Soaz ha Mai-Jann a zeu war al leurenn unan o tont eus pep penn ha gante pep a baner.
Soaz — Sell ‘ta. Te zo o vont da vale, Mai-Jann ?
Mai-Jann — Ya, o vont d’ar bourk ‘on. Te zo o retorn ?
Soaz — N’on ket bet betek er bourk. E Kerivin.
Mai-Jann — A ! Un dra bennak zo a-nevez e Kerivin ?
Soaz — Evel ma lârez, un dra bennak zo a-nevez. Kresket eo an dud gant Virjini.
Mai-Jann — Ur c’heloù mat avat. Mat an traoù ? Paotr pe blac’h ?
Soaz — Ur paotrig eo. Ha danvez ur mailh anezhañ, me ‘gomz dit. (Dirollañ ‘ra Soaz da c’hoarzhin)
Mai-Jann — Ur bugel terrup eo neuze ? Ma ! Doue d’en binnigo ! Met petra ac’h eus da c’hoarzhin ?
Soaz — A ! Plac’h paour ! N’ouzon ket end-eeun hag-eñ zo peadra da c’hoarzhin gant ar pezh am eus gwelet en deiz-mañ.
Mai-Jann — Lakaat a rez ac’hanon souezhet.
Soaz — Souezhet ? Ma ! pa ouezi ar gaoz war he hed e vi souezhetoc’h c’hoazh, sur !
Mai-Jann — Met petra an diaoul ac’h eus c’hoant da lâret ‘ta ‘benn ar fin ?
Soaz — Te ‘gomz eus an diaoul. N’on ket re sur, me, hag-eñ n’eus netra eus perzh an diaoul er pezh am eus gwelet avat !
Mai-Jann — Lakaat a rez ac’hanon da skrijañ !
Soaz — Ma ! Setu amañ un dra hag a c’houlennan diganit mirout evel ur sekred : ar bugel-mañ zo disheñvel eus an holl vugaligoù am eus graet war o zro betek-henn. Ha gwelet am eus meur a hini, te ‘oar mat, peogwir on sañset ur wrac’h-an-holen. ‘Keta ?
Mai-Jann — O, va Doue ! N’eo ket mac’hagnet ‘michañs.
Soaz — Tamm ebet, ur paotrig koant, hag ur paotrig seder end-eeun, danvez ur mailh, me ‘lâr dit.
Mai-Jann — Arsa, dont a ray ganit ?
Soaz — Gouzout a rez, an holl vugaligoù o tont er Bed-mañ a grog da c’harmat par ma c’hellont. Kerkent ha deut o alan en e blas, ac’hanta Mai-Jann gaezh, ne c’harme ket. C’hoarzhin ! C’hoarzhin kreñv, ken ma oa ur spont !
Mai-Jann — O, va Jezuz. Biskoazh kemend-all !
Soaz — Marteze ne gredez ket ?
Mai-Jann — Feiz ‘vat ! N’ouzon ket kaer pe grediñ pe dremen hep ober sur.
Soaz — Ma, Mai-Jann, gra a gari. Met ken gwir eo se evel ma on amañ. Hag ouzhpenn, astenn a rae dimp e zorn dehoù evel da ginnig un dra bennak. P’am eus digoret dezhañ e zornig bihan koant. Petra ‘gav dit ‘oa e-barzh ?
Mai-Jann — N’helle e gwirionez bezañ netra en e zorn o tont er bed-mañ !
Soaz — A gav dit ? Ac’hanta, eo ! Ha neuze am eus komprenet en devoa digarez da c’hoarzhin, al labous bihan, rak c’hoariet en devoa un dro-louarn d’e vamm avat.
Mai-Jann — Met petra va Doue ‘ta neuze ‘oa gantañ ‘n e zorn ?
Soaz — … Ar Bilulenn, plac’h kaezh ! Ar Bilulenn !…