegoù kriadennoù ur galon c’hloaset kentoc’h eged oberennoù lennegel peurlipet. Rag n’int ket peurlipet : skrivañ a ra Anjela he gwerzennoù evel ur skoliades fur, sentus ha reizh, med ne zeu ket beb tro an awen war he zro. Fromet e vezer ganto memestra, abalamour ma’z int gwirion ; nebeud awenet, med gwirion. A-wechoù memestra e vezer douget d’ar barados, hag en em laker da bediñ assambles gant peisantes Traoñ-an-Dour, da skwer pa skriv :
Grit, o va Doue,
Ma welin va Bro o splannañ
Dishual ha digabestr
Ha dieubet diouzh ar Vezh.